Reunan Ar Moign - Plougonvelen
Reunan a gont deomp penaos e oa bet e vuhez pa oa aet da Bariz d'ober ar vicher paotr al lizheroù. Resevet e oa bet e kenstrivadeg ar Post, asambles gant un nebeud kamaladed eus ar vro. Anv a zo eus ar cheñchamantoù en doa bevet, eus ar c'hengred etre ar Vretoned du-hont hag eus e labour ivez.
Kavit a-zindan stumm komzet ha stumm skrivet an atersadenn :
Testenn e brezhoneg komzet notennet gant Lors Jouin :
Lors : « Euh » c'hwi 'peus passeet ar c'honkour
Reunan : Ya
Lors : 'Ba pelec'h 'peus passeet ar c'honkour 'vid mont da Baris
Reunan : A... e Kemper
Lors : E Kemper
Reunan : Ya
Lors : Ha sete 'peus « euh » 'peus bet ar c'honkour
Reunan : Ya
Lors : Sete 'oc'h ...'oc'h aet ...'oc'h aet da Baris
Reunan : Ya
Lors : Da labourat ...da labourat diustu koa
Reunan : Dustu ya
Lors : Hag pet'a ... peseurt chañchamanchoù...
Reunan : Ola oyoyoy
Lors : 'Peus ka'et ene
Reunan : Oyoyoy e kreiz Paris edo pugur 'kichen al « Louvres « ha tout an dra-he ha 'oa brao heñ med 'penn-kenta' 'welen ke' sklaer pe 'n on ga'et a-houn heñ ...chañchamant buhez koa hag an dud e Paris ne houezont ket bale ...galoupat a reont beñ ar re all hanter « fou » hanter sod an dud eno e e e e setu 'pad er miz ne m'eus ket gwelet sklaer ha da c'houde « bon euh » 'n em gavet gant kamaladed all « bon « kaozeet da c'houde 'z ae gwelloc'h koa etrezomp puzugur meur ' hini 'n om gave 'sambles a-hon' heñ ha an ti-post a-houn' e ioa en'... un toull' daou vil edomp heñ daou vil den heñ a ya un ti-post bras e kêr e kreiz Paris
Lors : Ha ene 'oa Bretoned è
Reunan : Kouezhet oun ga' daou hag a gaozee brezhouneg ié ...unan doc'h 'kichen « euh » Douarnenez brezhouneg disheñvel memetra heñ me' egile Sant-Tegoneg... apala ahe edomp barrek a... paotr Sant-Tegoneg brezhouneg memes brezhouneg koa
Lors : Beñ ya
Reunan : Ya vad 'ra justamant kaout tud ar vro memes tra 'vid ar « moral »
Lors : Beñ ya
Reunan : Ola
Lors : Sete 'oa ret doc'h skriva' d'ho ...skriva' d'ho tud...
Reunan : Ya
Lors : Kas ...kas lizhiri dê koa
Reunan : Ya ya d'ar poent-sé ya kar ar pellgomz d'ar poent-sé nann 'ioa ket heñ
Lors : Ha peseurt mod neun... é be' ret doc'h diski' anoioù ruioù Paris ha tout « euh »
Reunan : A ya oblijet heñ... ha beñ 'n 'ra-h' 'zo diês heñ un toullad 'ioa beñ ya deskiñ koa beñ peurviañ 'c'hoarvehe 'n 'ra-he memes tra heñ ya ya
Lors Ya ya med da....da zigenta' 'oc'h be' laket 'barzh...'barzh ur...ur c'harter deus Paris pe'tramant 'oa ret...
Reunan : « Euh »cheñch karte ... »euh » 'penn-kenta 'vehe ...'vez cheñchet karter justamant evit deski' ar ruioù hag 'benn er poent da c'houde 'peus... er c'harter 'vez roet unan dit koa e' penn- kenta' 'ioa ket sete 'ranker mont d'er c'harter d'egile beñ bep sisun vé chañchet 'vel-se koa
Lors : A ya
Reunan : Ya deski' evit deski' gwelloc'h koa 'vit derc'heñ chouj dac'h anoioù an dud ar ruioù koa 'blamour ahe ar ruioù...ar ruioù 'wechoù 'vé troc'het med 'rez ket ar ru penn-da-benn re hir eo koa setu troc'het hag... meur a hini 'war ruioù bras memes tra 'blamo' a-houn 'z eus lizhiri e Paris n'é ket he'vel 'giz amañ heñ
Lors : A nann
Reunan : A nann kalz ...kalz muioc'h a dud ha 'barzh...'barzh an tiez uhel evelse... c'hoazh 'kreiz' kreiz Paris an tiez n'oa ket... diaes n'oa ke re uhel 'tre pemp ha c'hwec'h estaj koa 'ioa ket muioc'h ya ya ahe 'ioa ar Paris kozh muioc'h koa
Lors : Paris kozh ya sete 'oa ur...ur vuhez disheñvel mik
Reunan : Ya
Lors : Med ur vuhez... bev koa
Reunan : Med er pezh m'eus ...'gaven dies 'penn-kentañ an dud a vehe ...gaozeent ket ...pa 'pe' c'hoant gouzout en dra bennak 'vez ...'vezez kaset da ga'...da gousket an dud 'ioa fallakr heñ hag o ya ya ar post... ar pokez hini a gase lizhiri 'noa ket kalz a dalvoudegezh koa heñ ya pokez den koa
Lors : A « bon »
Reunan : Ya ya setu divar ...divar ar meaz c'hoazh peus o la la ou an dud 'ioa fallakr heñ hag a-benn ar fin memestra ni a c'houie en em zifenn memes tra opala
Lors : Ha peseurt mod ...peseurt mod 'vije graet neuhe
Reunan : A beñ respount' deho ié koa pa 'vehe lavar'... kaozeet fall dit... te 'rae heñvel evito kas 'neho da gousket ié
Lors : Hag bet oc'h bet 'labourat « euh » 'koste' « Montparnasse « pe « euh »...
Reunan : « Euh » nann nann nann 'kostez al « Louvres «
Lors : Al « Louvres »
Reunan : « Louvres » ya ha « Rue de Rivoli » ha betek « Place de la concorde » 'heñ a ya ha brao e oa « Palais Royal , Opéra « tout ar c'harter-sé
Lors : A ya
Reunan : A ya
Lors : Sete 'oa tud pinvidik ha tout...
Reunan : Ya tud o ya tiez o ya marc'hadourezh traoù...traoù brao heñ
Lors : A ya hm hm hm hag neun 'ba...'ba pelec'h « euh » 'peus kavet lojamant... lojeris...
Reunan : « Euh » miz kenta' m'eus ket kavet lojamant 'fin an ti-post a roe el lojamant dem heñ evit kaout...'vit klask en all koa ha da ...ya ya 'pad er miz koa… miz kenta' setu 'pad 'n amzer-ze é bet ranket klask
Lors : A
Reunan : Hon-unan koa
Lors : Ya ya
Reunan : Hag em eus kavet... 'm eus bet chañs … 'm eus kavet un'...unan doc'h ar vro en 'noa en ti e...e Paris ...ya setu m'eus gellet 'pad er penn'...'r pennad choum ahe ha da c'houde 'm eus ranket chañch pugur an dud-se a deue...e choum amañ e Plouarzel e-kichen heñ hag ur baronez ouzhpenn hag a deue da base' ar goañv amañ en dro koa ha setu m'eus kavet en all ... 'm eus bet eur chañs e-kichen ar...e-kichen ar post e Paris ahe … aet da c'houlenn' digati ...'barzh en « hôtel » edo heñ« euh » ma ioa er gambr dieub koa hag pa no' klevet ac'hanon 'kaozeal « oh toi, t'es un p'tit zeff » …dioustu 'neus anavezet va...va...va pouez-mouezh koa
Lors : Ya
Reunan : Ha set... setu n'eus lavar' din « euh » deuit da welet ac'hanon sizhun a zeu matrehe 'vo un dra bennak hag a 'ma ...'ma bet va gambr
Lors : E brezhoneg n'eus « euh »
Reunan : A nann nann nann nann … nann nann e galleg heñ
Lors : E galleg a ya
Reunan : Ya
Lors : A ya ...sete
Reunan : Memes tra... hag em eus bet chañs koa
Lors : Ya
Reunan : Ha...ha da c'houde 'omp dimezet hag om' aet da jom 'kichen ar « République « heñ « euh » 'barzh en « hôtel » all koa brasoc'h koa... ahe edom' brao memes tra ié
Lors : A ya
Reunan : Hmm hmm
Lors : Ha ker 'oa e-keñver...
Reunan : Ya ker ...ker ya
Lors : E-keñver ar pae koa
Reunan :'Keñver...beñ kajimant ur guchenn vad 'ae da baea' al lojamant heñ ...an dra-h' 'zo 'r pae ar pae n'oa ket...n'oa ket uhel d'ar poent-sé heñ
Lors : Nann
Reunan : Nann 'ioa ket
Lors : Beñ al lojamant 'gouste...
Reunan : O tost an hanter...
Lors : An hanter...
Reunan : Doc'h ar pae heñ
Lors : O la
Reunan : O ya ya ya
Lors : A ya ...hag ar vuhez 'oa ker
Reunan : Beñ ni eurüsamant 'c'helle dribi' 'barzh ar...ar c'hantin ar post koa ...an ti-post koa setu edo ...ez ae mat koa m' miche rank't mont d'ar « restaurant « 'miche ket gellet heñ
Lors : A nann
Reunan : A nann ha' er gêr memes tra da c'houde ..'fin ni rae hom boued doc'h an noz ié memes tra koa
Lors : Ya
Reunan : Ya ya
Lors : A ya ...ya ya ha gallet 'peus prena' un apartamant goude...
Reunan : A nann e Paris « o non ...o non non non « pugur me zo choumet a-houn' daou vloaz hanter ha da c'houde 'on 'n em gavet e Kemper
Lors : A... 'giz faktor eu
Reunan : Ya
Testenn e brezhoneg skrivet adlennet gant Francis Favereau :
Lors : « Euh » c'hwi ho peus paseet ar c'honkour
Reunan : Ya
Lors : E-barzh pelec'h ho peus paseet ar c'honkour evit mont da Bariz
Reunan : A... e Kemper
Lors : E Kemper
Reunan : Ya
Lors : Ha setu ho peus « euh » ho peus bet ar c'honkour
Reunan : Ya
Lors : Setu oc'h... oc'h aet… oc'h aet da Bariz
Reunan : Ya
Lors : Da labourat… da labourat diouzhtu koa
Reunan : Diouzhtu ya
Lors : Hag petra… peseurt cheñchamantoù...
Reunan : Ola oyoyoy
Lors Ho peus kavet eno
Reunan : Oyoyoy e-kreiz Pariz edo peogwir e-kichen al « Louvres » ha tout an dra-se hag e oa brav heñ met er penn kentañ ne welen ket sklaer pa on em gavet ahont heñ… cheñchamant buhez koa hag an dud e Pariz n'ouzont ket bale… galoupat a reont beñ ar re all hanter « fou » hanter sot an dud eno e e e e setu e-pad ur miz ne 'm eus ket gwelet sklaer ha da c'houde « bon euh » en em gavet gant kamaladed all « bon » kaozeet da c'houde ez ae gwelloc'h koa etrezomp peogwir meur a hini en em gave asambles ahont heñ hag an ti-post ahont a oa eno un toull(ad ) daou vil edomp heñ daou vil den heñ a ya un ti-post bras e kêr e-kreiz Pariz
Lors : Hag eno e oa Bretoned ivez
Reunan : Kouezhet on gant daou hag a gaozee brezhoneg ivez… unan eus kichen « euh » Douarnenez brezhoneg disheñvel memes tra heñ met egile Sant-Tegoneg... apala aze edomp barrek a... paotr Sant-Tegoneg brezhoneg memes brezhoneg koa
Lors : Beñ ya
Reunan : Ya vad a ra justamant kaout tud ar vro memes tra evit ar « moral »
Lors : Beñ ya
Reunan : Ola
Lors : Setu e oa ret deoc'h skrivañ d'ho… skrivañ d'ho tud...
Reunan : Ya
Lors : Kas... kas lizhiri dezho koa
Reunan : Ya ya d'ar poent-se ya kar ar pellgomz d'ar poent-se ne oa ket heñ
Lors : Ha peseurt mod neuze… eo bet ret deoc'h deskiñ anvioù ruioù Pariz ha tout « euh »
Reunan : A ya oblijet heñ… ha beñ an dra-se a zo diaes heñ un toullad a oa beñ ya deskiñ koa beñ peurvuiañ a c'hoarveze an dra-se memes tra heñ ya ya
Lors : Ya ya met da... da zigentañ oc'h bet lakaet e-barzh… e-barzh ur… ur c'harter eus Pariz peotramant e oa ret...
Reunan : « Euh » cheñch kart(er)... « euh » er penn kentañ e veze... e vez cheñchet karter justamant evit deskiñ ar ruioù hag a-benn ur poent da c'houde az peus… ur c'harter a vez roet unan dit koa er penn kentañ ne oa ket setu e ranker mont d'ur c'harter d'egile bep sizhun e vez cheñchet evel-se koa
Lors : A ya
Reunan : Ya deskiñ evit deskiñ gwelloc'h koa evit derc'hel soñj eus anvioù an dud ar ruioù koa abalamour aze ar ruioù… ar ruioù a-wechoù a vez troc'het met ne rez ket ar ru penn da benn re hir eo koa setu troc'het hag... meur a hini war ruioù bras memes tra abalamour ahont ez eus lizhiri e Pariz n'eo ket heñvel e-giz amañ heñ
Lors : A nann
Reunan :A nann kalz… kalz muioc'h a dud hag e-barzh… e-barzh an tiez uhel evel-se… c'hoazh e -kreiz e-kreiz Pariz an tiez ne oa ket... diaes ne oa ket re uhel etre pemp ha c'hwec'h estaj koa ne oa ket muioc'h ya ya aze e oa ar Pariz kozh muioc'h koa
Lors : Pariz kozh ya setu e oa ur… ur vuhez disheñvel-mik
Reunan : Ya
Lors : met ur vuhez… bev koa
Reunan : met ar pezh … a gaven diaes er penn kentañ an dud a veze... ne gaozeent ket… pa 'peus c'hoant gouzout un dra bennak e vez... e vezez kaset da ga(...)… da gousket an dud a oa fallakr heñ hag … o ya ya ar post… ar paour-kaezh hini a gase lizhiri n'en doa kalz a dalvoudegezh koa heñ ya paour-kaezh den koa
Lors : A « bon »
Reunan : Ya ya setu diwar… diwar ar maez c'hoazh 'peus… o la la oo an dud a oa fallakr heñ hag a-benn ar fin memes tra ni a ouie en em zifenn memes tra opala
Lors : Ha peseurt mod… peseurt e veze graet neuze
Reunan : A beñ respont dezho ivez koa pa veze lavar(et)… kaozeet fall dit… te a rae heñvel evito kas anezho da gousket ivez
Lors : Hag bet oc'h bet o labourat « euh » e-kostez « Montparnasse » pe « euh »...
Reunan : « Euh » nann nann nann e-kostez al « Louvres »
Lors : Al « Louvres »
Reunan : « Louvres » ya ha « Rue de Rivoli » ha betek « Place de la concorde » heña ya ha brav e oa « Palais-Royal , Opéra » tout ar c'harter-se
Lors : A ya
Reunan : A ya
Lors : Setu e oa tud pinvidik ha tout...
Reunan : Ya tud o ya tiez o ya marc'hadourezh traoù… traoù brav heñ
Lors : A ya hm hm hm hag neuze e-barzh… e-barzh pelec'h « euh » ho peus kavet lojamant… lojeris...
Reunan : « Euh » ar miz kentañ n'em eus ket kavet lojamant añfin an ti-post a roe ul lojamant deomp heñ evit kaout… evit klask un all koa ha da… ya ya e-pad ur miz koa… ar miz kentañ setu e-pad an amzer-se eo bet ranket klask
Lors : A
Reunan : Hon-unan koa
Lors : Ya ya
Reunan : Hag em eus kavet... am eus bet chañs... 'm eus kavet unan… unan eus ar vro amañ en doa un ti e... e Pariz… ya setu 'm eus gellet e-pad ur penn(ad)… ur pennad chom aze ha da c'houde am eus ranket cheñch peogwir an dud-se a deue… o chom amañ e Plouarzel e-kichen heñ hag ur baronez ouzhpenn hag a deue da baseal ar goañv amañ en-dro koa ha setu am eus kavet unan all… am eus bet ur chañs e-kichen ar… e-kichen ar post e Pariz aze… aet on da c'houlenn diganti… e-barzh un « hôtel » edo heñ « euh » ma oa ur gambr dieub koa ha pa 'n doa klevet ac'hanon o kaozeal « Oh toi, t'es un p'tit zeff »… diouzhtu en deus anavezet va… va... va f\pouez-mouezh koa
Lors : Ya
Reunan : Ha setu… setu en deus lavaret din « euh » deuit da welet ac'hanon ar sizhun a zeu marteze e vo un dra bennak hag am boa… am boa bet va gambr
Lors : E brezhoneg en deus « euh »...
Reunan : A nann nann nann nann… nann nann e galleg heñ
Lors : E galleg a ya
Reunan : Ya
Lors : A ya… setu...
Reunan : Memes tra… hag em eus bet chañs koa
Lors : Ya
Reunan : Ha… ha da c'houde omp dimezet hag omp aet da chom e-kichen ar « République » heñ « euh » e-barzh un « hôtel » all koa brasoc'h koa… aze edomp brav memes tra ivez
Lors : A ya
Reunan : Hmm hmm
Lors : Ha ker e oa e-keñver...
Reunan : Ya ker… ker ya
Lors : E-keñver ar pae koa
Reunan : E-keñver... beñ kazimant ur guchenn vat az ae da baeañ al lojamant heñ… an dra-se a zo ar pae… ar pae ne oa ket... ne oa ket uhel d'ar poent-se heñ
Lors : Nann
Reunan : Nann ne oa ket
Lors : Beñ al lojamant a gouste...
Reunan : O tost an hanter
Lors : An hanter...
Reunan : Eus ar pae heñ
Lors : O la
Reunan : Ya ya ya
Lors : A ya… hag ar vuhez a oa ker
Reunan : Beñ ni eüruzamant a c'helle debriñ e-barzh ar… ar c'hantin ar post koa… an ti-post koa setu edo… ez ae mat koa m'am bije ranket ranket mont d'ar restorant n'am bije ket gallet heñ
Lors : A nann
Reunan : A nann hag er gêr memes tra da c'houde… añfin ni a rae hon boued diouzh an noz ivez memes tra koa
Lors : Ya
Reunan : Ya ya
Lors : A ya... ya ya ha gallet ho peus prenañ un apartamant goude...
Reunan : A nann e Pariz « o non… o non non non » peogwir me a zo chomet ahont daou vloaz hanter ha da c'houde on en em gavet e Kemper
Lors : A… e-giz fakteur ivez
Reunan : Ya
Sikouret eo bet ar video-mañ gant Rannvro Breizh.