Yann-Ber Piriou - Plouilio / Ploumilliau

Yann-Ber Piriou - Plouilio / Ploumilliau

Yann-Ber Piriou a zo bet kelenner er Skol Veur war ar brezhoneg. Kont a ra deomp penaos eo bet kollet tamm ha tamm ar skridoù kozhañ e brezhoneg, dre ma ne oa den ebet ken kad da lenn ar yezh er familhoù ma veze dalc’het seurt skridoù enno.

Kavit a-zindan stumm komzet ha stumm skrivet an atersadenn :

Testenn e brezhoneg komzet notennet gant Lors Jouin :

Lors : Plij'  a rafe din ma gontefec'h din un tamm deus … deus ar studiadenn 'peus graet war al lennegezh kollet 'ouzes 'wac'h … bon en amzerioù kozh …

Yann-Ber : Ya

Lors : An dra-he  'zo bet … sertenamant 'zo bet interesant tre ha Léon Fleuriot 'oa … 'oa … 'neus bet sikouret  'c'haoc'h  'michañs …

Yann-Ber : Setu ya kalz … eñ 'noa kinniget din labourat war ze hag an diaezamant a zo … "euh" penaos … a zo bet kollet kalz a draoù deus ar skridoù kozh…

Lors : A ya

Yann-Ber : Anavezout a reomp skridoù ha n'int ket bet adkavet gwech ebet hag "euh" sede gouzout petra 'oa lennegezh ha kultur ar vrezhonegerien en unnekved... en daouzekved en trizekved kantved a zo diaes abl'amour da ze … ar pezh a ouzomp eo diwar ar pezh a zo chomet e-barzh an hengoun dre gomz hag an hengoun dre gan « tradition orale hein »

Lors : A ya ya ya

Yann-Ber : An hengoun dre gomz hag an hengoun dre gan …

Lors : 'Ba Breizh neun …

Yann-Ber : E brezhoneg koa …

 Lors : Ya

Yann-Ber : Da laret é disket a rumm  da rumm  digant tad kozh d'ar vugale vih'n hag all hag all gwerzioù sonioù kontadennoù ha me 'oar hag a zo unan deus ar .. deus ar … al lenne... ar c'hulturioù dre gomz ha dre gan ar pinvidikañ e … e Bro c'hall...e vFrañs koa heñ …

Lors : Hmmm

Yann-Ber : Hag sklaer é n'é ket ganet seurt pinvidigezh diwar netra … sede petra 'oa ha gouzout a reomp diwar skridoù kozh e galleg pe zoken e saozneg e oa brudet Bretoned Breizh vihan «  euh » evid beza' kanerien ha konterien ha sonerien zoken … sede anv oa deus «  Les lais bretons  «  gant « Marie de France » kentañ skrivagnerez c'halleg « euh «  hag a roe  meuleudi kalz d'ar Vretoned hag a save doareoù gwerzioù sañset... e oaint hanter gwerzioù hanter sonioù ha kontadennoù ive ha neuze zoken e... e... e Bro Saoz  e... e saozneg tud evel Geoffrey Chaucer an hini  'neus savet «  Canterbury Tales «  a roe meuleudi d'ar saverien laeou «  les compositeurs, les interprètes de lais « …

Lors : Ya ya

Yann-Ber : Ha brudet é … brudet é en amzer ze ...med pe ...penaos kompren ne vefe ket laket dre skrid ...beñ laket int bet dre skrid zur aw'ac'h med n'eus tra … n'eus netra hag a vé kollet buanoc'h eget skridoù … skivet en eur yezh vihan hag pa ...pa 'vé laket ar yezh vihan... ar yezh vihan-sé muioc'h mui' a goste …

Lors : Hmm hmm

Yann-Ber : Sede anavezout a reomp eur... penaos eun dornskrid kozh Buhez Santez Nonn setu an dornskrid kozh nemetan hon eus miret hag a zo deus ...ar skrid 'zo bet savet zur awa'c'h e fin ar pemzekved pe e penn kentañ ar c'hwezekved  …

Lors : A ya …

Yann-Ber : Hag ...hag a ra gant gwerzennoù diabarzh un doare gwerzaouiñ heñvel tre deus ar... a implij  tud Bro Gembre …

Lors : Hag ...tud Bro Iwerzhon  ne ra ket ze

Yann-Ber : A beñ doareoù 'zo heñvel i'é  deus... deus tud Bro Iwerzhon... sede diwar an doare gwerzaouiñ-ze … ar versifikasion-ze …

Lors : Ya ya

Yann-Ber : An doare gwerzaoui-ze a zo bet implijet diwezatoc'h c'hoazh e-barzh ...gant beleien evid kantikoù …

Lors : Ya...

Yann-Ber : Hag kalzig a draoù hon eus bet moulet leorioù a relijion koa kantikoù ha traoù evelse hag a ra gant an doare gwerzaouiñ-sé ha paouez a ra er seitekved  kantved

Lors : A ya...

Yann-Ber : Goude evel ma vefe bet dalc'het betek ar seitekved  kantved da zeskiñ pegwir ne 'oa ket un dra aes heñ

Lors : Nann...

Yann-Ber : Un dra diaes  lakaat klotennoù diabarzh evel-se hag …

Lors : Ya

Yann-Ber : Barzed  a-vicher ...tud... ze a c'houlenne or sistem kelenn zur awa'c'h hag a zo aet da get  koa … aze emañ ar gudennoù  ha diwar ...diwar ...penaos...ar pezh a ...neus goulennet Fleuriot am eus kavet ... klasket dastum' an holl testennioù-sé « Marie de France «  Geoffey Chaucer  ha skrivangnerien all i'é  e Bro Alamagn ...dorn...mojennoù Arzur mojennoù «  de la table ronde «  a zo deut da ve'añ un dra brudet e... en amzerioù kozh med alies é vé … é vé komzet deus … deus Bretoned deus Breizh vihan ha zoken deus Naoned …

Lors : A ya

Yann-Ber : «  Nantes en Bretaigne par devers Cornouaille ... euh Nantes «  Naoned a zo meneget  alies e-barzh kontadennoù « euh «  'fin romantoù  An daol grenn  «  Les romans de la table ronde "heiñ" …

Lors : Ya ya sete 'peus  ka'et memestra « euh » liammoù neun  'tre an amzerioù kozh-te ha neun traoù  tost 'wac'h deus...

Yann-Ber : Beñ ya ha zoken ar pezh am eus kavet hag a zo ar pouezusañ  éo pa'm eus kroget da studiañ da vad... ar … al lennegezh dre gan ha dre gomz e brezhoneg … da laret é ar gwerzioù koshañ

Lors : Ya

Yann-Ber : Ar sonioù koshañ hag ar c'hontadennoù... danvez ar c'hontadennoù

Lors : A ya

Yann-Ber : Unan hag a neus digoret ma daoulagad ha ma diouskouarn war zé kalz éo ivé Donatien Laurent … aet d'ar bed all... zi… Doué d'e bardono ...med a neus graet eul labour dispar hag e-barzh gwerzioù 'zo a vé kavet traoù a vé kavet ivé e-barzh romantoù galleg ar roué Arzur

Lors : Ya

Yann-Ber : E gwerzioù zo e kaver an hevelep  … an hevelep traoù …

Lors : Ya goud a … ya ya …

Yann-Ber : Ha zé 'zo … zé 'zo ur skouer splann

Lors : Ya ya  ...ya ya gwir é

Yann-Ber :  A diskouez n'omp ket ganet diwar netra

Lors : Nann

Yann-Ber : Heñ  ha … ar re a gane  a gonte hag a skrive brezhoneg er pemzekved  er pevarzekved en trizekved en daouzekved kantved «  euh «  ne oaint ké tud dizesk  ha Buhez Santez Nonn   an dorn-skrid  koshañ a zo latin e-barzh

Lors : A ya

Yann-Ber : Brezhoneg ha latin ...sklaer é e oar an dud ober gant an diou yezh hag al latin ' oa yezh veur ar c'hultur e-pad an amzer grenn  evel just

Lors : Ya... ya ya … ya ya

Yann-Ber : Med aze ' vefe kalz a draoù da lavarout goude ma … hag i'é kompren red é kompren un dra i'é « euh » ...ar skridoù adalek ar seitekved  kantved... neuze éo izelaet live deskadurezh ar Vretoned hag ar brezhoneg zo bet laket muioc'h mui a-gosté gant ar … uhelidi ar vro bez e oa kalz a dudjentil  e Breizh

Lors : Ya

Yann-Ber : Heñ med kalz deus an dudjentil-zé  a oa paour  … paour awa'c'h hag a rae gant ar brezhoneg

Lors : Ya bemdé

Yann-Ber : Med nemet warlerc'h ar seitekved  kantved éo deut an tech gant an noblañsoù-zé da dilezel ar brezhoneg

Lors : Med...med  neun ne oaint ket kin... kin  paour neun

Yann-Ber : A beñ da laret é e ...e felle dê tostaad deus ar re binvidikañ... zé 'zo deut dreist holl e amzer Loeiz pevarzek koa

Lors : A ya

Yann-Ber : Heñvel … deut … dond da ve'añ heñvel deus … deus an noblañsoù uhela' ha da laret é  ober gant ar yezh nemeti  heñ « euh » … da laret é ar galleg koa heñ

Lors : Ya ya

Yann-Ber : Ar... ar brezhoneg a zo deut da ve'añ … «  euh » soñj  'm eus deus eun istor 'm eus bet  lennet 'velse  …penaos ... evid difenn un tamm bihan o lorc'h hag …ar Vretoned a oa     techet da lavarout … ya komz a reomp brezhoneg med ar brezhoneg a zo ur yezh kozh «  euh...euh »  ha lavaraent zé  lakomp  e Versaillez pé Paris pa ...pa 'z aent «  euh  , oui nous parlons breton mais c'est une très ancienne langue, c'était la langue que parlait notre...notre seigneur sur la croix «  ar respont a zo … a zo bet dioustu neuze «  ah bah bien sûr , il fallait qu'il puisse parler avec les deux larrons qu'il y avait à côté d'lui «  … da laret é ar brezhoneg hag ar Vretoned a oa sellet evel tud dister koa heñ...

Lors : Ya ya

Yann-Ber : Ha zé 'oa pell ar'ok ...pell araok an dispac'h pell ar'ok ar revolusion vras koa heñ

Lors : Ya … 'blam' ...'blam' dija ne oaint ket komprenet mad ga' …

Yann-Ber : A beñ setu …

Lors : Ga' 'r re all nemet 'michañs  ga' 'r varc'hadourien petram' martoloded …

Yann-Ber :Setu setu  ya ya ha neuze an tech 'oa ivé «  euh »feiz pa vize… zoken 'ba 'r familhoù nobl ar re-zé a vire alies an dielloù kozh ha dornskridoù kozh...

Lors : Ya

Yann-Ber : Ha zoken skwerioù zo bed eus dornskridoù war paper parch «  parchemin »

Lors : Ya

Yann-Ber : Bet implijet gant an itronezed evid lakaad war ar pojoù konfitur

Lors : A bon

Yann-Ber : Ya … sede kavet 'zo bet zé « euh » gant skridoù zo ha skridoù zo war paper parch med skridoù brezhoneg zur awa'c'h ma doa ...m'o doa ezhomm da lakaat traoù war ar pojoù konfitur beñ ar skridoù brezhoneg a zo aet d'ober traoù e-giz-se koa pé laosket a-gostè ha n'eus netra hag a  ya kuit buan nemet levrioù ha dorn-skridoù pa n'eus den ebet o soursial ken koa

Lors : Nann nann … nann nann

 

Testenn e brezhoneg skrivet adlennet gant Francis Favereau :

Lors : Plijout a rafe din ma kontefec'h din un tamm eus… eus ar studiadenn az  peus graet war al lennegezh kollet a ouzez a-walc'h… bon en amzerioù kozh…

Yann-Ber : Ya

Lors : An dra-se a zo bet… sertenamant a zo bet interesant-tre ha Léon Fleuriot a oa… a oa… en deus bet sikouret ac'hanoc'h emichañs…

Yann-Ber : Setu ya kalz… eñ en doa kinniget din labourat war se hag an diaezamant a zo… « euh » penaos… a zo bet kollet kalz a draoù eus ar skridoù kozh…

Lors : A ya…

Yann-Ber : Anavezout a reomp skridoù ha n'int ket bet adkavet gwech ebet hag « euh » sede gouzout petra oa lennegezh ha kultur ar vrezhonegerien en unnekvet… daouzekvet… en trizekvet kantved a zo diaes abalamour da se… ar pezh a ouzomp eo diwar ar pezh a zo chomet e-barzh an hengoun dre gomz hag an hengoun dre gan « tradition orale hein »…

Lors : A ya ya ya

Yann-Ber : An hengoun dre gomz hag an hengoun dre gan...

Lors : E-barzh Breizh neuze…

Yann-Ber : E brezhoneg koa

Lors : Ya

Yann-Ber : Da lâret eo desket a rumm da rumm digant tad kozh d'ar vugale vihan hag all hag all gwerzioù, sonioù, kontadennoù ha me 'oar hag a zo unan eus ar… eus ar… al lenne... ar c'hulturioù dre gomz ha dre gan ar pinvidikañ e… e Bro C'hall… e vFrañs koa heñ…

Lors : Hmmmm

Yann-Ber : Hag « euh » sklaer eo n'eo ket ganet seurt pinvidigezh diwar netra… sede petra oa… ha   gouzout a reomp diwar skridoù kozh e galleg pe zoken e saozneg e oa brudet Bretoned Breizh Vihan « euh » evit bezañ kanerien ha konterien ha sonerien zoken… sede anv oa eus « Les Lais bretons » gant « Marie de France » kentañ skrivagnerez c'hallek « euh » hag a roe meuleudi kalz d'ar Vretoned hag a save doareoù gwerzioù sañset… e oant... hanter gwerzioù hanter sonioù ha kontadennoù ivez ha neuze zoken e… e… e Bro-Saoz e… e saozneg… tud evel Geoffrey Chaucer… an hini en deus savet « Canterbury Tales »  a ro meuleudi d'ar saverien "laeoù" « les compositeurs, les interprètes de lais... »

Lors : Ya ya

Yann-Ber : Ha brudet eo… brudet eo en amzer-se… met pe… penaos kompren ne vefe ket bet lakaet dre skrid… beñ lakaet int bet dre skrid sur a-walc'h met n'eus tra… n'eus netra hag a vez kollet buanoc'h eget skridoù… skrivet en ur yezh vihan hag « euh » pa… pa vez lakaet ar yezh vihan… ar yezh vihan-se muioc'h muiañ a-gostez …

Lors : Hmmm   hmmm

Yann-Ber : Sede anavezout a reomp ur… penaos un dornskrid kozh, Buhez Santez Nonn, setu an dornskrid kozh nemetañ hon eus miret hag a zo eus… ar skrid zo bet savet sur a-walc'h e fin ar pemzekved pe e penn kentañ ar c'hwezekved...

Lors : A ya …

Yann-Ber : Hag… hag a ra gant gwerzennoù diabarzh un doare gwerzaouiñ heñvel-tre ouzh… a implij tud Bro Gembre…

Lors : Hag… tud Bro Iwerzhon … ne ra ket se

Yann-Ber : A beñ doareoù zo heñvel ivez ouzh... ouzh tud Bro-Iwerzhon… sede  diwar an doare gwerzaouiñ-se… ar versifikasion-se…

Lors : Ya ya

Yann-Ber : An doare gwerzaouiñ-se a zo bet implijet diwezhatoc'h c'hoazh e-barzh... gant beleien evit kantikoù

Lors : Ya

Yann-Ber : Ha kalzig a draoù hon eus... bet moullet... levrioù a relijion koa kantikoù ha traoù evel-se hag a ra gant an doare gwerzaouiñ-se ha paouez a ra er seitekvet kantved

Lors : A ya ...

Yann-Ber : Goude... evel ma vefe bet dalc'het betek ar seitekvet kantved da zeskiñ peogwir ne oa ket un dra aes heñ

Lors : Nann

Yann-Ber : Un dra diaes lakaat klotennoù diabarzh evel-se hag...

Lors : Ya

Yann-Ber : Barzhed a vicher… tud... se a c'houlenne zoken ur sistem kelenn sur a-walc'h hag a zo aet da get koa… sede aze emañ ar c'hudennoù ha diwar, diwar… penaos ar pezh a… en deus goulennet Fleuriot am eus kavet… klasket dastum an holl testenioù-se... « Marie de France » Geoffrey Chaucer ha skrivagnerien all ivez e Bro Alamagn… dorn... mojennoù Arzhur mojennoù « de la table ronde » a zo deuet da vezañ un dra brudet e… en amzerioù kozh met alies e vez… e vez komzet eus… eus Bretoned Breizh Vihan ha zoken eus Naoned…

Lors : A ya

Yann-Ber : «  Nantes en Bretagne par devers Cornouaille… euh… Nantes » Naoned a zo meneget alies e-barzh kontadennoù « euh » añfin romantoù  An daol grenn « Les romans de la table ronde » heñ …

Lors : Ya ya setu ho peus kavet memes tra « euh » liammoù neuze etre an amzerioù kozh-se ha neuze traoù tost a-walc'h ouzh...

Yann-Ber : Beñ ya ha zoken ar pezh am eus kavet hag a zo ar pouezusañ eo pa 'm eus kroget da studiañ da vat… ar… al lennegezh dre gan ha dre gomz e brezhoneg… da lâret eo ar gwerzioù koshañ

Lors : Ya

Yann-Ber : Ar sonioù koshañ hag ar c'hontadennoù… danvez ar c'hontadennoù

Lors : A ya

Yann-Ber : Unan hag en deus digoret ma daoulagad ha ma divskouarn war se kalz eo ivez Donatien Laurent… aet d'ar bed all… si… Doue d'e bardono… met en deus graet ul labour dispar hag e-barzh gwerzioù zo e vez kavet traoù a vez kavet ivez e-barzh romantoù gallek Ar Roue Arzhur

Lors : Ya

Yann-Ber : E gwerzioù zo e kaver an hevelep… an hevelep traoù…

Lors : Ya gouzout a… ya ya

Yann-Ber : Ha se a zo… ur skouer splann

Lors : Ya ya… ya ya gwir eo

Yann-Ber : A ziskouez n'omp ket ganet diwar netra

Lors : Nann

Yann-Ber : Heñ ha… ar re a gane  a gonte hag a skrive e brezhoneg er pemzekvet er pevarzekvet en trizekvet en daouzekvet kantved « euh » ne oant ket tud dizesk ha Buhez Santez Nonn, an dornskrid koshañ a zo latin e-barzh

Lors : A ya

Yann-Ber : Brezhoneg ha latin… sklaer eo e oar an dud ober gant an div yezh hag al latin a oa yezh veur ar c'hultur e-pad an amzer grenn evel just

Lors : Ya … ya ya … ya ya

Yann-Ber : Met aze e vefe kalz a draoù da lavarout goude ma… hag ivez kompren… ret eo kompren un dra ivez « euh »… ar skridoù adalek ar seitekvet kantved neuze... eo izelaet live deskadurezh ar Vretoned hag ar brezhoneg a zo bet lakaet muioc'h-mui a-gostez gant ar… uhelidi ar vro… bez e oa kalz a dudjentil e Breizh

Lors : Ya

Yann-Ber : Heñ met kalz eus an dudjentil-se a oa paour… paour a-walc'h hag a rae gant ar brezhoneg

Lors : Ya bemdez

Yann-Ber : Met nemet war-lerc'h ar seitekvet kantved eo deuet an tech gant an noblañsoù-se da zilezel ar brezhoneg

Lors : Met… met neuze ne oant ket ken… ken paour neuze

Yann-Ber : A beñ da lâret eo e... e felle dezho tostaat ouzh ar re binvidikañ… se a zo deuet dreist- holl e amzer Loeiz Pevarzek koa

Lors : A ya

Yann-Ber : Heñvel… deuet… dont da vezañ heñvel ouzh… ouzh an noblañsoù uhelañ ha da lâret eo ober gant ar yezh nemeti heñ  « euh »… da lâret eo ar galleg koa heñ

Lors : Ya ya

Yann-Ber : Ar… ar brezhoneg a zo deuet da vezañ… « euh » soñj 'm eus eus un istor am eus bet lennet evel-se… penaos… evit difenn un tamm bihan o lorc'h hag… ar Vretoned a oa techet da lavarout… ya komz a reomp brezhoneg met ar brezhoneg a zo ur yezh kozh « euh euh » hag a lavarent se lakaomp e Versailhez pe e Paris pa... pa 'z aent « euh , oui nous parlons breton, mais c'est une très ancienne langue, c'était la langue que parlait notre… notre seigneur sur la croix » ar respont a zo… a zo bet diouzhtu neuze « ah bah bien sûr, il fallait qu'il puisse parler avec les deux larrons qu'il y avait à côté de lui »… da lâret eo ar brezhoneg hag ar Vretoned a oa sellet evel tud dister koa heñ…

Lors : Ya ya

Yann-Ber : Ha se a oa pell a-raok… pell a-raok an Dispac 'h… pell a-raok ar Revolusion vras koa heñ

Lors : Ya… abalamour… abalamour dija ne oant ket komprenet mat gant...

Yann-Ber : A beñ setu

Lors : Gant ar re all nemet emichañs gant ar varc'hadourien peotramant martoloded...

Yann-Ber : Setu  setu ya ya… ha neuze an tech a oa ivez « euh » feiz pa veze… zoken e-barzh ar familhoù nobl… ar re-se a vire alies an dielloù kozh ha dornskridoù kozh...

Lors : Ya

Yann-Ber : Ha zoken skouerioù a zo bet eus dornskridoù war paper parch « Parchemin »

Lors : Ya

Yann-Ber : Bet implijet gant an itronezed evit lakaat war ar podoù koñfitur

Lors : A bon

Yann-Ber : Ya… sede kavet zo bet se « euh » gant skridoù zo ha skridoù war paper parch met skridoù brezhonek sur a-walc'h m'o doa… m'o doa ezhomm da lakaat traoù war ar podoù konfitur beñ ar skridoù brezhonek a zo aet d'ober traoù e-giz-se koa pe laosket a-gostez ha n'eus netra hag a ya kuit buan nemet levrioù ha dornskridoù pa n'eus den ebet o soursial ken koa

Lors : Nann nann ...nann nann

Komzoù Brezhoneg

Komzoù brezhoneg est une série de vidéos tournées par Lors Jouin pour recueillir, auprès de bretonnants natifs, un échantillon des parlers et des accents qui font la diversité de la langue bretonne.

Partenaire

Skol Vreizh