Reunan Ar Moign - Plougonvelin

Reunan Ar Moign - Plougonvelen/Plougonvelin

René nous raconte ici comment s'est passé son arrivée à Paris en tant que facteur, à la suite du concours de la poste, qu'il a réussi avec quelques camarades du pays . Son adaptation, la solidarité entre bretons là-bas et la façon dont se déroulait son travail.

Kavit a-zindan stumm komzet ha stumm skrivet an atersadenn :

Testenn e brezhoneg komzet notennet gant Lors Jouin :

Lors : « Euh » c'hwi 'peus passeet ar c'honkour

Reunan : Ya

Lors : 'Ba pelec'h 'peus passeet ar c'honkour 'vid mont da Baris

Reunan : A... e Kemper

Lors : E Kemper

Reunan : Ya

Lors : Ha sete 'peus « euh » 'peus bet ar c'honkour

Reunan : Ya

Lors : Sete 'oc'h ...'oc'h aet ...'oc'h aet da Baris

Reunan : Ya

Lors : Da labourat ...da labourat diustu koa

Reunan : Dustu ya

Lors : Hag pet'a ... peseurt chañchamanchoù...

Reunan : Ola oyoyoy

Lors : 'Peus ka'et ene

Reunan : Oyoyoy e kreiz Paris edo pugur 'kichen al « Louvres « ha tout an dra-he ha 'oa brao heñ med 'penn-kenta' 'welen ke' sklaer pe 'n on ga'et a-houn heñ ...chañchamant buhez koa hag an dud e Paris ne houezont ket bale ...galoupat a reont beñ ar re all hanter « fou » hanter sod an dud eno e e e e setu 'pad er miz ne m'eus ket gwelet sklaer ha da c'houde « bon euh » 'n em gavet gant kamaladed all « bon « kaozeet da c'houde 'z ae gwelloc'h koa etrezomp puzugur meur ' hini 'n om gave 'sambles a-hon' heñ ha an ti-post a-houn' e ioa en'... un toull' daou vil edomp heñ daou vil den heñ a ya un ti-post bras e kêr e kreiz Paris

Lors : Ha ene 'oa Bretoned è

Reunan : Kouezhet oun ga' daou hag a gaozee brezhouneg ié ...unan doc'h 'kichen « euh » Douarnenez brezhouneg disheñvel memetra heñ me' egile Sant-Tegoneg... apala ahe edomp barrek a... paotr Sant-Tegoneg brezhouneg memes brezhouneg koa

Lors : Beñ ya

Reunan : Ya vad 'ra justamant kaout tud ar vro memes tra 'vid ar « moral »

Lors : Beñ ya

Reunan : Ola

Lors : Sete 'oa ret doc'h skriva' d'ho ...skriva' d'ho tud...

Reunan : Ya

Lors : Kas ...kas lizhiri dê koa

Reunan : Ya ya d'ar poent-sé ya kar ar pellgomz d'ar poent-sé nann 'ioa ket heñ

Lors : Ha peseurt mod neun... é be' ret doc'h diski' anoioù ruioù Paris ha tout « euh »

Reunan : A ya oblijet heñ... ha beñ 'n 'ra-h' 'zo diês heñ un toullad 'ioa beñ ya deskiñ koa beñ peurviañ 'c'hoarvehe 'n 'ra-he memes tra heñ ya ya

Lors Ya ya med da....da zigenta' 'oc'h be' laket 'barzh...'barzh ur...ur c'harter deus Paris pe'tramant 'oa ret...

Reunan : « Euh »cheñch karte ... »euh » 'penn-kenta 'vehe ...'vez cheñchet karter justamant evit deski' ar ruioù hag 'benn er poent da c'houde 'peus... er c'harter 'vez roet unan dit koa e' penn- kenta' 'ioa ket sete 'ranker mont d'er c'harter d'egile beñ bep sisun vé chañchet 'vel-se koa

Lors : A ya

Reunan : Ya deski' evit deski' gwelloc'h koa 'vit derc'heñ chouj dac'h anoioù an dud ar ruioù koa 'blamour ahe ar ruioù...ar ruioù 'wechoù 'vé troc'het med 'rez ket ar ru penn-da-benn re hir eo koa setu troc'het hag... meur a hini 'war ruioù bras memes tra 'blamo' a-houn 'z eus lizhiri e Paris n'é ket he'vel 'giz amañ heñ

Lors : A nann

Reunan : A nann kalz ...kalz muioc'h a dud ha 'barzh...'barzh an tiez uhel evelse... c'hoazh 'kreiz' kreiz Paris an tiez n'oa ket... diaes n'oa ke re uhel 'tre pemp ha c'hwec'h estaj koa 'ioa ket muioc'h ya ya ahe 'ioa ar Paris kozh muioc'h koa

Lors : Paris kozh ya sete 'oa ur...ur vuhez disheñvel mik

Reunan : Ya

Lors : Med ur vuhez... bev koa

Reunan : Med er pezh m'eus ...'gaven dies 'penn-kentañ an dud a vehe ...gaozeent ket ...pa 'pe' c'hoant gouzout en dra bennak 'vez ...'vezez kaset da ga'...da gousket an dud 'ioa fallakr heñ hag o ya ya ar post... ar pokez hini a gase lizhiri 'noa ket kalz a dalvoudegezh koa heñ ya pokez den koa

Lors : A « bon »

Reunan : Ya ya setu divar ...divar ar meaz c'hoazh peus o la la ou an dud 'ioa fallakr heñ hag a-benn ar fin memestra ni a c'houie en em zifenn memes tra opala

Lors : Ha peseurt mod ...peseurt mod 'vije graet neuhe

Reunan : A beñ respount' deho ié koa pa 'vehe lavar'... kaozeet fall dit... te 'rae heñvel evito kas 'neho da gousket ié

Lors : Hag bet oc'h bet 'labourat « euh » 'koste' « Montparnasse « pe « euh »...

Reunan : « Euh » nann nann nann 'kostez al « Louvres «

Lors : Al « Louvres »

Reunan : « Louvres » ya ha « Rue de Rivoli » ha betek « Place de la concorde » 'heñ a ya ha brao e oa « Palais Royal , Opéra « tout ar c'harter-sé

Lors : A ya

Reunan : A ya

Lors : Sete 'oa tud pinvidik ha tout...

Reunan : Ya tud o ya tiez o ya marc'hadourezh traoù...traoù brao heñ

Lors : A ya hm hm hm hag neun 'ba...'ba pelec'h « euh » 'peus kavet lojamant... lojeris...

Reunan : « Euh » miz kenta' m'eus ket kavet lojamant 'fin an ti-post a roe el lojamant dem heñ evit kaout...'vit klask en all koa ha da ...ya ya 'pad er miz koa… miz kenta' setu 'pad 'n amzer-ze é bet ranket klask

Lors : A

Reunan : Hon-unan koa

Lors : Ya ya

Reunan : Hag em eus kavet... 'm eus bet chañs … 'm eus kavet un'...unan doc'h ar vro en 'noa en ti e...e Paris ...ya setu m'eus gellet 'pad er penn'...'r pennad choum ahe ha da c'houde 'm eus ranket chañch pugur an dud-se a deue...e choum amañ e Plouarzel e-kichen heñ hag ur baronez ouzhpenn hag a deue da base' ar goañv amañ en dro koa ha setu m'eus kavet en all ... 'm eus bet eur chañs e-kichen ar...e-kichen ar post e Paris ahe … aet da c'houlenn' digati ...'barzh en « hôtel » edo heñ« euh » ma ioa er gambr dieub koa hag pa no' klevet ac'hanon 'kaozeal « oh toi, t'es un p'tit zeff » …dioustu 'neus anavezet va...va...va pouez-mouezh koa

Lors : Ya

Reunan : Ha set... setu n'eus lavar' din « euh » deuit da welet ac'hanon sizhun a zeu matrehe 'vo un dra bennak hag a 'ma ...'ma bet va gambr

Lors : E brezhoneg n'eus « euh »

Reunan : A nann nann nann nann … nann nann e galleg heñ

Lors : E galleg a ya

Reunan : Ya

Lors : A ya ...sete

Reunan : Memes tra... hag em eus bet chañs koa

Lors : Ya

Reunan : Ha...ha da c'houde 'omp dimezet hag om' aet da jom 'kichen ar « République « heñ « euh » 'barzh en « hôtel » all koa brasoc'h koa... ahe edom' brao memes tra ié

Lors : A ya

Reunan : Hmm hmm

Lors : Ha ker 'oa e-keñver...

Reunan : Ya ker ...ker ya

Lors : E-keñver ar pae koa

Reunan :'Keñver...beñ kajimant ur guchenn vad 'ae da baea' al lojamant heñ ...an dra-h' 'zo 'r pae ar pae n'oa ket...n'oa ket uhel d'ar poent-sé heñ

Lors : Nann

Reunan : Nann 'ioa ket

Lors : Beñ al lojamant 'gouste...

Reunan : O tost an hanter...

Lors : An hanter...

Reunan : Doc'h ar pae heñ

Lors : O la

Reunan : O ya ya ya

Lors : A ya ...hag ar vuhez 'oa ker

Reunan : Beñ ni eurüsamant 'c'helle dribi' 'barzh ar...ar c'hantin ar post koa ...an ti-post koa setu edo ...ez ae mat koa m' miche rank't mont d'ar « restaurant « 'miche ket gellet heñ

Lors : A nann

Reunan : A nann ha' er gêr memes tra da c'houde ..'fin ni rae hom boued doc'h an noz ié memes tra koa

Lors : Ya

Reunan : Ya ya

Lors : A ya ...ya ya ha gallet 'peus prena' un apartamant goude...

Reunan : A nann e Paris « o non ...o non non non « pugur me zo choumet a-houn' daou vloaz hanter ha da c'houde 'on 'n em gavet e Kemper

Lors : A... 'giz faktor eu

Reunan : Ya

Testenn e brezhoneg skrivet adlennet gant Francis Favereau :

Lors : « Euh » c'hwi ho peus paseet ar c'honkour

Reunan : Ya

Lors : E-barzh pelec'h ho peus paseet ar c'honkour evit mont da Bariz

Reunan : A... e Kemper

Lors : E Kemper

Reunan : Ya

Lors : Ha setu ho peus « euh » ho peus bet ar c'honkour

Reunan : Ya

Lors : Setu oc'h... oc'h aet… oc'h aet da Bariz

Reunan : Ya

Lors : Da labourat… da labourat diouzhtu koa

Reunan : Diouzhtu ya

Lors : Hag petra… peseurt cheñchamantoù...

Reunan : Ola oyoyoy

Lors Ho peus kavet eno

Reunan : Oyoyoy e-kreiz Pariz edo peogwir e-kichen al « Louvres » ha tout an dra-se hag e oa brav heñ met er penn kentañ ne welen ket sklaer pa on em gavet ahont heñ… cheñchamant buhez koa hag an dud e Pariz n'ouzont ket bale… galoupat a reont beñ ar re all hanter « fou » hanter sot an dud eno e e e e setu e-pad ur miz ne 'm eus ket gwelet sklaer ha da c'houde « bon euh » en em gavet gant kamaladed all « bon » kaozeet da c'houde ez ae gwelloc'h koa etrezomp peogwir meur a hini en em gave asambles ahont heñ hag an ti-post ahont a oa eno un toull(ad ) daou vil edomp heñ daou vil den heñ a ya un ti-post bras e kêr e-kreiz Pariz

Lors : Hag eno e oa Bretoned ivez

Reunan : Kouezhet on gant daou hag a gaozee brezhoneg ivez… unan eus kichen « euh » Douarnenez brezhoneg disheñvel memes tra heñ met egile Sant-Tegoneg... apala aze edomp barrek a... paotr Sant-Tegoneg brezhoneg memes brezhoneg koa

Lors : Beñ ya

Reunan : Ya vad a ra justamant kaout tud ar vro memes tra evit ar « moral »

Lors : Beñ ya

Reunan : Ola

Lors : Setu e oa ret deoc'h skrivañ d'ho… skrivañ d'ho tud...

Reunan : Ya

Lors : Kas... kas lizhiri dezho koa

Reunan : Ya ya d'ar poent-se ya kar ar pellgomz d'ar poent-se ne oa ket heñ

Lors : Ha peseurt mod neuze… eo bet ret deoc'h deskiñ anvioù ruioù Pariz ha tout « euh »

Reunan : A ya oblijet heñ… ha beñ an dra-se a zo diaes heñ un toullad a oa beñ ya deskiñ koa beñ peurvuiañ a c'hoarveze an dra-se memes tra heñ ya ya

Lors : Ya ya met da... da zigentañ oc'h bet lakaet e-barzh… e-barzh ur… ur c'harter eus Pariz peotramant e oa ret...

Reunan : « Euh » cheñch kart(er)... « euh » er penn kentañ e veze... e vez cheñchet karter justamant evit deskiñ ar ruioù hag a-benn ur poent da c'houde az peus… ur c'harter a vez roet unan dit koa er penn kentañ ne oa ket setu e ranker mont d'ur c'harter d'egile bep sizhun e vez cheñchet evel-se koa

Lors : A ya

Reunan : Ya deskiñ evit deskiñ gwelloc'h koa evit derc'hel soñj eus anvioù an dud ar ruioù koa abalamour aze ar ruioù… ar ruioù a-wechoù a vez troc'het met ne rez ket ar ru penn da benn re hir eo koa setu troc'het hag... meur a hini war ruioù bras memes tra abalamour ahont ez eus lizhiri e Pariz n'eo ket heñvel e-giz amañ heñ

Lors : A nann

Reunan :A nann kalz… kalz muioc'h a dud hag e-barzh… e-barzh an tiez uhel evel-se… c'hoazh e -kreiz e-kreiz Pariz an tiez ne oa ket... diaes ne oa ket re uhel etre pemp ha c'hwec'h estaj koa ne oa ket muioc'h ya ya aze e oa ar Pariz kozh muioc'h koa

Lors : Pariz kozh ya setu e oa ur… ur vuhez disheñvel-mik

Reunan : Ya

Lors : met ur vuhez… bev koa

Reunan : met ar pezh … a gaven diaes er penn kentañ an dud a veze... ne gaozeent ket… pa 'peus c'hoant gouzout un dra bennak e vez... e vezez kaset da ga(...)… da gousket an dud a oa fallakr heñ hag … o ya ya ar post… ar paour-kaezh hini a gase lizhiri n'en doa kalz a dalvoudegezh koa heñ ya paour-kaezh den koa

Lors : A « bon »

Reunan : Ya ya setu diwar… diwar ar maez c'hoazh 'peus… o la la oo an dud a oa fallakr heñ hag a-benn ar fin memes tra ni a ouie en em zifenn memes tra opala

Lors : Ha peseurt mod… peseurt e veze graet neuze

Reunan : A beñ respont dezho ivez koa pa veze lavar(et)… kaozeet fall dit… te a rae heñvel evito kas anezho da gousket ivez

Lors : Hag bet oc'h bet o labourat « euh » e-kostez «  Montparnasse » pe « euh »...

Reunan : «  Euh » nann nann nann e-kostez al « Louvres »

Lors : Al « Louvres »

Reunan : « Louvres » ya ha «  Rue de Rivoli » ha betek « Place de la concorde » heña ya ha brav e oa « Palais-Royal , Opéra » tout ar c'harter-se

Lors : A ya

Reunan : A ya

Lors : Setu e oa tud pinvidik ha tout...

Reunan : Ya tud o ya tiez o ya marc'hadourezh traoù… traoù brav heñ

Lors : A ya hm hm hm hag neuze e-barzh… e-barzh pelec'h « euh » ho peus kavet lojamant… lojeris...

Reunan : « Euh » ar miz kentañ n'em eus ket kavet lojamant añfin an ti-post a roe ul lojamant deomp heñ evit kaout… evit klask un all koa ha da… ya ya e-pad ur miz koa… ar miz kentañ setu e-pad an amzer-se eo bet ranket klask

Lors : A

Reunan : Hon-unan koa

Lors : Ya ya

Reunan : Hag em eus kavet... am eus bet chañs... 'm eus kavet unan… unan eus ar vro amañ en doa un ti e... e Pariz… ya setu 'm eus gellet e-pad ur penn(ad)… ur pennad chom aze ha da c'houde am eus ranket cheñch peogwir an dud-se a deue… o chom amañ e Plouarzel e-kichen heñ hag ur baronez ouzhpenn hag a deue da baseal ar goañv amañ en-dro koa ha setu am eus kavet unan all… am eus bet ur chañs e-kichen ar… e-kichen ar post e Pariz aze… aet on da c'houlenn diganti… e-barzh un « hôtel » edo heñ « euh » ma oa ur gambr dieub koa ha pa 'n doa klevet ac'hanon o kaozeal « Oh toi, t'es un p'tit zeff »… diouzhtu en deus anavezet va… va... va f\pouez-mouezh koa

Lors : Ya

Reunan : Ha setu… setu en deus lavaret din « euh » deuit da welet ac'hanon ar sizhun a zeu marteze e vo un dra bennak hag am boa… am boa bet va gambr

Lors : E brezhoneg en deus « euh »...

Reunan : A nann nann nann nann… nann nann e galleg heñ

Lors : E galleg a ya

Reunan : Ya

Lors : A ya… setu...

Reunan : Memes tra… hag em eus bet chañs koa

Lors : Ya

Reunan : Ha… ha da c'houde omp dimezet hag omp aet da chom e-kichen ar « République » heñ « euh » e-barzh un « hôtel » all koa brasoc'h koa… aze edomp brav memes tra ivez

Lors : A ya

Reunan : Hmm hmm

Lors : Ha ker e oa e-keñver...

Reunan : Ya ker… ker ya

Lors : E-keñver ar pae koa

Reunan : E-keñver... beñ kazimant ur guchenn vat az ae da baeañ al lojamant heñ… an dra-se a zo ar pae… ar pae ne oa ket... ne oa ket uhel d'ar poent-se heñ

Lors : Nann

Reunan : Nann ne oa ket

Lors : Beñ al lojamant a gouste...

Reunan : O tost an hanter

Lors : An hanter...

Reunan : Eus ar pae heñ

Lors : O la

Reunan : Ya ya ya

Lors : A ya… hag ar vuhez a oa ker

Reunan : Beñ ni eüruzamant a c'helle debriñ e-barzh ar… ar c'hantin ar post koa… an ti-post koa setu edo… ez ae mat koa m'am bije ranket ranket mont d'ar restorant n'am bije ket gallet heñ

Lors : A nann

Reunan : A nann hag er gêr memes tra da c'houde… añfin ni a rae hon boued diouzh an noz ivez memes tra koa

Lors : Ya

Reunan : Ya ya

Lors : A ya... ya ya ha gallet ho peus prenañ un apartamant goude...

Reunan : A nann e Pariz « o non… o non non non » peogwir me a zo chomet ahont daou vloaz hanter ha da c'houde on en em gavet e Kemper

Lors : A… e-giz fakteur ivez

Reunan : Ya

Cette vidéo a reçu le soutien de la Région Bretagne.

 

 

Komzoù Brezhoneg

Komzoù brezhoneg est une série de vidéos tournées par Lors Jouin pour recueillir, auprès de bretonnants natifs, un échantillon des parlers et des accents qui font la diversité de la langue bretonne.

Partenaire

Skol Vreizh