Istor ar brezhoneg

Gant an embregerezh Noz Images eo bet savet ar filmoù-mañ tro-dro da oberenn Erwan Vallérie, bet o plediñ un tamm mat gant an danvez-se ha bet embannet gantañ ul levr war ar mod hag ar stumm da zistagañ an anvioù-lec’h e Breizh  : « L’art et la manière de prononcer ces sacrés noms de lieu de Bretagne » ; Douarnenez, le Chasse-Marée/Ar Men, 1996.
Dispaket e vez enno diaezamantoù pennañ an dud (Breizhiz koulz hag ar re all !) pa glaskont distagañ an anvioù-lec’h-se, ha degas a reont abegoù poellek d’ar pezh a seblant bezañ diboell… Displeget e vez ganto ivez, o teurel ur sell ouzh koazhadur tachenn ar brezhoneg hag ouzh an implij a voe graet eus anvioù-lec’h brezhonek gant ar yezh roman, penaos e tiflukas, adalek an XIvet kantved, an div rannyezh pennañ m’emañ o orin e donedigezh ar Vretoned en arvorig.

Ur sapre luziadell eo distagadur an anvioù-lec’h brezhonek, pechoù ha trapoù hed-a-hed. Ha pa gavfe d’an nen n’ez eus na penn na lost na reolenn ebet d’an distagadur-se, ez eo poellek-tre e ziazezoù e gwirionez. N’eo ket stumm gallek an anvioù-lec’h brezhonek un distresadur anezhañ ; un amprest an hini eo, reolennoù strizh dezhañ. Atersadenn Erwan Vallerie, Doktor war istor ar sevenadurioù keltiek. Evit goût hiroc’h, kit da welet war ode Bretania.bzh : bretania.bzh/exploitation/la-prononciation-du-breton.aspx

Kartennoù an emdroadur

Ur yezh predenek eus ar Mervent eo ar brezhoneg, bet diazezet ganti, bep ma tilestre ar Vretoned en Arvorig, roudoù diwezhañ ar galianeg, seul aezetoc’h ma oa anezhañ ur yezh tost-tre d’ar predeneg dre an darempredoù diehan a veze etre ar ragenez hag enez-Vreizh abaoe an Henamzer. Adalek an XIIvet kantved avat e pella ar brezhoneg diouzh ar yezhoù predenek all ha dont a ra ur rannyezh war-wel e Bro-Wened, diwar levezon ar yezh roman.