Bezañ ezel e BCD
Ur gevredigezh hervez lezenn 1901 eo BCD/Sevenadurioù.
Pep hini (den pe gevredigezh) a c’hell emezelañ.
Gellout a reer emezelañ dre ar borched Helloasso :
Pe dre lizher, evit-se pellkargit follenn emezelañ BCD/Sevenadurioù ha kasit anezhi en dro da :
Bretagne Culture Diversité / Sevenadurioù
Kendi Astrée
3, bali Cosmao Dumanoir
56100 AN ORIANT
02 97 35 48 77
Emezeliñ da BCD /Sevenadurioù a dalvez kement a :
- Skoazell ur raktres sevenadurel diazezet war ur glad hep e bar,
- Stourm evit ma vefe rannet holl zoareoù ar sevenadur etre ar brasañ niver a dud en ur mod simpl hag aes,
- Sikour kenkoulz ar raktresoù evit renabliñ ar glad, hag ar raktresoù sevenadurel mod nevez,
- Kemer perzh er brudañ al liested sevenadurel hag ouzh an talvoudekaat sevenadurioù Breizh,
- Kadarnaat talvoudegezhioù denel evel : liested ha gwirioù sevenadurel, krouidigezh ha perzhiadur,
- Kreñvaat ledander ha gwelusted hon oberiantizoù ha padusted hor raktres,
- Kemer perzh e buhez hor c’hevredigezh, ha gellout lakaat hoc’h anv evit mont e-barzh hor c’huzul-merañ.
Bezañ ezel a dalvez kaout un nebeud gounidoù ivez :
- Un distaol war embannadurioù BCD/Sevenadurioù (aktoù ar c’hendivizoù, Karnedig Plop…)
- Bezañ asur kaout ur plas evit selaou ouzh ar prezegennoù aozet en-linenn (ur 100 plas hepken), ha gellout kemer perzh enno dre sevel goulennoù ouzh ar prezegennerezed ha prezegennerien)
- Bezañ kaset ingal keleier BCD/Sevenadurioù.