Yves Le Moigne - Châteauneuf-du-Faou
Iffig Le Moigne, deus ar C'hastell-Nevez, a zo bet o labourat en ti-bank ba' r C'hastell-Nevez ha war-dro.
Kavit a-zindan stumm komzet ha stumm skrivet an atersadenn :
Testenn e brezhoneg komzet notennet gant Lors Jouin :
Lors : Hag ho tud 'neus …. med c'hwi 'peus adkemeret an tiegezh war-lerc'h … al loened ha toud pe...
Iffig : A me 'm eus ket
Lors : Nann
Iffig : Ma breur 'na kemer't an tiegezh war-lerc'h
Lors : A ho preur koshañ anfin ho preur koa … pugur 'peus ket bet c'hoar 'bet
Iffig : Nann nann nann
Lors : Daou baotr… bon… ha eñ neus kemer't
Iffig : Eñ neus kemer't an tiegezh… ha bremañ e baotr ' zo ' tarc'hen… ' zalc'h an tiegezh eu
Lors : A ya ya… set' an tiegezh 'oa bet roet d'ho... dañ... 'blam ' oa… dehoñ 'blam 'oa 'n hain koshañ koa 'michañs
Iffig : N'é ket … me 'm'oa desidet … me 'm'oa ka'et ur plas d'hont da labour'd … me 'oa aet… me 'oa aet kuit koa
Lors : A c'hwi 'pa choajet
Iffig : Ya ya
Lors : D'hont kuit koa
Iffig : Ya
Lors : Ha peseurt plas 'pa ka'et
Iffig : Bin me 'oa … me 'm'oa kemer't d'ar mare-se « Caisse rurale et urbaine , crédit mutuel »
Lors : « De Bretagne »
Iffig : « Ah non »
Lors : A nann, d'ar mare-se 'oa ket...
Iffig : « Caisse rurale et urbaine de crédit mutuel et celle-là » … ha hounz neuhe goude-se neus bet fusionet ga' 'r CMB … set' me 'zo digoue'et 'ba 'r CMB goude-se koa
Lors : Ya a ya … ha 'ba peseurt blavechoù 'oa se 'peupre
Iffig : Euu 'ba 'r blavezh dek ha tri-ugent … 'oan kemer't … 'oan komañs' koa
Lors : Ha 'ba pelec'h 'oa ar c'hef neun ...'ba 'r C'hastell-Nê
Iffig : 'Ba 'r C'hastell-Nê ya
Lors : A ya set' … med c'hwi .. c'hwi ' jome 'ba 'r C'hastell-Nê petramant oac'h ...'oa goul'et ganoc'h mont 'ba … war
Iffig : A 'oa ket, 'oa ket … me 'm'oa kemer't ahe 'oa ur vaouez petram' un intron 'tac'hen an dra-he da gentañ ha houm 'oa deut d'an oad deï d'hont 'ba hi retred set' oa dao kaout un' all da ramplas neï ha me 'm'oa kemer't neï me 'm'oa 'n'im bropoz't da gemer an dra-he koa
Lors : 'n'im bropoz ya hag
Iffig : hag on bet kemer't koa
Lors : Ha bez 'oa tud all da 'n'im bropoz … 'n'om ginnig da .. . da
Iffig : 'Oa ket … 'oa ket bet hain' all 'met ma-un' koa
Lors : A... neun 'oa aes
Iffig : Ya
Lors : Ha goud a ou'oc'h 'blam beta oc'h bet kemer't … bon 'blam
Iffig : 'oa dao kaout un'
Lors : Kaout un' sertanamant ha 'oa hain' 'bet all 'n'im bresant'
Iffig : Nann
Lors : Med mod all daoust de-geñ kontañ brezhoneg neus bet sikouret …
Iffig : O pas pas kement-se nann
Lors : Nann
Iffig : Nann
Lors :Nann pugur war-lerc'h 'oc'h bet … é bet ret doc'h 'vel 'pa lar't din mont 'ba 'ba 'r barrochoù en-dro
Iffig : A ya hend-all... goude-se on bet 'ba 'r CMB neuhe ...me ' vize 'ober ar permanañsoù 'ba Speied ha neuhe 'ba Landelo
Lors : Ya
Iffig : Setu beb … da d'ar meurzh vintin 'vizen 'ba Speied d'ar meurzh goude kreisteiz 'vi'en 'ba Landelo
Lors : Ya
Iffig : D'ar yaou vi'en 'c'haloupad un tamm partout
Lors : War 'r maechioù
Iffig : War ' r maez
Lors : A bon
Iffig : A ya … war 'r maez bon bin ti ar c'homersanted ha 'tespugn an arc'hant
Lors :A despugn an arc'hant ya ha 'ba 'r feurmoù è
Iffig : Euu vi'en ket 'ba enne 'ba 'r feurmou kalz 'naon … 'ba lod vi'en
Lors : Lod nê
Iffig : Ya
Lors : Ha peseurt mod … a ya pugur an dud roe doc'h o arc'hant
Iffig : Bin 'r pezh ar c'homersanted ar pezh ni'ent despugnet kuit dë d'hont da c'haloupat eu koa
Lors : A ya set'
Iffig : Set' me ' gemere toud ar paper ha 'zigase toud an arc'hant ganin
Lors : Ha c'hwi ' zigase toud an arc'hant 'ba 'r c'hef 'michañs 'oa ur c'hef 'ba 'r C'hastell-Nê amañ
Iffig : Ya d'ar buro
Lors : Ur c'hef koa 'michañs
Iffig : Bez 'zo bet ur wech m'eus kle'et lod eu bugale d'ar c'homersanted hag un' m'eus soñj deusouti 'lar't d'hi 'lar't d'hi mamm un devezh : « Med 'damm peta c'hwi 'ra tout hoc'h arc'hant da henzh neuhe «
Lors : A ya
Iffig : A ba ya
Lors : Med 'oa ket bet displeget dehon koa
Iffig : « Hein «
Lors : 'Oa ket bet lar't dehon
Iffig : An dra-he 'oa « normal « koa
Lors : Ya ya med set' an dud … an dud 'na fiañs ennoc'h
Iffig : A ya
Lors : ' vid …
Iffig : Ya med oblijet oaint eu
Lors : Bin ya med …
Iffig : Bin me 'rae ar paper dê set' ' riskaint ket nintra 'bet nê
Lors : Nann nann nann nann nann ...hag 'n'eur 'ober se 'peus gwelet ar c'honvers mont ha dont … kresk ha digresk 'michañs 'zo bet mareoù 'oa gwelloc'h ar c'honvers 'werze muioc'h an dud petramant
Iffig : Ha muioc'h ' dud 'oa 'benn neuhe
Lors : D'ar mare-se
Iffig : D'ar mare-se … d'ar mare-se anfin « Leclerc et compagnie « ar re-se n'egzitaint ket d'ar mare-se neint koa ...pé 'oan 'krog' ober an dra-he nann … bon goude-se neuint komañset da gemer an tammig startijenn
Lors : Ya
Iffig : Ha bremañ neuint lac'het nê toud ar re all koa lac'het toud ar re vihan
Lors : Ya … med 'michañs é bet … peseurt mod peus ka'et se … ka'et 'peus se trist gwel' …
Iffig : O ' ra ket plijadur gwel' an traoù 'vez ' sarriñ a mod-se hin
Lors : Nann
Iffig : 'welet toud ar c'homersoù bihan 'sarriñ …. 'peus kim gwel' bremañ 'ba 'r C'hastell-Nê neus ket kalz ...'ba Landelo 'zo pet
Lors : Un'
Iffig : Un' « tiens »
Lors : 'Ba Plone
Iffig : 'Ba Plone n'eus ket kalz ken eu
Lors : Euu daou … daou pe dri 'zo
Iffig : O matrese ya
Lors : Ya o ya 'peupre … med un' matrese neus ampechet ar stalioù ar vagasinoù bras 'vel « Leclerc » ha toud ar re-he da zont re abred … Jorj neus ket harz' nê un tamm da zond
Iffig : Jorj Le Meur
Lors : Jorj Le Meur ya
Iffig : O pas kement-se hin
Lors : Pas kement-se
Iffig : Bin 'n hain' kentañ 'oa deut 'oa ...'oa « Leclerc «
Lors : A ya
Iffig : Bon goude-se … med 'ba 'r C'hastell-Nê 'zo tri hin
Lors : Ya
Iffig : « Hein »
Lors : Ya
Iffig : Bin goude-se 'mañ « Intermarché »
Lors : Ya
Iffig : Ha ….
Lors : « Leaderprice »
Iffig : « Leaderprice » ya… ha sp… Bon… « Spar » n'oc'h ket gouest da lar't la é-eñ unan bras c'hoazh med henzh 'zo plaset mad 'ba kreiz ar C'hastell-Nê ha toud an dud 'zo gouest d'hont
Lors : Di ga'...
Iffig : Domaj ' vefe bin harpefe henzh hin
Lors : Ya
Iffig : Neuhe vé … neuhe vé dao mont tre 'an nec'h deus 'r C'hastell-Nê … da zont treusk … treusk' 'n hent 'hent 'hent bras eu
Lors : Ya hag é start 'vid ar re neus ket oto na na …
Iffig : Bin lod neuint ket nann
Lors : Lod neuint ket
Iffig : Ha lod neuint ket … n'int ket gouest da gonduiñ ken eu
Lors : Ha just 'wac'h d'ho soñj daoust hag-eñ vé graet tra-walc'h 'vid ar re gozh ...ar re 'zo ampechet 'ba 'ba 'r vro dre amañ … bez veint sikour't pe
Iffig : Matrese 'zo ezhomm d'ober un tammig muioc'h 'vid 'vid ' zo graet eu med n'é ket aes ober
Lors : Nann petra ' vank an arc'hant pe an dud pe
Iffig : Ma vefe graet ...matrehe lak't un oto ur wech dre vare da zespugn an dud matrese 'vefe gwelloc'h … me n'ouzon ket eu med an dra-he neus ur prij eu
Lors : Ya ha matren … n'ouzon ket ...matrese ar barrez 'neus dle
Iffig : O pas kement-se
Lors : Pas kement-se
Iffig : O nann
Lors : Neus kalz a dle
Iffig : Nann deus an tu-se 'mer … 'maomp mad
Lors : A bon
Iffig : N'ouzon ket pegeit 'zo 'neump ket bet kresket an impojoù nann
Lors : A bon 'r pezh 'zo mad
Iffig : Med kresk' reant memes-tra pugur war ar pezh é kalkul't vé kresket an departamant hag ar … lod …. un ti neus ur serten « valeur »
Lors : Ya
Iffig : Bon med henzh … houzh vé kresket …set' bon laket vé laket ur « pourcentage » war an dra-he é oblijet da greskiñ
Lors : Ya med piou 'lar ... piou 'laka talvoudegezh un ti da greskiñ
Iffig : Ar gouarnamant
Lors : Ar gouarnamant
Iffig : A ya pugur int 'lak … int « fixent » an « augmentation »
Lors : A ya
Iffig : Set' int 'lar ar blâ-mañ 'vo kresket deus kement ha kement ... setu ho ti neus muioc'h 'dalvoudegezh ...
Lors : Ya ya
Iffig : Normalamant n'é ket gwir med anfin... 'mod-se 'mañ ...
Lors : Nann pugur …
Iffig : 'r pezh 'vo lar't doc'h … houm' 'dalv kement ha kement set' goude-se 'vo laket « pourcentage « warneï set' an dra-he 'gresk ar …
Lors : 'Gresk ar priz
Iffig : 'n impoioù
Lors : 'n impoioù ya ya an tailhou … an taksoù … ha se 'zo kaoz 'baoe 'on digoue'et 'ba Landelo … da zigentañ 'baen ur priz ha bremañ é kresket forzh pegement ha kouskoude neubeutoc'h tud 'zo neubeutoc'h a gonversanted neubeutoc'h 'dra koa ha koulskoude c'ha war an uhel
Iffig : Bin ya
Lors : Med ur mare bennaked 'vo red dê aretañ ober a-mod-se ...dihanañ
Iffig : C'hwi 'peus bet gwelet ur wech bennaket harp' an traoù da greskiñ … m'eus ket gwelet an traoù diminuiñ ar mod-se, nann, ar pezh 'zo ret doc'h paeo ar pezh 'c'houneit ya ar re-he 'greskont ket mes ar pezh 'zo ret doc'h paeo ' gresko ato ...
Testenn e brezhoneg skrivet adlennet gant Francis Favereau :
Lors : Hag ho tud o deus… mes c'hwi ho peus adkemeret an tiegezh war-lerc'h… al loened ha tout pe…
Iffig : A me ne'm eus ket !
Lors : Nann
Iffig : Ma breur en doa kemeret an tiegezh war-lerc'h
Lors : A… ho preur koshañ, anfin anfin, ho preur koa… peogwir n'ho peus ket bet c'hoar ebet
Iffig : Nann nann nann
Lors : Daou baotr… bon… ha eñ en deus kemeret
Iffig : Eñ en deus kemeret an tiegezh… ha bremañ e baotr a zo o terc'hel… a zalc'h an tiegezh ivez
Lors : A ya ya… setu an tiegezh e oa bet roet d'ho… dezhañ…abalamour e oa … dezhañ abalamour e oa an hini koshañ koa emichañs
Iffig : N'eo ket… me am boa desidet… me am boa kavet ur plas da vont da labourat… me a oa aet… me a oa aet kuit koa
Lors : A c'hwi ho poa choazet
Iffig : Ya ya
Lors : Da vont kuit koa
Iffig : Ya
Lors : Ha peseurt plas ho poa kavet
Iffig : Bin… me a oa… me am boa kemeret d'ar mare-se « Caisse rurale et urbaine, crédit mutuel »
Lors : « De Bretagne ? »
Iffig : « Ah non »
Lors : A nann d'ar mare-se ne oa ket
Iffig : « Caisse rurale et urbaine de crédit mutuel, et celle-là… » ha honnezh neuze goude-se en deus bet fusionet gant ar « CMB » setu me zo degouezhet e-barzh ar « CMB » goude-se koa
Lors : Ya a ya… ha e-barzh peseurt bloavezhioù e oa se apeupre
Iffig : Eu… e-barzh ar bloavezh dek ha tri-ugent e oan kemeret… e oan komañset koa
Lors : Hag e-barzh pelec'h e oa ar c'hef neuze… e-barzh ar C'hastell-Nevez
Iffig : E-barzh ar C'hastell-Nevez ya
Lors : A ya setu… mes c'hwi… c'hwi a chome e-barzh ar C'hastell-Nevez peotramant e oac'h… e oa goulennet ganeoc'h mont e-barzh… war…
Iffig : A ne oa ket… ne oa ket…me am boa kemeret… aze e oa ur vaouez peotramant un itron o terc'hel an dra-se da gentañ ha houmañ e oa deuet d'an oad dezhi da vont e-barzh he retred… setu e oa dao kavout unan all da ramplas anezhi ha me am boa kemeret anezhi… me am boa en em bropoziñ da gemer an dra-se koa
Lors : En em bropoziñ ya
Iffig : Hag ez on bet kemeret koa
Lors : Ha bez e oa tud all d'en em bropoziñ… d'en em ginnig… da
Iffig : Ne oa ket… ne oa ket bet hini all nemet ma-unan koa
Lors : A… neuze e oa aes
Iffig : Ya
Lors : Ha gouzout a ouzoc'h abalamour da betra ez oc'h bet kemeret… bon abalamour
Iffig : E oa dao kavout unan
Lors : Kavout unan sertanamant hag ne oa hini ebet all en em brezantiñ
Iffig : Nann
Lors : Mes mod-all daoust hag-eñ kontañ brezhoneg en deus bet sikouret
Iffig : O pas pas kement-se, nann
Lors : Nann
Iffig : Nann
Lors : Nann… peogwir war-lerc'h ez oc'h bet… eo bet ret deoc'h evel ho poa laret din mont e-barzh… e-barzh ar parrezioù en-dro
Iffig : A ya met goude-se ez on bet e-barzh ar « CMB » neuze… me a veze oc'h ober ar permanañsoù e-barzh Speied ha neuze e-barzh Landelo
Lors : Ya
Iffig : Setu bep… da… d'ar meurzh vintin e vezen e-barzh Speied d'ar meurzh goude kreisteiz e vezen e-barzh Landelo
Lors : Ya
Iffig : D'ar yaou e vezen o c'haloupat un tamm partout
Lors : War ar maezioù
Iffig : War ar maez
Lors : A bon
Iffig : A ya war ar maez… bon bin ti ar c'hoñversanted ha dastum an arc'hant
Lors : A dastum an arc'hant ya ha e-barzh ar feurmioù ivez
Iffig : Eu ne vezen ket e-barzh enno… e-barzh ar feurmoù kalz ac'hanon… e-barzh lod e vezen
Lors : Lod anezho
Iffig : Ya
Lors : Ha peseurt mod… a ya peogwir an dud a roe deoc'h o arc'hant
Iffig : Bin ar pezh… ar c'honversanted ar pezh o dije dastumet kuit dezho da vont da c'haloupat ivez koa
Lors : A ya setu…
Iffig : Setu me a gemere tout ar paper ha zegase an arc'hant ganin
Lors : Ha c'hwi a zegase tout an arc'hant e-barzh ar c'hef emichañs e oa ur c'hef e-barzh ar C'hastell-Nevez amañ
Iffig : Ya d'ar buro
Lors : Ur c'hef koa emichañs
Iffig : Bez a zo bet ur wech… am eus klevet lod ivez bugale ar c'honversanted hag unan am eus soñj diouti o laret d'he… o laret d'he mamm un devezh : « Mes abalamour da betra c'hwi 'ra tout hoc'h arc'hant da hennezh neuze »
Lors : A ya
Iffig : A ba ya
Lors : Mes ne oa ket bet displeget dezhañ koa
Iffig : « Hein »
Lors : Ne oa ket bet laret dezhañ
Iffig : Aze e oa « normal » koa
Lors : Ya ya mes setu an dud… an dud o doa fiziañs ennoc'h
Iffig : A ya
Lors : Evit…
Iffig : Ya mes oblijet e oant ivez
Lors : Bin ya mes…
Iffig : Bin me a rae ar paper dezho setu ne riskaent netra ebet anezho
Lors : Nann nann nann nann nann … hag-eñ oc'h ober se ho peus gwelet ar c'honvers mont ha dont… kresk ha digresk… emichañs a zo bet mareoù e oa gwelloc'h ar c'honvers… a werzh e muioc'h an dud peotramant…
Iffig : Ha muioc'h a dud a oa a-benn neuze
Lors : D'ar mare-se
Iffig : D'ar mare-se… d'ar mare-se anfin « Leclerc et compagnie » ar re-se n'egzitaent ket d'ar mare-se anezho koa… pa oan o krogiñ oc'h ober an dra-se nann… bon goude o deus komañset da gemer un tammig startijenn
Lors : Ya
Iffig : Ha bremañ o deus lac'het anezho tout ar re all koa… lac'het tout ar re vihan
Lors : Ya… mes emichañs eo bet… peseurt mod ho peus kavet se… kavet ho peus se trist gwelet…
Iffig : O ne ra ket plijadur gwelet an traoù 'serriñ ar mod-se hin
Lors : Nann
Iffig : Gwelet tout ar c'honversoù bihan o koshaat… n'ho peus ken gwelet bremañ e-barzh ar C'hastell-Nevez…n'en deus ket kalz… e-barzh Landelo a zo pet
Lors : Unan
Iffig : Unan « tiens »
Lors : E-barzh Plone
Iffig : E-barzh Plone n'en deus ket kalz ivez
Lors : Eu… daou… daou pe dri a zo
Iffig : O ya marteze ya
Lors : Ya o ya apeupre… mes unan marteze en deus ampechet ar stalioù… ar vagasinoù bras evel « Leclerc » ha toud ar re-se da zont re abred… Jorj n'en deus ket harzet anezho da zont ?
Iffig : Jorj Le meur
Lors : Jorj Le meur ya
Iffig : O pas kement-se hin
Lors : Pas kement-se
Iffig : Bin an hini kentañ e oa deuet e oa… e oa « Leclerc »
Lors : A ya
Iffig : Bon goude-se… mes e-barzh ar C'hastell-Nevez a zo tri hin
Lors : Ya
Iffig : « Hein »
Lors : Ya
Iffig : Bin goude-se emañ « Intermarché »
Lors : Ya
Iffig : Eu…
Lors : « Leader Price »
Iffig : « Leader Price » ya… ha « Sp… » …bon « Spar » n'oc'h ket gouest da laret la eo-eñ unan bras c'hoazh mes eñ a zo plaset mat e-barzh kreiz ar C'hastell-Nevez ha tout an dud zo gouest da vont…
Lors : Di gant…
Iffig : Domaj e vefe… bin e harpefe hennezh hin
Lors : Ya
Iffig : Neuze e vez… neuze e vez dao mond tre d'an nec'h eus ar C'hastell-Nevez… da zont etreseg… etreseg an hent… an hent… an hent-bras koa
Lors : Ya hag eo start evid ar re n'o deus ket oto na… na…
Iffig : Bin lod n'o deus ket nann
Lors : Lod n'o deus ket
Iffig : Ha lod n'o deus ket… ne z'int ket gouest da gonduiñ ken ivez
Lors : Ha just awalc'h d'ho soñj daoust hag-eñ e vez graet tra-walc'h evit ar re gozh… ar re a zo ampechet e-barzh… e-barzh ar vro dre amañ… bez e vezont sikouret pe…
Iffig : Marteze a zo ezhomm d'ober un tammig muioc'h evit… evit a zo graet ivez mes n'eo ket aes ober
Lors : Nann petra a vank… an arc'hant pe an dud pe
Iffig : Ma vefe graet… marteze lakaad un oto ur wech dre vare da zastum an dud marteze e vefe gwelloc'h… me n'ouzon ket ivez mes an dra-se en deus ur priz ivez
Lors : Ya ha marteze… n'ouzon ket… marteze ar barrez en deus dle
Iffig : O pas kement-se
Lors : Pas kement-se
Iffig : O nann
Lors : N'en deus ket kalz a dle
Iffig : Nann diouzh an tu-se emaer… emaomp mat
Lors : A bon
Iffig : N'ouzon ket pegeit zo n'hon eus ket bet kresket an impoioù nann
Lors : A bon, ar pezh a zo mat
Iffig : Mes kreskiñ a reont memestra peogwir war ar pezh eo kalkulet e vez kresket an departamant hag ar… lod… un ti en deus ur serten « valeur »
Lors : Ya
Iffig : Bon mes hennezh… honnezh e vez kresket… bon lakaet e vez… lakaet ur « pourcentage » war an dra-se eo oblijet da greskiñ
Lors : Ya mes piv a lar… piv a lak talvoudegezh un ti da greskiñ
Iffig : Ar gouarnamant
Lors : Ar gouarnamant
Iffig : Ha ya peogwir int a lak… int a « fixent » an « augmentation »-mañ
Lors : A ya
Iffig : Setu int a lar ar bloaz-mañ a vo kresket eus kement ha kement, setu ho ti en deus muioc'h a dalvoudegezh
Lors : Ya ya
Iffig : Normalamant n'eo ket gwir mes anfin ar mod-se emañ
Lors : Nann peogwir
Iffig : Ar pezh e vo laret deoc'h… houmañ a dalv kement ha kement setu goude-se e vo lakaet « pourcentage » warni… setu an dra-se a gresk ar…
Lors : A gresk ar priz
Iffig : An impoioù
Lors : An impoioù ya ya… an tailhoù… an taksoù… ha se a zo kaoz abaoe ez on degouezhet e-barzh Landelo… da zigentañ a baeen ur priz ha bremañ eo kresket forzh pegement ha koulskoude nebeutoc'h tud zo… nebeutoc'h a gonversanted… nebeutoc'h a draoù koa ha koulskoude ez a war an uhel
Iffig : Bin ya
Lors : Mes ur mare bennaket e vo red dezho aretañ ober a-mod-se… dihanañ
Iffig : C'hwi ho peus bet gwelet ur wech bennaket harpañ an traoù da greskiñ… me n'am eus ket gwelet an traoù diminuiñ ar mod-se nann… ar pezh a vez dao deoc'h paeañ ar pezh a c'hounezit ya ar re-se ne greskont ket… mes ar pezh eo ret deoc'h paeañ a gresko atao !