Yves Follezou - Duault
Yves Follezoù hag e wreg, deus Duod, o deus gwerzhet o feurm d'un nizh, a zo labourer-douar en "bio".
Kavit a-zindan stumm komzet ha stumm skrivet an atersadenn :
Testenn e brezhoneg komzet notennet gant Lors Jouin :
Lors : Ha gallet 'peus gwerzañ ar feurm … n'é ket bet start gwerzañ ar feurm
Yves : Gwerzañ ar feurm 'oa ket … ar feurm 'oa ket din … in feurm oaint ganin koa
Lors : A
Yves : Ha me 'ma un tamm … me 'ma ket kalz … petra 'ma deg"dix hectares" 'zo amañ
Lors : Ugent devezh-arad
Yves : Ya ar re-he … ar re-mañ n'eus ket ...n'int ket feurmet din
Lors : Set' ma gomprenan mad ugent devezh-arad oa 'oa dit
Yves : Ya
Lors : Hag ar peurrest 'oa
Yves : In feurm
Lors : In feurm
Yves : Ya ya
Lors : Set' ' oac'h … ya ya … set' n'é ket bet start 'benn ar fin
Yves : O nann 'c'ha …nann ha m'eus ket… béo, c'hwi'pa un tamm 'ba, 'ba Vourc'h nê c'hwi
Gwreg Yves : Me 'ma 'ba 'r vourc'h nê un tamm
Yves : Pugur amañ 'oa 'ba 'n tu all d'ar barrez
Gwreg Yves : Me m'eus gwerzet ar re-se … me m'eus gwerzet ar re-se
Lors : Ha gwerzet …
Yves : Un tamm 'tre he c'hoar ha hi "donc" 'n'om ambetiñ da bartajiñ
Lors : A ya
Yves : Bet gwerzet derc'hmat, 'fin 'oa ket kement-se ...pegement 'oa c'hwezeg devezh-arad … c'hwezeg devezh-arad
Lors : C'hwezeg devezh-arad
Yves : Ya
Gwreg Yves : Bon n'é ket bet start leuskañ ar feurm pugur un ni 'oa … 'oa intereset da gomer neï a-mod-se n'é ket ...n'é ket konpliket an traoù hin
Lors : A nann
Yves : Nann nann n'é ket bet bon batimañchoù m'eus gwerzet dañ … m'eus ket … meus ket forset re 'vid … ma vefe bet un ell matren 'mefe bet …
Lors : 'Peus ket bountet re …
Yves :"Non voilà c'est ça voilà" a-mod-se é ...pugur
Gwreg Yves : Ga' r familh ar mod-se n'é ket brao
Lors : Bin dao é 'n'om 'n'om jikouriñ un tamm koa
Yves : Ya ya ya "voilà, ouais ouais ouais" ma 'vefe bet un ell matrehe 'mefe bet goul't muioc'h med bon ale … mad … m'eus ket ...m'eus ket keuñ d'aff-se
Lors : Nann
Yves :"Voilà c'est ça" eñ n'eus ka'et e jeu ha me m'eus ka'et ma hin'…ha se é ar "principal"
Lors : Ha pé vé ka'et un' yaouank 'n'eus c'hoant da labourad
Yves : Ya ya ya ya ya
Lors : An dra-he 'zo brao dija
Gwreg Yves : Ya surtoud aet in "bio", in "bio" 'mañ
Lors : A "bio" 'mañ
Gwreg Yves : Ya kar me 'oa aet 'raog … pé 'na … pé 'na...pé 'na aretet
Lors : Yves
Gwreg Yves : Ya ...me 'ma komer't
Lors : Ar feurm
Gwreg Yves : Me m'a komer't ar feurm
Lors : Ha 'pa chañchet e "bio"
Gwreg Yves : Ha 'oan aet ...pas dioustu … graet 'ma daou vlâ kazi zur ... daou vlâ apeupre daou vlâ kazi zur
Yves : Daou vil deg …
Gwreg Yves : hag hem' ell 'oa 'techen ... 'derc'he un ni derc'he dond da wele't 'c'haon 'laret din mont in" bio" dre gonversion 'blam 'dañ da gomañs dioustu
Lors : In "bio"
Gwreg Yves : In "bio"
Yves : Ya ya ya ya
Lors : Laez "bio" pe
Gwreg Yves : ' Ra ket … hemañ 'ra ket 'met … hem' 'ra ket 'met legumaj anfin legumaj kulturioù
Lors : Legumachoù
Yves : Ed ed … an tamm "feverolles"
Gwreg Yves : Maïs
Lors :Maïs 'ra eu Yves hag e wreg : Ya ya maïs "bio" ha
Gwreg Yves : Hend ell 'laka bin … petra vé graet deus sé piz ha traoù 'mod-se "haricots"
Lors : Gwinizh-tu
Yves : Ya justamant gwinizh-tu ya … gwinnizh tu ya … me 'lar ed-tu med gwinizh-tu an hin ' é normalamnt ya
Lors : Segal
Gwreg Yves : A segal 'ra ket nann
Yves : 'N tamm kerc'h … kerc'h 'laka è 'gav din
Gwreg Yves : Kerc'h ha neun petra é ar "variété" ell o la la un ano "l'épeautre"
Yves : "L'épautre" med hem ' ' laka ket sé
Lors : "Épautre" sé ' zo … sé 'zo ur gwinnizh kozh …
Yves : Gwinnizh kozh justamant ya
Gwreg Yves : Ur c'hamarad dañ 'laka … laka sé … 'zo 'chom 'ba Duod ahe … ha eñ 'zo in "bio" è
Lors : A ya
Yves : Ya "bio" laezh koa
Gwreg Yves : Med henzh 'zo in laez
Yves : Lar't ' ran 'ra laez ' baea gwellañ ... laez "bio" 'zo paeet ker
Gwreg Yves : Ahe vé paeet ker ...'zo paeet ker hin
Yves : Med ar c'hulturioù amañ … 'n'om zibrouilh … paeet int ker ya … paeet int ker an ed
Lors : Ya
Yves : Med n'eus ket kement "rendement" med n'eus ket kement frejoù è … n'eus ket tretemanioù da baeo na ...bon temz 'vé ket lak' warnê pugur n'eus ket droad d'ober … 'mod-se d'an eil penn d'égile ...'n'om
Lors : ' Michañs
Gwreg Yves : Erruont fffff
Yves : Ya bez 'meump bet
Gwreg Yves : Pegement 'neump graet bin peder 'neump graet … tri blâ, daou vlâ...
Yves : Per blâ te 'c'heus ket bet kollet 'c'h ober … 'n'im lak' in "bio" pugur ' douchemp 'douchez pegement vé graet deus sé in gall... in brezhoneg … pemzeg mil
Lors : Pemzeg mil
Yves :"euros" bep
Lors :"Euros" bep blâ
Yves : Nann perzeg ha pemzeg en tu all d'ar "prime PAC" 'vid ober… 'vid ober an "transition"
Lors : Ya ya
Yves : Med 'vitomp sé ' jañch ket pugur saout ahe ... ha saout-laez nim 'ra saout memes mod … 'oa ket 'met an douar 'n hin' 'oa laket in "bio" koa
Lors : A ya
Yves : A-mod-se … tri pe per blâ n'eus ket … sé sé sé ' augmente … 'augmente ar "revenu" pugur 'oamp 'kontañ deus an dra-he ha me ' douche ma retred 'skeud... ha 'benn fin … 'ba 'r fin ...'ma bet un tamm mad impoioù da baeo
Lors : A
Yves :"La vache"
Lors : A ya tapet 'out bet
Yves : A ya bet on tapet
Lors : Roet deus un tu …
Yves : Pezh m'eus bet 'ba un dorn é bet red din reï ga' 'n dorn ell
Gwreg Yves : A ya sé n'é ket "normal" 'peus labouret 'pad da vuhé toud é red dit mond da renta' toud … toud 'pezh c'heus gone'et hin
Yves : A ra per mil ha tregont
Gwreg Yves : O la la la la … sé ...pfff
Lors : N'é ket "normal"
Yves : Per mil ha tregont "euros" … sé 'ra un tamm mad hin
Lors : Ya
Gwreg Yves : "Ah ouais non" sé n'é ket
Yves : Nann nann nann n'é ket "normal" ar priz 'zo gwerzet al loened an traoù kenkoulz 'mefemp bet mired nê … pe mefemp ka'et nê 'vé ket gouve'et petra 'vé 'c'h erruet d'an dud pé veint éo ur serten oad hin
Lors : A nann
Yves : Bin ouiet ket peseurt mod 'vé fin ar vuhé
Lors : O nann 'c'ha
Yves : Nann ma... vé ket an den klask boud 'ba rest e vugale mar galla … mar galla papred
Lors : Mar galla ya
Yves : "voilà"
Lors : Pugur bremañ
Yves : Brem' 'vé wechoù vé beb seurt mod hin
Lors : Bremañ é kentoc'h ar c'hontrol pugur bremañ 'c'ha kalz re tud yaouank ha tud beked tregont vlâ 'c'ha …
Yves : Chom chom chom war... kost o zud
Lors : Distro da jom 'ba ti ho tud … 'ba ti o zud koa
Yves : Ya ya bin ya sé ya bremañ ya bin ya kar 'maint ket … vé ket ka'et re 'labour
Lors : Na labour nag erc'hant
Yves : Ha pae vé ket re … re ford "forte" ha ma vé red paeo ul, ul lojamant pe un dra benneg
Lors : 'Jom ket kalz traoù ken da ...
Yves : Nann nann goud 'wac'h 'ran … kle'et ' vé amañ partoud … la "quatre, cinq cents euros" an ti da feurmiñ ha c'hoazh 'vé ket
Lors : Ne jom 'mann 'bet koa
Yves : Bin bevet derc'het un oto ha toud 'c'hat, 'jom ket ur bern kazi zur hin !
Lors : O o nann
Gwreg Yves : Memes mod 'vel ur retred é … ar retred douchit ket kalz dra
Yves : Nann nann nann te papred
Testenn e brezhoneg skrivet adlennet gant Francis Favereau :
Lors : Ha gallet ho peus gwerzhañ ar feurm ...n'eo ket bet start gwerzhañ ar feurm
Yves : Gwerzhañ ar feurm ne oa ket … ar feurm en oa ket din ... en feurm e oant ganin koa
Lors : A
Yves : Ha me am boa un tamm … me n'am boa ket kalz ...petra am boa dek "dix hectares" a zo amañ
Lors : Ugent devezh-arat
Yves : Ya ar re-se … ar re-mañ n'en deus ket … n'int ket feurmet din
Lors : Setu ma gomprenan mat ugent devezh-arat a oa ... a oa dit
Yves : Ya
Lors : Hag ar peurest e oa
Yves : En feurm
Lors : En feurm
Yves : Ya ya
Lors : Setu e oac'h … ya ya ...setu n'eo ket bet start a-benn ar fin
Yves : O nann moarvat … ha me n'am eus ket, eo, c'hwi pa un tamm e-barzh ...e-barzh ar vourc'h nevez, c'hwi
Gwreg Yves : Me am boa e-barzh ar vourc'h nevez un tamm
Yves : Peogwir amañ e oa e-barzh an tu all d'ar barrez
Gwreg Yves : Me am eus gwerzhet ar re-se … me am eus gwerzhet ar re-se
Lors : A gwerzhet
Yves : Un tamm etre he c'hoar ha hi "donc" en em ambetiñ da bartajiñ
Lors : A ya
Yves : Bet gwerzhet dalc'hmat... anfin ne oa ket kement-se … pegement e oa c'hwezek devezh-arat … c'hwezek devezh-arat
Lors : C'hwezek devezh-arat
Yves : Ya
Gwreg Yves : Bon n'eo ket bet start laoskañ ar feurm peogwir un ni(z) a oa … a oa intereset da gemer anezhi, ar mod-se n'eo ket … n'eo ket kompliket an traoù hin
Lors : A nann
Yves : Nann nann ...n'eo ket bet … bon … batimañchoù am eus gwerzhet dezhañ … n'am eus ket n'am eus ket forset re evit... ma vefe bet unan all marteze am befe bet …
Lors : N'ho peus ket bountet re
Yves : "Non voilà , c'est ça voilà" ar mod-se eo ... peogwir
Gwreg Yves : Gant ar familh ar mod-se n'eo ket brav
Lors : Bin dav eo en em … en em sikouriñ un tamm koa
Yves : Ya ya ya "ouais ouais ouais" ma vefe bet unan all marteze an befe bet goulennet muioc'h mes bon ale … mad … n'am eus ket … n'am eus ket keuz d'afer-se
Lors : Nann
Yves : "voilà c'est ça" eñ en deus kavet e jeu ha me am eus kavet ma hini … ha se eo ar "principal"
Lors : Ha pa vez kavet unan yaouank en deus c'hoant da labourat
Yves : Ya ya ya ya ya
Lors : An dra-se a zo brav dija
Gwreg Yves : Ha surtoud aet e "bio" … e "bio" emañ
Lors : A "bio" emañ
Gwreg Yves : Ya peogwir me a oa aet a-raok … pa en doa … pa en doa … pa en doa aretet
Lors : Yves
Gwreg Yves : Ya … me am boa kemeret ar feurm
Lors : Hag ho poa chañchet e "bio"
Gwreg Yves : Hag e oan aet … pas diouzhtu … graet am boa daou vloaz kazimant sur… e... daou vloaz apeupre ... daou vloaz kazimant sur
Yves : Daou vil dek
Gwreg Yves : Ha hemañ all e oa o talc'hen, a dalc'he ... un ni(z) a dalc'he dond da welet ac'hanon o laret din mont e "bio" dre gonversion abalamour dezhañ da gomañs diouzhtu
Lors : E "bio"
Gwreg Yves : E "bio"
Yves : Ya ya ya ya
Lors : Laezh "bio" pe
Gwreg Yves : Ne ra ket … hemañ ne ra nemet … hemañ ne ra nemet legumaj anfin kulturioù
Lors : Legumachoù
Yves : Ed … ed … un tamm "fèverolles"
Gwreg Yves : Maïs
Lors : Maïs a ra ivez Yves hag e wreg : Ya ya maïs "bio" ha
Gwreg Yves : Hend-all a lak bin … petra a vez graet diouzh se piz ha traoù ar mod-se "haricots"
Lors : Gwinizh-du
Yves : Ya justamant gwinizh-du ya … gwinizh-du ya … me a lar ed-du mes gwinizh-du an hini eo normalamant ya
Lors : Segal
Gwreg Yves : A segal ne ra ket nann
Yves : Un tamm kerc'h … kerc'h a lak a gav din
Gwreg Yves : Kerc'h ha neuze petra eo ar "variété" all olala un anv... "l'épeautre"
Yves : "L'épeautre" mes hemañ ne lak ket se
Lors : "Épeautre" se a zo … se a zo ur gwinizh kozh
Yves : Gwinizh kozh justamant ya
Gwreg Yves : Ur c'hamarad dezhañ a lak … a lak se … a zo o chom e-barzh Duod aze ha eñ a zo e "bio" ivez
Lors : A ya
Yves : Ya "bio" laezh koa
Gwreg Yves : Mes hennezh a zo e laezh
Yves : Laret a ran a ra laezh a bae gwellañ ... laezh "bio" a zo paeet ker
Gwreg Yves : Aze a vez paeet ker ...a zo paeet ker hin
Yves : Mes ar c'hulturioù amañ … en em zebrouilh … paeet int ker ya … paeet int ker an ed
Lors : Ya
Yves : Mes n'en deus ket kement "rendement" mes n'en deus ket kement frejoù ivez … n'en deus ket tretemanioù da baeañ na … bon temz ne vez ket laket warne peogwir n'en deus ket droad d'ober … ar mod-se d'an eil penn d'egile … en em
Lors : Emichañs
Gwreg Yves : Erruomp
Yves : Ya bez hon eus bet
Gwreg Yves : Pegement hon eus graet bin … peder hon eus graet … tri bloaz … daou vloaz
Yves : Pevar bloaz te n'az peus ket bet kollet oc'h ober … en em lakaad e "bio" peogwir a douchaemp … a doucheas pegement a vez diouzh se e gall... e brezhoneg ...pemzek mil
Lors : Pemzek mil
Yves : "euros" bep
Lors : bep bloaz
Yves : Nann pevarzek ha pemzek en tu all d'ar "Prime PAC" evid ober an "transition"
Lors : A ya
Yves : Ar mod-se tri pe pevar bloaz n'en deus ket … se … se … se "augmente" ar "revenu" peogwir e oamp o kontañ eus an dra-se ha me a douche ma retred 'skeud (se) hag a-benn ar fin … e-barzh ar fin … am boa bet un tamm mat a impoioù da baeañ
Lors : A
Yves : "La vache"
Lors : A ya tapet ez out bet
Yves : A ya bet on tapet
Lors : Roet diouzh un tu
Yves : Pezh am eus bet e-barzh un dorn eo bet ret din reiñ gant an dorn all
Gwreg Yves : A ya se n'eo ket "normal" az peus labouret e-pad da vuhez tout eo red dit mont da rentañ tout … tout ar pezh az peus gounezet hin
Yves : A ra pevar mil ha tregont
Gwreg Yves : O la la la la … se …. pppffff
Lors : N'eo ket "normal"
Yves : Pevar mil ha tregont "euros" … se a ra un tamm mat hin
Lors : Ya
Gwreg Yves : "Ah ouais non" se n'eo ket...
Yves : Nann nann nann n'eo ket "normal" ar priz a zo gwerzhet al loened an traoù kenkoulz hon defemp bet miret anezho ...pe hon befemp kavet anezho na vez gouiet petra a vez oc'h erruout d'an dud pa vezont erruet ur serten oad hin
Lors : A nann
Yves : Ne ouiet ket peseurt mod a vez fin ar vuhez
Lors : O nann moarvat
Yves : Nann ma vez ket an den o klask bout e-barzh rest e vugale mar gall ... mar gall bepred
Lors : Mar gall ya
Yves : "Voilà"
Lors : Peogwir bremañ
Yves : bremañ e vez a-wechoù e vez bep seurt mod hin
Lors : Bremañ eo kentoc'h ar c'hontrol peogwir e ya kalz re … tud yaouank ha tud betek tregont vloaz moarvat
Yves : O chom … o chom … o chom war … e-kostez o zud
Lors : Distro da chom e-barzh ti ho tud … e-barzh ti o zud koa
Yves : Ya ya bin ya se ya bremañ ya bin ya kar n'emaont ket … na vez ket kavet re a labour
Lors : Na labour nag arc'hant
Yves : Ha pae … na vez ket re ... re "forte, forte" ha ma vez ret paeañ ul … ul lojamant pe un dra bennak
Lors : Ne chom ket kalz traoù ken da
Yves : Nann nann gouzout a-walc'h a ran … klevet e vez amañ partout … a "quatre, cinq cents euros" an ti da feurmiñ ha c'hoazh na vez ket...
Lors : Ne chom mann ebet koa
Yves : Bin 'benn 'vez dalc'het un oto ha tout moarvat ne chom ket ur bern kazimant sur hin
Lors : O o nann
Gwreg Yves : Memes mod evel ur retred eo … ar retred ne douchit ket kalz a dra
Yves : Nann nann nann te bepred !