Roger Guillou - Trébrivan

ROGER GUILLOU

Roger Guillou, deus Trabrian, a skriv kanaouennoù, ha troet eo war ar Blues.

Testenn e brezhoneg komzet notennet gant Lors Jouin :

Lors : Bon salud doc'h, Roger, hirio, hudu, hidu fennozh omp digoue'et 'ba Trabrian ?

Roger : Ya. Digoue'et 'ba, 'ba'r bourk.

Lors : Ya, ha da zigentañ toud m'eus c'hoant goul' ganoc'h peta 'zo kaoz 'peus bleo hirr ?

Roger : Peta 'zo kaoz m'eus bleo hirr ? Me meus lesket ma bleo hirr « afin de » an hin' 'ra ma bleo din « d'habitude » 'ba Kergonn

Lors : 'Ba pelec'h ?

Roger : 'Ba Kergonn, 'ba Tavrien.

Lors : 'Ba Tavrien ?

Roger : Ya ha 'na lar't din, bon pé 'maoc'h 'krog da skrivañ tammoù kanaouennoù ma gawit bleo berr 'ba tousk ar re ell 'vi ket 'velte giz-se m'eus lesket ma bleo giz-se 'ven ket 'ven ket ane'et 'ba mesk ar re ell

Lors : A neun an hin 'na lar't se dit 'oa é ar perrukenner

Roger : Ya

Lors : A, ha peta n'eus chañchet ?

Roger : An traoù a basea mad

Lors : Ya med 'baoe 'baoe é deut hirr ho pleo

Roger : Yao an traoù basea mad an dud neus ka'et drol un tamm bihan kar 'lar 'oan di… 'lar oan ket 'r re...'velte kin

Lors : Ya set' ar pezh 'na lar't ar pezh 'na lar't ar perrukenner 'oa gwir

Roger : Ya

Lors : bremañ oc'h muioc'h remerket

Roger : Ya

Lors : Ga' 'r re all

Roger : Ya

Lors : Ha remerket oc'h 'blam d'ho pleo petramant 'blam d'ar pezh 'peus skrivet ?

Roger : O deus ê o daou

Lors : Deus ê o daou ?

Roger : Deus ê o daou

Lors : Pugur, med c'hwi lar sé domp, 'blam a ganit ho kanaouennoù ?

Roger : ' Ganan ket nê !

Lors : Set' peseurt mod 'oar an dud oc'h ur skriver kanaouenn, skrivagner...

Roger : Goud a reant pe m'eus bet reit tammoù kanaouennoù da serten …

Lors : Serten re

Roger : Ya

Lors : Ha tud a gan …

Roger : Tud a gan nê e galleg petramant 'draduisant nê en « anglais »

Lors : Hag e brezhoneg nann ?

Roger : Re brezhoneg eo ober 'ran un tamm bihan eu med ouian ket skrivañ brezhoneg

Lors : A ha peus ket bet c'hoant james diskiñ skrivañ brezhoneg ?

Roger : Géo sé ni'e bet graet plijadur din med bon m'eus ket bet ka'et den ebet da da reiñ …

Lors : Da ziskiñ doc'h

Roger : Nann

Lors :Bon ha med ma skrivit e brezhoneg neun c'hwi ' skriv 'vel larit koa ?

Roger : me ' skriv 'vel lar … 'vel ' gompren koa

Lors : 'Vel ' gompren … 'r pezh ' zo « normal »

Roger : Ya

Lors : Hag … bon bin dija bremañ bremañ ' ouian 'blam beta 'peus bleoioù hirr hag ar pezh 'peus ahe 'zo hirr ar perrukenner 'neus lar't è ?

Roger : Nann n'é ket n'é ket sé 'zo 'baoe an oad a nao vlâ

Lors : Nao vlâ

Roger :Ya 'benn neun 'ma ket baro c'hoazh d'ar mare-se med bon gwel ' raen nê 'ba..war war an diskoù digaset 'ga' ur genider din deus Paris

Lors : A a

Roger : Daou vlâ kozhoc'h 'vid ma breur

Lors : A ya ha 'ba plelec'h 'mañ bremañ ? 'Ba Paris c'hoazh ?

Roger : Eñ ' zo maro é bremañ med bon 'giz-se 'mañ

Lors : aet é d'an anaon

Roger : Ha eñ ga'e eñ 'oa plij' a rae dañ abominab ar « rock and roll »

Lors : A ya

Roger : Ya hag 'na bet diskoù deus Elvis Presley deus an Amerik ha toud an traoù 'giz-se me jelaoue nê pé tae eñ e vakañsoù du-mañ koa … ha ma moereb e vamm neun 'viske 'c'haon e rocker bihan … me

Lors : A te

Roger : Ya

Lors : A ya hag bremañ 'peus dec'het un tamm ar mod da …

Roger : Ha dec'het m'eus ar machin ha sé 'blija din abominab koa

Lors : Ha daoust hag-eñ an dra-he a blija eu d'ar merc'hed ?

Roger : Ya plij a ra mad d'ar merc'hed è

Lors : Set' c'hwi 'zo gwelet mad ga' 'r merc'hed neuhe ?

Roger : O ya

Lors : Prizet gate

Roger : Ya ya

Lors : Hag peseurt peseurt rock a blije dac'h da zigentañ ?

Roger : Ar rock Elvis Presley

Lors : an hin' kentañ

Roger : Ha neuhe Johnny Haliday n'eus bet graet un tamm è...

Lors : nintra 'met an daou-mañ ?

Roger : « Comment ?... »

Lors : An daou-sé …

Roger : an daou zen-sé a blija din a blija mad din koa

Lors : Ha reou all nann ?

Roger : Med géo ar muzik a sona brawañ é ar blues

Lors : Ar blues, a ya hag peseurt, peseurt hin' 'blija dac'h ar muiañ peseurt blues ?

Roger : O blues

Lors : Blues piou ?

Roger : BB King, Gary Moore...

Lors : Hag c'hwi 'jilaou nê alies ?

Roger : Alies ha neun ar re du ur bern deus Missouri neun Mississipi koa Nouvelle-Orléans

Lors : A ya deus an « delta » 'giz vé lar't

Roger : Ya

Lors : Set ' c'hwi ' zo kustumet boazet da brenañ diskoù c'hoazh ?

Roger : O prenañ a ran diskoù c'hoazh ya

Lors : Ya

Roger : Ya

Lors : Ha moaien ' zo da gaout diskoù 'vel ' faot dac'h dre amañ 'giz-mañ ?

Roger : O ka'et vé ha neun 'ba brokantoù vé ka'et ur bern

Lors : Ya

Roger : Ya

Lors : Kar mod all 'ba Kerahes n'eus ket kalz

Roger : A n'eus ket diskerien ken koa bon toud an tier bras « Leclerc » ha toud ar re-se neus tapet toud an traoù koa

Lors : Tapet toud ha n'int ket 'vid ober toud

Roger : N'int ket 'vid ober toud 'reont ket toud mad evel 'zo dleet koa

Lors : Nann, re 'zo barzh

Roger : Re re draoù, re a draoù

Lors : Ha 'vel vé lar't gan' an hin' all na re na re neubeud

Roger : Ha goude n'eus ket konkurañs 'bet ken na mann ebet int neus toud ar...

Lors : Ar c'hoñverz

Roger : Ar c'hoñverz koa

Lors : Set' 'blam neuint toud reont 'pezh neuint c'hoant

Roger : Ha reont 'vel neuint c'hoant deus an dud … ha laka nê da baeo ar priz neuint c'hoant.


Testenn e brezhoneg skrivet adlennet gant Francis Favereau :

Lors : Bon salud deoc'h Roger, hiziv, hiziv, hiziv, fennozh ez omp degouezhet e-barzh Trabrian ?

Roger : Ya degouezhet e-barzh, e-barzh ar bourk

Lors : Ya ha da zigentañ toud am eus c'hoant goulenn ganeoc'h petra a zo kaoz ho peus blev hirr ?

Roger : Petra a zo kaoz am eus blev hirr ? Me am eus laosket ma blev hirr « afin de » … an hini a ra ma blev din « d'habitude » e-barzh Kergonn

Lors : E-barzh pelec'h ?

Roger : E-barzh Kergonn, e-barzh Tavrien.

Lors : E-barzh Tavrien ?

Roger : Ya, ha en doa laret din bon pa emaoc'h o krogañ da skrivañ tammoù kanaouennoù, mar 'n em gavit blev berr e-barzh e-touesk ar re all, na vi ket evelte, e-giz-se am eus laosket ma blev e-giz-se ne vezen ket, ne vezen ket anavezet e-barzh mesk ar re all

Lors : Ha neuze an hini en deus laret se dit e oa eo ar perrukenner

Roger : Ya

Lors : Ha petra en deus chañchet ?

Roger : An traoù a basea mad

Lors : Ya mes abao, abaoe eo deuet hirr ho plev

Roger : Eo, an traoù a basea mad, an dud o deus kavet drol un tamm bihan kar … o laret e oan di... o laret ne oan ket ar re … evelto ken

Lors : Ya, setu ar pezh en doa, ar pezh en doa laret ar perrukenner e oa gwir

Roger : Ya

Lors : Bremañ oc'h muioc'h remerket

Roger : Ya

Lors : Gant ar re all

Roger : Ya

Lors : Ha remerket oc'h abalamour d'ho plev peotramant abalamour d'ar pezh ho peus skrivet ?

Roger : O diouto o daou

Lors : Diouto o daou

Roger : diouto o daou

Lors : Peogwir... med c'hwi a lar se deomp abalamour a ganit ho kanaouennoù ?

Roger : Ne ganan ket anezho

Lors : Setu peseurt mod a oar an dud oc'h ur skriver kanaouenn skrivagner ?

Roger : Goud a reont pa m'eus roet tammoù kanaouennoù da serten

Lors : Serten re

Roger : Ya

Lors : Ha tud a gan

Roger : Tud a gan anezho e galleg peotramant draduiseont anezho en « anglais «

Lors : Hag e brezhoneg nann ?

Roger : Re brezhoneg eo ober a ran un tamm bihan ivez mes ne ouian ket skrivañ e brezhoneg

Lors : A ha n'ho peus ket bet c'hoant james da zeskiñ skrivañ brezhoneg ?

Roger : Eo se a nije graet plijadur din mes bon na m'eus ket bet kavet den ebet da roiñ da roiñ

Lors : Da zeskiñ deoc'h

Roger : Nann

Lors : Bon... ha mes ma skrivit e brezhoneg neuze c'hwi a skriv evel larit koa

Roger : Me a skriv evel … evel a gompren koa

Lors : Evel a gompren … ar pezh a zo « normal «

Roger : Ya

Lors : Hag... bon bin dija bremañ bremañ e ouian abalamour da betra ho peus bleoioù hirr … hag ar pezh a zo aze a zo hirr …ar perrukenner en deus laret ivez ?

Roger : Nann n'eo ket n'eo ket se a zo abaoe an oad a nav vloaz

Lors : Nav vloaz ?

Roger : Ya a-benn neuze n'am boa ket barv c'hoazh d'ar mare-se mes bon gwelout a raen anezho e-barzh … war...war an diskoù degaset gant ur genderv din diouz Paris

Lors : A a

Roger : Daou kozhoc'h evid ma breur

Lors : A ya ha e-barzh pelec'h emañ bremañ ? E-barzh Paris c'hoazh ?

Roger : Eñ a zo marv eo bremañ mes bon e-giz-se emañ

Lors : Aet eo d'an anaon

Roger : Ha eñ a gave eñ a oa plijout a rae dezhañ abominab ar « rock and roll «

Lors : A ya

Roger : Ya hag en doa bet diskoù diouz Elvis Presley diouz an Amerik ha toud an traoù a-giz-se me a selaoue anezho pa deu-eñ e vakañsoù du-mañ koa … ha ma moereb e vamm neuze a wiske ac'hanon e rocker bihan …. me

Lors : A te

Roger : Ya

Lors : A ya hag bremañ ho peus dalc'het un tamm ar mod da …

Roger : Ha dalc'het am eus ar machin ha se a blija din abominab koa

Lors : Ha daoust hag-eñ an dra-se a blij ivez d'ar merc'hed ?

Roger : O ya

Lors : Prizet ganto

Roger : Ya ya

Lors : Ha peseurt rock a blije deoc'h da zigentañ ?

Roger : Ar rock Elvis Presley

Lors : An hini kentañ ?

Roger : Ha neuze Johnny Haliday en deus bet graet un tamm ivez

Lors : Nitra nemet an daou-mañ ?

Roger : « Comment «

Lors : An daou-se

Roger : An daou zen-se a blij din a blij mad din koa

Lors : Ha reou all nann ?

Roger : Mes eo ar muzik a son ar brawañ eo ar blues

Lors : Ar blues a ya ha peseurt peseurt hini a blij deoc'h ar muiañ ? Peseurt blues ?

Roger : O, Blues

Lors : Blues piv ?

Roger : BB King, Gary Moore

Lors : ha c'hwi a selaou anezho alies ?

Roger : Alies ha neuze ar re du ur bern diouz Missouri neuze Mississipi koa, Nouvelle-Orléans

Lors : A ya, diouz an « delta », e-giz e vez laret

Roger : Ya

Lors : Setu c'hwi a zo kustumet, boazet da brenañ diskoù c'hoazh ?

Roger : O prenañ a ran diskoù c'hoazh, ya

Lors : Ya

Roger : Ya

Lors : Ha moaien a zo da gaout diskoù evel a faot deoc'h dre amañ a-giz-mañ ?

Roger : O kavet e vez ha neuze e-barzh brokantoù e vez kavet ur bern !

Lors : Ya

Roger : Ya

Lors : Kar mod all e-barzh Kerahes n'en deus ket kalz...

Roger : Ha n'en deus ket diskerien ken koa bon toud an tier bras « Leclerc » ha tous ar re-se en deus tapet toud an traoù koa

Lors : Tapet toud ha n'int ket evid ober toud

Roger : N'int ket evid ober toud ne reont ket toud mad evel a zo dleet koa

Lors : Nann re a zo e-barzh

Roger : Re re a draoù re a draoù

Lors : Hag evel e vez laret gant an hini all na re na re neubeud

Roger : Ha goude n'en deus ket konkurañs ebet ken na mann ebet … int o deus toud ar …

Lors : Ar c'hoñwerz

Roger : Ar c'hoñwerz koa

Lors : Setu abalamour o deus toud a reont ar pezh o deus c'hoant

Roger : Ha reont evel o deus c'hoant diouz an dud … ha lak anezho da baeañ ar priz o deus c'hoant.

Komzoù Brezhoneg

Komzoù brezhoneg est une série de vidéos tournées par Lors Jouin pour recueillir, auprès de bretonnants natifs, un échantillon des parlers et des accents qui font la diversité de la langue bretonne.

Partenaire

Skol Vreizh