Suzanne Goarnisson - Scrignac
Suzanne Goarnisson, deus Skrigneg, a gomz deomp diwar-benn he selloù war al labour-douar a-vremañ.
Kavit a-zindan stumm komzet ha stumm skrivet an atersadenn :
Testenn e brezhoneg komzet notennet gant Lors Jouin :
Lors : Ha petra 'joñjet deus an trubuilhioù 'zo bremañ ga' 'n « agriculture » ha... bet 'zo bet manifestasionoù nevez 'zo ahe …
Suzanne : Ya bep sort ya ha zo bet prometet traoù d'al labourerien douar
Suzanne : Ya ya … ya ya med 'vez ket roet kalz tra de'o
Lors : Nann just 'wac'h
Suzanne : Ahe 'n hin' 'mañ koa hin
Lors : Set' petra 'soñj dit …
Suzanne : Eu 'vel 'oa un amezeg ' lar't din … 'neus lar't 'ba ur reunion … o ya an dra-he 'zo ur pennadig 'zo … red eo din lar't an dra-he dit en galleg : « Plus les étagères sont hautes, moins elles servent » setu anat dit gouzout eo ret be'añ d'an traoñ 'benn labourat koa hin hag ar re 'vé uhel an traoù gante 'roint seurt ebet d'ar re all … gwelloc'h 'vez gante dalc'hen dê o-eun … kar bez zo mizer 'ba 'n « agriculture » med n'oun ket hag-eñ 'no ket muioc'h c'hoazh …kar ni meump bet labouret pa oamp yaouank hin … bet meump bet gwelet gwechall kar me 'm'eus troc'het eost, me m'eus troc'het eost ga' 'r falz hag ga' 'r falc'h a-raok ar vrezel ha 'pad ar vrezel è … a bin bremañ emaint 'barzh traktourien … me 'oar koa hin… hag veint paz ebet (rapide) ober un tamm labour ...med muioc'h a vec'h zo warne bremañ evid e oa war c'hanimp goude labouremp kalz 'raok …
Lors : Ha petra 'zo kaoz ?
Suzanne : Bin … ar re yaouank bremañ ne gomañsont ket ga' nebeud … ret dê kaout kalz è koa … an dra-he 'zo… an dra-he 'zo 'n dra bennaked è koa … 'lec'h ni gwechall a gomañse bihan hag a greske …
Lors : Ya set' bremañ ' vé … veint
Suzanne : 'N om anfoñs' raint diouzhtu
Lors : 'Ba 'r preioù
Suzanne : Ya ya
Lors : Pé ' vez dleet kalz …
Suzanne : Pa ' vé re a c'hle (zle)… e bin an anaouedegezh 'c'h a da heul
Lors : Ya pa 'vé re a c'hle
Suzanne : Pa 'vé re a c'hle a bin ne'c'h a ket mad ar jeu
Lors : Ne'c'h a ket mad ar jeu ha 'vé ya ya … ' vé trubuilhet an den
Suzanne : Ya kar ni meump bet komañset … bon da zigentañ bon ' oa oto 'bet bon 'benn ar fin 'moamp bet eun è … hag a zo kresket ha kresket ar mod-se … komañset ga' un trakteur, echuet meump ga' tri ...med bon ne gomañser ket ga'd ur ...da zigentañ tout … bremañ eo ret kaout re vras
Lors : Diouzhtu
Suzanne : Diouzhtu... ya re vras diouzhtu
Lors : Ya met moiaen zo met ret 'vé paeo nê eu
Suzanne : Ahe 'n hin' 'mañ ya
Lors : Ha ma 'rez ket … ma labourez nintra 'met 'vid ...eu rent' ar gle
Suzanne : Ya ne dalv ket è koa hin
Lors : Bin 'dalv ket ar boan ha peseurt mod 'teuio ur wreg yaouank
Suzanne : Bin ya ahe 'n hin' 'mañ koa … ya ya ya kalz a blasoù bremañ ar wreg 'labour 'lec'h all hag a zo un dra... mad è koa …. o lesk hennezh da son' … goud' 'vo kemeret eñ
Lors : Lesk hennezh da son' ya
Suzanne : O ya ya … met se martese anmerdo 'c'hanout
Lors : Reï ket
Suzanne : O echuiñ 'reï
Lors : Ya
Suzanne : E e pa 'do c'hoant
Lors : Ya ya
Suzanne : Bin kompren a ran … ar gwragez yaouank bremañ e bin ' c'houlaint ket kalz dond ken 'ba … da labourad an douar è koa
Lors : Bin just 'wac'h damaïk 'oas 'kontañ din deus daou …
Suzanne : Daou yaouank ahe ya
Lors : Daou yaouank ahe... tost tregont vlâ pe tregont vlâ ' nefeint c'hoant sertanamant
Suzanne : Bin ya da gaout un' bennaket da zont gante koa hin
Lors : Setu soñj a raint è o-daou …
Suzanne : Bin n'on ket 'vid laret dit kar bremañ an tad hag ar vamm 'bar' an daou blas a sikour o mab met daoust hag-eñ 'gavo un' bennaket yaouank da zont da ramplas e vamm da sikour nañ … n'ouzon ket … kentoc'h 'gavo un' bennaket da 'hont da labourat da lec'h all ha da zont d'ar gêr neuhe da'n 'on okupiñ da …met n'eo ket aes derc'hmat…
Lors : Nann ha surtout bremañ n'eus ket kalz labour 'lec'h all eu
Suzanne : Nann …. un' all 'zo ahe 'giz-se hennezh neus daou vugel yaouank bremañ ...bin e wreg zo 'labourat 'lec'h all... mad 'c'h a ar jeu gantañ ...ya … puzugur e dad hag e vamm zo papred sikour 'nañ
Lors : Ya met pé 'vo ket ar vamm ken kap... gouest da sikour nañ
Suzanne : Ya
Lors : Peseurt mod ' reï
Suzanne : N'ouzon ket … n'ouzon ket
Lors : Ha c'hoazh ma 'vé ket re vras ar feurm
Suzanne : Bras-mad é' è Lors: Bras-mad é
Suzanne : Ya bras mad é' è ya
Lors : Moc'h zo pe saout
Suzanne : ket ... saout-laezh
Lors : Saout laezh
Suzanne : Saout-laezh ha neuze koleoù 'n'eus è hennezh
Lors : Koleoù n'eus è
Suzanne : Koleoù n'eus è
Lors : « Charolaise » eu
Suzanne : N'é ket … eñ n'eus kemeret un tamm … 'r pezh ma gav 'koa hin
Lors : A ya
Suzanne : Hennezh a bren « broutard , des broutards » koa hin
Lors : « broutards » ya
Suzanne : Hennezh a bren med seped (sauf) e goleoù a sav è ha 'mod all e onnerachoù a vez da remplasiñ koa hin
Lors : Ya pé nè e'homm
Suzanne : Pa nè e'homm... ya ya ya hag ar mod-all a bren koleoù neuhe an dra-he a zipand 'r pezh a gav 'wechoù vé « charolais » wechoù vez ' re all koa hin... pezh ma gav d'ober ...d'ober ...d'ober
Lors : D'ober e loioù koa
Suzanne : Ya d'ober loened-kig koa
Lors : Ya ya ya d'ober e lodennoù koa
Suzanne : Ya ya ya setu hennezh emaint gantañ dek dek dek daouzek 'ba 'r memes « box » koa hin
Lors : Ya ya ya 'ba' memes memes bandennad
Suzanne : Bandennad koa ya bandennajoù 'ra koa hin ya
Lors : Bandennajoù koleoù koa
Suzanne : ya bandennajoù koleoù
Lors : Set' 'c'h a da brenañ …
Suzanne : Hag egile all 'n hin' yaouank ahe 'giz-se … an hin'zo... n'eus … eñ 'neus moc'h ' è henzh ' ra ket 'met moc'h ken è ...hennezh 'neus bet saout-kig 'pad ur reuziad è ya eñ 'na bet … ur reujet … e dad hag e vamm 'na saout kig è koa med gwerzet neuint è koa' ra ket ken 'met 'met saout hag … ha bremañ neuhe
Lors : Ya
Suzanne : Ya … bremañ n'eus ket 'met … med henzh 'neus graet ur « Station d'épuration » koa
Testenn e brezhoneg skrivet adlennet gant Francis Favereau :
Lors : Ha petra a soñjit eus an trubuilhoù a zo bremañ gant an « agriculture » ha … bez a zo bet manifestadegoù nevez a zo aze
Suzanne : Ya a bep sort ya
Lors : Hag a zo bet prometet traoù d'al labourerien douar
Suzanne : Ya ya … ya ya mes ne vez ket roet kalz tra dezho
Lors : Nann just awalc'h
Suzanne : Aze an hini emañ koa hin
Lors : Setu petra a soñj dit
Suzanne : Eu evel e oa un amezeg o larout din … en deus laret e-barzh ur « réunion », o ya an dra-se a zo ur pennadig a zo … red eo din larout an dra-se dit e galleg « plus les étagères sont hautes, moins elles servent » setu anad dit gouzoud eo red bezañ d'an traoñ a-benn labourad koa hin hag ar re e vez uhel an traoù ganto ne roint seurt ebet d'ar re all ….. gwelloc'h 'vez ganto derc'hel dezho o-unan … kar bez ez eus mizer e-barzh an « agriculture » mes n'ouzon ket hag-eñ ne vo ket muioc'h c'hoazh … kar ni hon eus bet labouret pa oamp yaouank hin … bez hon eus bet graet bep seurt kar me am eus troc'het geot … me am eus troc'het geot gant ar falz ha gant ar falc'h araog ar brezel hag e-pad ar brezel ivez … a bin bremañ emaint e-barzh traktourien … me a oar koa hin … hag e vezont pas ebet (prim, founnus) oc'h ober un tamm labour … mes muioc'h a bec'h a zo warnezho bremañ evid e oa c'hanimp, goude labouremp kalz araok …
Lors : Ha petra a zo kaoz
Suzanne : Bin … ar re yaouank bremañ ne gomañseont ket gant neubeud … red dezho kavout kalz ivez koa … an dra-se a zo … andra-se a zo un dra bennag ivez koa … e-lec'h ni gwechall a gomañse bihan hag a greske
Lors : Ya setu bremañ e vez … e vezont
Suzanne : En em anfoñs a reont dioustu
Lors : E-barzh ar prestoù
Suzanne : Ya ya
Lors : Pa vez dleet kalz
Suzanne : Pa vez re a dle … bin an anaouedegezh a ya da heul
Lors : Ya pa vez re a dle
Suzanne : Pa vez re a dle a bin ne ya ket mad ar jeu
Lors : Ne ya ket mad ar jeu hag e vez … e vez trubulhet an den
Suzanne : Ya kar ni hon eus bet komañset … bon da zigentañ bon ne oa oto ebet bon a-benn ar fin e oa bet unan ivez ...hag a zo kresket ha kresket a-mod-se … komañset gant un trakteur echuet hon eus gant tri … mes bon ne gomañser ket gant ur … ? da zigentañ toud … bremañ eo red kavout re vras
Lors : Dioustu
Suzanne : Dioustu ya re vras dioustu
Lors : Ya mes moaien a zo mes red e vez paeañ anezho ivez
Suzanne : Aze an hini emañ ya
Lors : Ha ma ne rez ket … ma laboures netra nemet evid … eu rentañ an dleet
Suzanne : Ya, ne dalvez ket ivez, koa hin
Lors : Bin ne dalv ket ar boan ha peseurt mod a deuio ur wreg yaouank
Suzanne : Bin ya … aze an hini emañ koa ...ya ya ya … kalz a vlasoù bremañ ar wreg a labour e-lec'h all hag a zo un dra mad ivez koa … o laosk hennezh da seniñ … goude e vo kemeret eñ
Lors : Laosk hennezh da seniñ ya
Suzanne : O ya ya … mes se marteze a anmerdo ac'hanout
Lors : Ne raio ket
Suzanne : O echuiñ a ray
Lors : Ya
Suzanne : E e pa 'do c'hoant
Lors : Ya ya
Suzanne : Bin kompren a ran … ar gwrage(z) yaouank bremañ e bin ne c'houlont ket kalz dont ken e-barzh … da labourat an douar ivez koa
Lors : Bin just awalc'h bremaïk e oas o kontañ din eus daou
Suzanne : Daou yaouank aze ya
Lors : Daou yaouank aze … tost da dregont vloaz pe tregont vloaz o defe c'hoant sertanamant
Suzanne : Ya bin ya da gavout unan bennaket da zont ganto koa hin
Lors : Setu soñjal a reont ivez o daou
Suzanne : Bin n'on ket evit laret dit kar bremañ an tad hag ar vamm e-barzh an daou blas a sikour o mab mes daoust hag-eñ en em gavo unan bennaket yaouank da zont da ramplas e vamm da sikour anezhañ … n'ouzon ket… kentoc'h a gavo unan bennaket da vont da labourat da lec'h all ha da zont d'ar gêr neuze d'en em okupiñ da … mes n'eo ket aes dalc'hmad
Lors : Nann ha surtoud n'en deus ket kalz labour lec'h all ivez
Suzanne : Nann … unan all a zo aze e-giz-se hennezh en deus daou vugel yaouank bremañ … bin e wreg o labourat lec'h all … mad e ya ar jeu gantañ… ya… peogwir e dad hag e vamm a zo bepred o sikour anezhañ
Lors : Ya mes pa ne vo ket ar vamm kap da… gouest da sikour anezhañ
Suzanne : Ya
Lors : Peseurt mod a raio
Suzanne : N'ouzon ket … n'ouzon ket
Lors : Ha c'hoazh ma ne vez ket re vras ar feurm
Suzanne : Bras-mad eo ivez
Lors : Bras-mad eo
Suzanne : Ya bras-mad eo ivez ya
Lors : Moc'h zo pe saout
Suzanne : Ket … saout-laezh
Lors : Saout-laezh
Suzanne : Saout laezh ha heuze koleoù en deus ivez hennezh
Lors : Koleoù en deus ivez
Suzanne : koleoù en deus ivez
Lors : « Charolaise » eu
Suzanne : N'eo ket … eñ en deus kemeret un tamm … ar pezh ma gav koa hin
Lors : A ya
Suzanne : Hennezh a bren « broutards , des broutards » koa hin
Lors : « Broutards » ya
Suzanne : Hennezh a bren met 'septet e goleoù a sav ivez hag ar mod-all e onnerachoù (ounerezed / annoared) a vez da ramplasiñ koa hin
Lors : Ya pa'n dez (devez) ezhomm
Suzanne : Pa'n dez ezhomm … ya ya ya hag ar mod-all a bren koleoù an dra-se a zipant ar pezh a gav a-wechoù e vez « charolais » a-wechoù e vije re all koa hin … pezh ma gav neuhe d'ober … d'ober … d'ober
Lors : D'ober e "lo"ioù koa
Suzanne : Ya d'ober loened kig koa
Lors : Ya ya ya d'ober e lodennoù koa
Suzanne : Ya ya ya, setu hennezh emaint gantañ dek … dek … dek ...daouzek e-barzh ar memes box koa hin
Lors : Ya ya ya e-barzh memes memes bandennad
Suzanne : Bandennad koa ya bandennadoù a ra koa hin ya
Lors : Bandennadoù koleoù koa
Suzanne : Ya bandennadoù koleoù
Lors : Setu e ya da brenañ …
Suzanne : Hag egile all … an hini yaouank ahe e-giz-se … an hini a zo… en deus ...eñ en deus moc'h ivez hennezh ne ra ket nemet moc'h ken ivez … hennezh en deus bet saout-kig e-pad ur reuziad ivez ya eñ en doa bet … ur reuziad…. e dad hag e vamm en doa saout kig ivez koa mes gwerzet o deus anezhe ivez koa … ne ra ket ken nemet, nemet saout hag… ha bremañ neuze …
Lors : Ya
Suzanne : Ya... bremañ n'en deus ket nemet … mes eñ en deus graet ur « station d'épuration » koa