Robert Henry - Ploneour-Menez
Robert Henri, deus Ploneour-Menez, a zo perc'henn war kant devezh-arad koadoù, hag e tispleg deomp penaos e ra war o zro : plantañ, kempenn, gwerzhañ...
Kavit a-zindan stumm komzet ha stumm skrivet an atersadenn :
Testenn e brezhoneg komzet notennet gant Lors Jouin :
Lors : Ha mond a rez da bourmen un tamm 'maez … 'maez ar gêr amañ ?
Robert : O ya
Lors : Un tamm pelloc'h …
Robert : Mond a ran d'an estranjour ié da galoupad ahe
Lors : A ya
Robert : Da welet 'c'hoajoù
Lors : A ya
Robert : Um um
Lors : Ha peseurt … peseurt tu 'c'het ?
Robert : O ba'h en « nord » an « Irlande » hag « Pays de Galles » hag an « Ecosse »
Lors : A bet out bet du-se ?
Robert : Ya
Lors : A ya
Robert : En « Ecosse » omp bet warlene è … 'miz even hag neuhe d'« Allemagne » 'omp bet ié
Lors : Hag mond a rez da-eun a-c'hiz-se ?
Robert : Ket ket, gad, ga' paotred ar c'hoajoù
Lors : A, paotred ar c'hoajoù ?
Robert : Nign ' zo ur... ur … ur groupamant 'mod-se hag …
Lors : Ya ya
Robert : Hag e voiaj 'mod-se da welet peta ra 'r 'r all … an dra-he ' blij din gwelet peta … penaos a labour ar re all … broioù all è
Lors : Ya ya … ha peseurt difers 'peus gwelet just 'wac'h 'tre...
Robert : O bin, desket 'meump traoù hin, hag desket de'o 'meump iè
Lors : A ya
Robert : Ya … ya ya
Lors : Peta da skouer 'peus disket dê ?
Robert : Irlanded 'zo bet 'welet 'c'hanomp amañ da … c'hoant m'eus d'hond c'hoa' da welet an Irland ' an hin' 'zo prezidant dac'h ar c'hoajoù en « Irlande » eu … Robert Tottenham ma é beo 'tao n'ouzon ket … dao din telefoniñ da … an « expert forestier » da welet...
Lors : A ya
Robert : Ya … na eizh kant devezh-ar'd koat du-hont
Lors : Eizh kant devezh ar'd koat !
Robert : Ya plantet toud gantañ hin … 'raog eñ 'rae deñved hag e … ya, 'neus plantet toud e … e zouar e koachoù eu
Lors : Ha peseurt koat 'neus plantet ?
Robert : O, du-hont 'neus ket 'met pin hin … pin ha sapin … an dero hag ar fao hag an traoù 'rant seurt 'bet … 'rant ket 'met chom da vejetiñ 'taman' da sec'hiñ ahe ga'd an aer mor, an aer sal n'é ket mad de'o hin
Lors : A nann
Robert : Nann nann
Lors : Ha te 'lare din damaïck 'peus disket traoù dê … peseurt traoù 'peus disket dê ?
Robert : Bin penaos a reomp iè, penaos a blantomp hag … kar amañ nign 'neus disket minioc'h dê 'benn ar fin 'oa surtoud … bin o broioù n'int ket heñvel « tout à fait » dê è
Lors : Nann
Robert : Plantañ a reont un tamm mad stank … stankoc'h evidomp ene puzugur ene 'neus broioù aveleg a-leizh ma lakont ane'o sklaer « eh bien » un taol a'el a basa 'barzh hag a dorr 'tamet' a denn ane'o hin … setu … a reont … med … med da labourad o c'hoad 'meump gwelet gate iè, hag laret de'o penaos a reomp iè … med modernizet int è
Lors : Ha peta 'peus disket gate ?
Robert : Bin plantañ … plantañ stankoc'h matehe 'blam da gaoud neubeutoc'h a, a vrankoù ... a vrankoù bras 'barzh er gwez 'mod-se
Lors : A ya
Robert : Ya ya
Lors : Set' c'hwi 'peus koajoù pin eu ?
Robert : Ya ya ya, gwerz't 'm'eus da... da chinoayed en hañv paset
Lors : D'ar chinoayed ?
Robert : Ya
Lors : Re Kerahes ?
Robert : D'ac'h o c'herent matese me n'oun ket… ket ar re-he 'zo amañ 'vid ar c'hoajoù eu, 'vize 'prenañ
Lors : Ar chinoayed 'teu da veked amañ ?
Robert : O ya, o la la ya ya … o ya, deg vlâ 'zo matehe dijà
Lors : A ya
Robert : 'maint 'tond da brenañ koad amañ
Lors : Hag ur priz mad 'peus gwerz't nê ?
Robert : Bin ya, bin an dud 'zo 'kritikañ ne'o med mim' paotred ar c'hoajoù 'zo rekoured gate, ga' ar priz 'zo kresket dac'h a bevare int 'tao 'baoe 'maint deut da brenañ koad amañ
Lors : Mmm mm
Robert : Mm mm e 'raog 'oa ket 'met re 'vro amañ 'prenañ, hag e roen' demp 'pezh a garaent è puzugur e ouien 'n'em gle'et 'trese iè !
Lors : Ya … 'vel kustum koa !
Robert : Ya ya, ya ya … ' lec'h bremañ 'renkont … renkont lakaad ar priz 'benn kaoud koad è !
Lors : A ya ya ya … ha 'peus ket koad dero na koad vao na...
Robert : O yo yo yo, med 'meus ket … 'm'eus ket kemen-sé 'c'ha … ar bevare matehe dac'h a … 'm'eus … kant devezh-ar'd 'm'eus 'tre toud
Lors : Kant devezh-ar'd ?
Robert : Ya ya … matehe 'zo … ugent … ugent matehe pe per war 'n ugent 'tre koajoù … koajoù fo, hag un tamm bihan dac'h a doud ié
Lors : Ya
Robert : A ya setu n'é ket labour 'vank din, e 'benn galoupad partoud !
Lors : Nann
Robert : Ha plantañ, plantañ 'ran ié goud' ma 'vez troc'het a blantan adarre goude è
Lors : Ya
Robert : An dra-he 'zo un tamm labour è...
Lors : Sertanamant ya
Robert : Plantañ 'tre chosoù 'mod-se, n'é ket gwall komod hin
Lors : Nann
Robert : Ha 'vez ket plantet ga' … ga' 'r bal hin
Lors : Nann
Robert : 'Benn ober toulloù de'o
Lors : A nann med te 'zo e... e... e... ekipet mad amañ
Robert : Ya bin o ya, oustilhoù 'm'eus !
Lors : Ya … gwel't 'm'eus 'peus pinvioù … pinviachoù … med … set' red é dit tenn' ar chosoù 'raog ?
Robert : O ket … ket ...ket …bez' 'lod 'neus bet graet ahe med n'é ket mad hin 'blam ma teuez da dennañ ar chosoù a 'teu toud an douar, an douar maro, 'n douar melen dac'h a zindan ahe hag e vez mesket 'touesk an douar du da goude, hag 'neus ket 'met bac'h an douar du é e teuche mad ar plant iè, setu bremañ e leskomp ar chosoù 'mod-se
Lors : Ha set' 'vé plantet a goste koa
Robert : Ya ya ya, ya ya 'bac'h er renk 'mod-se, 'tre, 'tre ar chosoù ié
Lors : A ya set' 'tre... 'tre … ma 'zo diou rijenn chosoù 'vé graet 'tre ?
Robert : Ya ya ya … a ket 'barzh er renk e lakan-me
Lors : 'Barzh er renk ?
Robert : 'Barzh er renk, 'lec'h ma oa renk e-raog gwez amañ … hag ma c'hellan errout da lakaad e-kichenn ar chos 'mod-se puzugur 'ran grichoù bras 'mod-se hin ma c'hez da lakaad ar blantenn e-kichenn ahe 'teu un tamm mad gwelloc'h eu 'kichenn ar chos pugur ar chos a vrein' goude hag … hag 'ziges « humidité » ha yec'hed d'ar blantenn, hag 'teu un tamm mad gwelloc'h pa 'vé laket e skoach er chos 'mod-se
Lors : A ya
Robert : Ya
Lors : Hag plant' a rez pin adarre ?
Robert : Ya … a a-blasoù 'lakan kistin 'tama't
Lors : Kistin
Robert : Ya in douar mad ya med in douar paour 'dal' ket 'boan lakaad … lakaad
Lors : Kistin na dero
Robert : Kistin na dero na nintra
Lors : Nann
Robert : « Les feuillus » è ma kerez … peta 'vez graet dac'h an dra-he 'brezhoneg
Lors : N'oun ket ... ar gwé
Robert : Gwez ga' delioù
Lors : Ya gwé deliennet
Robert : Ya ya matehe
Lors : Ya matrehe n'ouzon ket med ur mare bennak't 'vo gouiet … 'tram 'vo .. 'vo graet
Robert : Dac'h an … dac'h an douar 'renkan lakaad hin ma é mad an douar da lakaad da lakaad dero pe vo pe gistin pe forzh peta … 'tama't « pleuplier » è 'bac'h an douar « humide » eu
Lors : Peta ?
Robert : « peuplier »
Lors : « peuplier » ya ya ya, ha 'blantez ket « sitka » ?
Robert : Yo « sitka » 'hin' 'lakan bac'h va douar
Lors : A ya
Robert : Med brem' 'ma' 'r c'hleñved warne è !
Lors : Peseurt kleñved ?
Robert : Ur c'hwilh ahe hag a zof 'zindan ar c'hroc'henn 'mod-se 'pad an hañv ahe, hag 'ra preñved goude hag a zebr toud ar c'hroc'henn dre zindan mod-se, hag ar vijenn a varv, a 'zo deut dac'h an « Alaska » per-ugent vlâ bennag 'zo 'gav din.
Lors : A bon
Robert : Mm deut dac'h a
Lors : Hag e zebant ar gwignin...
Robert : Ya ar c'hroc'henn dach a zindan 'mod-se
Lors : Ar c'hroc'henn
Robert : Ha setu ar rousin c'ha gate toud, setu ar vijenn a varv goude
Lors : A ya
Robert : Gwel' a rez e koajoù e welez gwez sec'h 'tousk ar 'r all
Lors : Ya ya gwel't 'm'eus … ha se 'n hin' é koa
Robert : Ya ya ya nemet bremañ 'zo ka't eun … eur c'hwilh all hag a zebr hag a zebr ar re-he
Lors : A bon
Robert : Setu 'reomp … reomp … 'savomp dac'h dac'h ar re all, dac'h « rhyzophagus » ahe c'hwilhed bihan du hag a zo an hanter bihanoc'h eget egile, med deb'iñ 'ra 'néañ memestra !
Lors : A, n'é ket fall !
Robert : Nann, eürusamant 'neuint ka't an dra-he, 'nes da se damaïch ar « sitka » 'oa razet dac'har vro hin !
Lors : Bin ya ya
Robert : O ya mond a rae buan hin
Lors : Ha pevare 'peus lar't 'oa...'oa … 'oa c'hoarve'et … 'oa digoue'et ar c'hwil kentañ ?
Robert : Per-ugent vlâ 'zo … 'oe 'ba 'ba 'n « Alaska » … 'oa ket deut pell ' tond amañ hin !
Lors : A ya
Robert : Kredapl 'wac'h é deut da heul' plañch pe da heul' gwez, kredapl 'wac'h
Lors : Ya
Robert : Kar n'é ket deut dre mor 'mod-se , ha ha ha ha !
Lors : N'é ket deut dre mor nann … zur !
Testenn e brezhoneg skrivet adlennet gant Francis Favereau :
Lors : Ha mond a rez da bourmen un tamm er-maez … er-maez ar gêr amañ ?
Robert : O ya
Lors : Un tamm pelloc'h …
Robert : Mond a ran d'an estranjour ivez, da galoupad aze !
Lors : A ya
Robert : Da welout ar c'hoadoù
Lors : A ya
Robert : Mmm mmm
Lors : Ha peseurt … peseurt tu ez it
Robert : O, e-barzh en « nord » an « Irlande » hag « Pays de Galles » hag an « Ecosse »
Lors : A, bez' out bet du-ze
Robert : Ya
Lors : A ya
Robert : En « Ecosse » ez omp bet warlene ivez … e miz even hag neuze d'« Allemagne » ez omp bet ivez
Lors : Hag … mond a rez da unan a-giz-se ?
Robert : Ket ...ket gant … gant paotred ar c'hoadoù
Lors : A, paotred ar c'hoadoù ?
Robert : Ni a zo ur … ur … ur groupamant a-mod-se hag …
Lors : Ya ya
Robert : Hag a veaj a-mod-se da welout petra a ra ar re all … an dra-ze a blij din gwelout penaos a labour ar re all … broioù all ivez
Lors : Ya ya, ha peseurt diferañs ho peus gwelet just awalc'h etre …
Robert : O bin desket hon eus traoù, hin, ha desket dezho hon eus ivez
Lors : A ya
Robert : Ya … ya ya
Lors : Petra da skouer ho peus desket dezho ?
Robert : Irlanded a zo bet o welout ac'hanomp amañ da ...c'hoant am eus da vond c'hoazh da welout an Irland … an hini a zo prezidant diouzh ar c'hoadoù en Irland e … Robert Tottenham mar d'eo beo atao n'ouzon ket … dav din telefoniñ da... un « expert forestier » da welout
Lors : A ya
Robert : Ya … en doa eizh kant devezh-arad koad du-hont
Lors : Eizh kant devezh-arad koat !
Robert : Ya … plantet toud gantañ « hein » … araok eñ a rae deñved hag e … ya en deus plantet toud e … e zouar e koadoù ivez
Lors : Ha peseurt koat en deus plantet ?
Robert : O du-hont n'en deus ket nemet pin « hein » … pin ha sapin … an derv hag ar fao hag an traoù na reont seurt ebet … na reont ket nemet chom da vejetiñ peotramant da sec'hañ aze, gant an aer mor an aer sal n'eo ket mad dezho, « hein »
Lors : A nann ?
Robert : Nann nann
Lors : Ha te a lare bremaik az peus desket traoù dezho … peseurt traoù az peus desket dezho ?
Robert : Bin, penaos a reomp ivez … penaos a blantomp hag … kar amañ ni hon eus desket muioc'h dezho, a-benn ar fin e oa surtoud … bin o broioù n'int ket heñvel « tout à fait » dezho ivez
Lors : Nann
Robert : Plantañ a reont un tamm mad stank... stankoc'h evidomp eno, peogwir eno en deus broioù aveleg e-leizh, ma lakeont anezho sklaer « eh bien » un taol avel a basa e-barzh, hag a dorr peotramant a denn anezho « hein » … setu … a reont ...mes … mes da labourad o c'hoad hon eus gwelet ganto ivez, ha laret dezho penaos a reomp ivez … mes modernizet int ivez !
Lors : Ha petra ho peus desket ganto ?
Robert : Bin plantañ … plantañ stankoc'h marteze abalamour da gaoud neubeutoc'h a … a …a vrankoù bras e-barzh er gwez a-mod-se
Lors : A ya
Robert : Ya ya
Lors : Setu c'hwi ho peus koadoù pin ivez ?
Robert : Ya ya ya, gwerzet am eus da … da chinoayed en hañv paset.
Lors : D'ar chinoayed ?
Robert : ya
Lors : Re Kerahes ?
Robert : Diouzh o c'herent marteze me n'ouzon ket … ket, ar re-se a zo amañ evid ar c'hoadoù ivez e veze o prenañ
Lors : Ar chinoayed a teu da veteg amañ ?
Robert : O ya, o la la ya ya … o ya, deg vloaz a zo marteze dijà !
Lors : A ya
Robert : Emaint o tond da brenañ koad amañ.
Lors : Hag ur priz mad ho peus gwerzet anezho ?
Robert : Bin ya, bin an dud a zo o kritikañ anezho, mes ni paotred ar c'hoadoù a zo rekouret ganto, gant ar priz a zo kresket diouzh a bevare int atao abaoe emaint deuet da brenañ koad amañ
Lors : Mmm mm
Robert : Mmm mm araok ne oa ket nemet re ar vro amañ o prenañ hag e roent deomp ar pezh a garaent ivez peogwir e ouient en em glevout etrese ivez
Lors : Ya … evel kustum koa
Robert : Ya ya … ya ya … e-lec'h bremañ e rankeont … e rankeont lakaad ar priz a-benn kaoud koad ivez
Lors : A ya ya ya … ha n'ho peus ket koad derv na koad fao na …
Robert : O eo eo eo mes n'am eus ket … n'am eus ket kement-se moarvat … ar bevare marteze diouzh a … m'eus … kant devezh-arad am 'eus etre toud.
Lors : Kant devezh-arad ?
Robert : Ya ya ... marteze a zo … ugent … ugent marteze pe pevar war an ugent etre koadoù ...koadoù fao, hag un tamm bihan diouzh a doud ivez
Lors : Ya
Robert : A ya setu n'eo ket labour a vank din, a-benn galoupad partoud !
Lors : Nann
Robert : Ha plantañ … plantañ a ran ivez, goude ma vez troc'het a blantan adarre ivez.
Lors : Ya
Robert : An dra-se a zo un tamm labour ivez.
Lors : Sertanamant ya
Robert : Plantañ etre souchoù a-mod-se n'eo ket gwall komod « hein »
Lors : Nann
Robert : Ha ne vez ket plantet gant … gant ar bal « hein »
Lors : Nann
Robert : A-benn ober toulloù dezho
Lors : A nann mes te a zo e... e... e... ekipet mad amañ
Robert : Ya bin o ya, oustilhoù am eus !
Lors : Ya gwelet am eus ho peus binvioù … binviachoù … mes … setu ret eo dit tennañ ar souchoù [chosoù] araok ?
Robert : O ket … ket … ket … bezañ … lod en deus bet graet aze mes n'eo ket mad « hein » abalamour ma teuez da dennañ ar souchoù [chosoù] a deu toud an douar … an douar marv, an douar melen diouzh a zindan aze, hag e vez mesket e-touesk an douar du da c'houde, ha n'en deus ket nemet e-barzh an douar du eo e teufe mad ar plant ivez, setu bremañ e laoskomp ar souchoù [chosoù] a-mod-se
Lors : Ha setu e vez plantet a-gostez koa
Robert : Ya ya ya, ya ya e-barzh ar renk a-mod-se etre ...etre ar souchoù [chosoù] ivez
Lors : A ya setu etre … etre … ma z'eus diou regenn souchoù [chosoù] a vez graet etre
Robert : Ya ya ya … a ket, e-barzh ar renk a lakan-me
Lors : E-barzh ar renk ?
Robert : E-barzh ar renk, e-lec'h ma oa renk araok, gwez amañ … hag ma c'hellan erruiñ da lakaad e-kichenn ar chos a-mod-se peogwir a reont gwrizioù bras a-mod-se « hein », ma c'hez da lakaad ar blantenn e-kichenn aze a teu un tamm mad gwelloc'h ivez e-kichenn ar souch [chos] peogwir ar souch a vreina goude hag … hag a zegas « humidité » ha yec'hed d'ar blantenn, hag a teu un tamm mad gwelloc'h pa vez lakaet e-skoaz ar souch a-mod-se
Lors : A ya
Robert : Ya
Lors : Hag plantañ a rez pin adarre ?
Robert : Ya … a …. a blasoù e lakan kistin, peotramant...
Lors : Kistin ?
Robert : Ya, en douar mad ya, mes en douar paour ne dalv ket ar boan lakaad ...lakaad...
Lors : Kistin na derv
Robert : Kistin na derv na netra
Lors : Nann
Robert : « Les feuillus » ivez ma karez … petra a vez graet diouzh an dra-ze e brezhoneg ?
Lors : N'ouzon ket … ar gwez …
Robert : Gwez gant delioù
Lors : Ya gwez deliennet
Robert : Ya ya marteze
Lors : Ya marteze, n'ouzon ket, mes ur mare bennaket e vo gouezet peotramant e vo … e vo graet
Robert : Diouzh an … diouzh an douar e rankan lakaad « hein » ma'z eo mad an douar da lakaad … da lakaad derv pe faou pe gistin pe forzh petra … peotramant « peuplier » e-barzhan douar « humide « ivez
Lors : Petra
Robert : « peuplier »
Lors : « peuplier » ya ya ya, ha ne blantez ket « sitka » ?
Robert : Eo, « sitka » eo an hini a lakan e-barzh va douar.
Lors : A ya
Robert : Mes bremañ ema ar c'hleñved warnezho ivez
Lors : Peseurt kleñved ?
Robert : Ur c'hwil, aze, hag a zov a-zindan ar c'hroc'henn a-mod-se e-pad an hañv aze, hag a ra preñved goude hag a zebr toud ar c'hroc'henn dre zindan a-mod-se, hag ar wezenn a varv … a zo deuet diouzh an « Alaska » pevar-ugent vloaz bennak a zo … a gav din
Lors : A bon
Robert : Mmm deuet diouzh a...
Lors : Hag a zebront ar gwinnien …
Robert : Ya ar c'hroc'henn diouzh a-zindan a-mod-se
Lors : Ar c'hroc'henn ?
Robert : Ha setu ar rousin ez a ganto toud, setu ar wezenn a varv goude
Lors : A ya
Robert : Gwelout a rez, e koadoù a welez gwez sec'h e-touesk ar re all
Lors : Ya ya …. gwelet am 'eus … ha se an hini eo koa
Robert : Ya ya ya nemet bremañ a zo kavet unan … ur c'hwil all hag a zebr ar re-ze !
Lors : A bon
Robert : Setu a reomp … a reomp … a savomp diouzh, diouzh ar re all, diouzh « Ryzophagus » aze, c'hwiled bihan du hag a zo an hanter bihanoc'h eget egile, mes debriñ a ra anezhañ memestra !
Lors : A, n'eo ket fall !
Robert : Nann eürusamant o deus kavet an dra-ze … nes da ze bremaïk ar « sitka » e oa razet diouzh ar vro « hein » !
Lors : Bin ya ya
Robert : O ya mont a rae buan « hein » !
Lors : Ha pevare az peus laret e oa … e oa … e oa c'hoarvezet … e oa degouezhet ar c'hwil kentañ ?
Robert : Pevar-ugent vloaz a zo … e oa e-barzh e-barzh an « Alaska » … ne oa ket deuet pell o tont amañ « hein »
Lors : A ya
Robert : Kredapl awalc'h eo deuet da heul pleñch, pe da heul gwez kredapl awalc'h...
Lors : Ya
Robert : Kar n'eo ket deuet dre mor a-mod-se, ha ha ha ha ha !
Lors : N'eo ket deuet dre mor nann … sur !