Tap

Mare Troskol e Breizh

Da welet, videoioù emgavioù POT, sevenadur ha yezhoù Breizh

[Videoioù]

Setu boulc’het gant ar gouarnamant koulz adaozañ an implij-amzer skol.

D’ar strollegezhioù lec’hel eo bremañ da renkañ, hervez o c’hoantoù, an doare da zegemer ar vugale a vez dindan o c’hiriegezh, goude ar prantadoù-skol.

Diwar intrudu Bretagne Culture Diversité / Sevenadurioù eo bodet darn vrasañ an hentadoù-studi divyezhek, kevredadoù an dañs hag ar sonerezh e Breizh, an Tiez-bro, dilennidi ha tud e karg eus kevredigezhioù, ha ganto holl eo bet soñjet e vefe ar prantadoù-se un digarez a-zoare da gas danvez Breizh d’ar skolidi.

Rak e-mesk aozadur nevez an amzer-skol, e vo posupl e gwirionez kinnig stalioù-labour liammet gant sevenadur Breizh : c’hoarioù Breizh, istor, sevenadur, kontadennoù, dañsoù, sonerezh, gouren, broderezh, kan, arzoù plastek…

O labourat emañ neuze ar strollad TAP Breizh evit kas war-raok sevenadur Breizh e-mesk ar strollegezhioù. Kinnig a ra neuze BCD Sevenadurioù renabliñ an holl ezhommoù, da c’houzout pezh emaint o c’hortoz kaout a-fed sevenadur Breizh, hag ivez renabliñ an oberiantizoù kinniget, evit ma vefent aesoc’h da dizhout e pep korn ar vro.

bouton_TAP-Klask

bouton_TAP-Kinnig

Titouroù : gro.v1490884266idcb@1490884266tcatn1490884266oc1490884266.

Pellgargañ :

Teulioù da bellgargañ :

[Follenn-nij A5 MARE TROSKOL]

[Skritell A3 MARE TROSKOL]