Yvette Collobert - Glomel
Yvette Collobert, deus Groñwel, a zo bet terc'hel ostaleri.
Kavit a-zindan stumm komzet ha stumm skrivet an atersadenn :
Testenn e brezhoneg komzet notennet gant Lors Jouin :
Lors : Hag ar gwin, daoust degeñ neus chañchet ar gwin 'baoe ' baoe ar gomañsamant ha 'ba'r fin ar memes gwin 'oa pe ...
Yvette : O 'benn 'oan deut me 'oa dija gwin mad koa o ya
Lors : Ha 'ba'r fin 'oa ar gwin mad, se
Yvette : Bin da gomañs tre zur ... 'benn 'oa komans' ar bistro 'vije ket gwin gwall vad, 'gredan ket
Lors : Petra 'oe ?
Yvette : O m'eus ket soñj ken med 'benn 'oan deut me 'benn neuhe 'oe gwin mad me 'vize livret ga' Manac'h Karaez
Lors : A ya dija
Yvette : Ya ya ya
Lors : Manac'h
Yvette : Manac'h ya
Lors : Hag chistr 'oe è
Yvette : Chistr 'm eus ket gwerzet ... pas ... nann
Lors : Gwin ha kafe
Yvette : Gwin ha kafe ha bier warlerc'h
Lors : Ha bier 'oe è
Yvette : Ya ya
Lors : Bier boutailhou
Yvette : Bier boutailhou ya ha ya bier « pression » m'eus ket laket gwech ebet
Lors : Ha « rhum »
Yvette : O ya tammig gwechou 'ba kafe
Lors : Peseurt mod 'vize gwerzet « rhum » doc'h 'ba boutailhou peotramant...
Yvette : Ya ya
Lors : ' vi'e ket doukennoù
Yvette : Nann nann pas me me 'gemere toud 'ba
Lors : Boutailhou
Yvette : Ga' boutailhou
Lors : A ya ha peseurt mod vi'e pae'et an impoioù 'ba ur bistro egizse
Yvette : Med da gomañs 'vize ket 'oa ket kalz impoioù... med da gomañs me me 'ma ket « chiffre d'affaire » gwall vras koa hag ar re all ma 'oa raog 'oa kozh kozh « eh ben » an drase .... neus derc'het ... vi'e derc'het ar buro butun ... ha 'raent ket kalz konvers ken koa ... ha me 'ma demar't ga' ga' priz ar rese ha 'na sikouret 'c'haon daou vlâ benneked 'raog 'oa eo war ma gont 'vel faot koa ... ha ya ya an impoioù ma peus c'hoant a vé pae'et douzh ar blâ araog pe douzh daou araog memes wechoù, gred 'walc'h 'ran
Lors : A
Yvette : Ya ya « j'crois qu'c'est deux ans »
Lors : Daou vlâ 'raog
Yvette : « Oui j'crois » ha med warlerc'h gast 'na chañchet an traoù gast ola me me « brassait » ur bern moneiz med vi'e ket kalz « bénéfice » an taksoù 'na augmentet ur bern ... ha warlerc'h neuhe 'oa aet ou la la ... med bon
Lors : Re uhel koa re bell
Yvette : Ya ya med bon
Lors : Ha 'tre toud 'zo bet moaien doc'h n'on jeñch koa
Yvette : Ya ya ya ya
Lors : Ped bugel 'peus bet ?
Yvette : C'hwec'h 'vugale
Lors : Ha 'peus gallet sav nê toud
Yvette : Ya ya
Lors : Ga' 'r bistro
Yvette : Ya diskoue'et mad toud ... ha ya ma vizen bet chomet 'ba 'r feurm mize ket gallet kas nê d'ar skol ar modse « hein »
Lors : Nann
Yvette : Nann o nann 'ba 'r feurm 'oa mizer ru
Lors : Mizer ru
Yvette : Ya ha ma gwaz Doué d'e bardono 'oa bambocher
Lors : A bon
Yvette : Bin ya ... 'oa oeit d'ober marc'hadour saout
Lors : Da belec'h
Yvette : A bin
Lors : Partoud
Yvette : Partoud med hennz 'debe toud e moneiz 'wac'h egeun
Lors : Egeun
Yvette : Bon « paix à son âme »
Lors : Doue d'e bardono
Yvette : Doue d'e bardono
Lors : Ya ya ha penvare éeñ maro ?
Yvette : Bin ... med ... divorset 'oan araog med... se 'na sikouret 'c'haon ur bern kar keit 'vize amañ vize mè mè bemdé mè' dall
Lors : A ya
Yvette : Ha « méchant »
Lors : A ya
Yvette :Ya ya med bon
Lors : Ha droug ' vize pe vize ket mè ?
Yvette : Pe 'vize ket eñ 'oa jentil ken ken'... ya ... sé zo kaoz na graet ur bern bugale din è
Lors : A ya ... ha pe vize mè
Yvette : O ya 'benn 'fin 'na kollet e benn koa Ya ya bin 'baoe 'baoe apeupre 'maon amañ oan maeun koa ... me 'ma divors't oan « en 77 » ha warlerc'h goar' 'rit ... 'na ket mann 'bet da wel't amañ ken ... ha maro ... petra 'na eñ pemp vlâ ha triugent matrese
Lors : A ya
Yvette : Nann pemp ha hanterkant
Lors : Ha peseurt micher 'rae
Yvette : Bin 'mann 'bet bin nann 'benn 'na aretet da ... warlerc'h on konsideret « comme » klañv eu koa
Lors : Kollet ga' 'r
Yvette : Kollet ga' 'r boeson
Lors : Kollet ga' 'r boeson trist é
Yvette : Bin ya
Lors : Peseurt ano bihan 'na
Yvette : Denis
Lors : Denis... Ha peus ket bet kemeret ur gwaz all goudese
Yvette : Nann bet m'eus bet copainyed med
Lors : Pas da zimi
Yvette : Pas da zimi ha nann nann 'c'houlan ket dimi ken ha bromen 'mañ « très bien »
Lors : Mad tre amodse
Yvette : Ya mad tre amodse
Testenn skrivet :
Yvette : O abenn e oan deuet me e oa dija gwin mat koa o ya
Lors : Hag eb arzh ar fin e oa ar gwin mat, se
Yvette : Bin da gomañs tre zur ....abenn e oa komañset ar bistro ne vije ket gwin gwall vat... ne gredan ket
Lors : Petra a oa ?
Yvette : O n'am eus ket soñj ken mes abenn e oan deuet me ... abenn neuze e oa gwin mat ... me a vize livret gant Manac'h Karaez
Lors : A ya dija
Yvette : Ya ya ya
Lors : Manac'h
Yvette : Manac'h ya
Lors : Ha chistr a oa ivez ?
Yvette : Chistr ne'm eus ket gwerzhet ... pas .....nann
Lors : Gwin ha kafe
Yvette : Gwin ha kafe .... ha bier warlerc'h
Lors : Ha bier a oa ivez ?
Yvette : Ya ya
Lors : Bier boutailhoù
Yvette : Bier boutailhoù ya ha ya bier « pression » ne'm eus ket bet lakaet gwech ebet
Lors : Ha « rhum » ?
Yvette : O ya tammig gwechoù ebarzh kafe
Lors : Peseurt mod e vize gwerzhet « Rhum » deoc'h, ebarzh boutailhoù peotramant
Yvette : Ya ya
Lors : Ne vize ket doukennoù ?
Yvette : Nann nann pas... me me a gemere tout ebarzh ...
Lors : Boutailhoù
Yvette : Ya boutailhoù
Lors : A ya ha peseurt mod e vize paeet an impoioù ebarzh ur bistro egizse ?
Yvette : Mes da gomañs ne vize ket ... ne oa ket kalz impoioù ... mes da gomañs me me ne'm boa ket « chiffre d'affaire » gwall vras koa hag ar re all ...am boa araok e oa kozh kozh « eh ben » an drase .... o deus dalc'het ... a vize dalc'het ar buro butun Ha ne raent ket kalz konvers ken koa ... ha me am boa demarret gant gant priz ar rese hag en doa sikouret ac'hanon daou vloaz bennaket araog e oa erruet war ma c'hont evel a faot koa ...ha ya ya an impoioù m'ho peus c'hoant a vez paeet diouzh ar bloaz araok pe diouzh daou araok memes awechoù ... krediñ awalc'h a ran
Lors : A
Yvette : Ya ya « j'crois qu'c'est deux ans »
Lors : Daou vloaz araok
Yvette : « Oui j'crois » mes warlerc'h gast en doa chañchet an traoù, gast ola me ... me « brassait » ur bern moneiz mes ne veze ket kalz « bénéfice » an taksoù o doa ogmantet ur bern ... ha warlerc'h neuze e oa aet o la la ... mes bon
Lors : Re uhel koa re bell
Yvette : Ya ya mes bon
Lors : Hag etre tout zo bet moaien deoc'h en em sachañ koa
Yvette : Ya ya ya ya
Lors : Pet bugel ho peus bet ?
Yvette : C'hwec'h a vugale
Lors : Hag ho peus gallet sevel anezho toud
Yvette : Ya ya
Lors : Gant ar bistro
Yvette : Ya ha deskouezet mad toud ... ha ya ma vizen bet chomet ebarzh ar feurm ne'm beze ket gallet kas anezho d'ar skol ar modse « hein »
Lors : Nann
Yvette : Nann o nann ebarzh ar feurm e oa mizer ruz
Lors : Mizer ruz
Yvette : Ya ha ma gwaz, Doue d'e bardono, a oa bambocher
Lors : A bon
Yvette : Bin ya ... e oa aet d'ober marc'hadour saout
Lors : Da belec'h ?
Yvette : A bin
Lors : Partout
Yvette : Partout mes hennezh a zebre toud e moneiz awalc'h eunan
Lors : Eunan
Yvette : « Bon... paix à son âme »
Lors : Doue d'e bardono
Yvette : Doue d'e bardono
Lors : Ya ha pevare eoeñ maro ?
Yvette : Bin ... mes ... divorset e oan araok mes... se en doa sikouret ac'hanon ur bern kar ekeit 'vize amañ e veze mezv... mezv bemdez, mezvdall
Lors : A ya
Yvette : Ha « méchant »
Lors : A ya
Yvette : Ya ya mes bon
Lors : Ha drouk e veze pa ne veze ket mezv ?
Yvette : Pa ne veze ket eñ a oa jentil kenkenañ ...ya ... se a zo kaoz en doa graet ur bern bugale din
Lors : A ya ha pa veze mezv
Yvette : O ya abenn ar fin en doa kollet e benn koa ... ya ya bin abaoe abaoe apeupre emaon amañ ... e oan maunan koa ... me am boa divorset e oan « en 77 » ha warlerc'h goar' 'rit... n'en doa ket mann ebet da welet amañ ken ...ha maro ...petra en doa eñ pemp vloaz ha triugent marteze
Lors : Ha ya
Yvette : Nann pemp ha hanterkant
Lors : Ha peseurt micher a rae
Yvette : Bin mann ebet ...bin nann abenn en doa aretet da ... warlerc'h e oa konsideret « comme » klañv ivez koa
Lors : Kollet gant ar ...
Yvette : Kollet gant ar boeson
Lors : Kollet gant ar boeson ... trist eo
Yvette : Bin ya
Lors : Peseurt anv bihan en doa ?
Yvette : Denis
Lors : Ha n'ho peus ket bet kemeret ur gwaz all goudese
Yvette : Nann, bet am 'eus bet kopinyed mes
Lors : Mes pas da zimeziñ
Yvette : Pas da zimeziñ nann nann ... ne c'houlan ket dimeziñ ken ha bremañ emañ « très bien »
Lors : Matre ar modse
Yvette : Ya mattre ar modse