E fin ar bloavezhioù 1940 e stagas burevioù-studi Sant-Nazer gant ur rummad nevez a eoulistri divent rak ken diasur e oa deuet hent kanol Suez ken e ranked mont gant hentoù-mor hiroc’h diwar-neuze.
War-nes tizhout o fal e oa Chanterioù Sant-Nazer e 1953, gant c’hwezek eoulestr war sevel pe bet urzhiet digante. Kevezerezh bras a oa gant ar Japaniz, tud dillo da labourat anezhe. Seveniñ o c’hefridioù a dermenoù berroc’h-berrañ e tiskouezas Chanterioù Sant-Nazer bezañ kat d’ober avat. E-korf c’hwec’h miz e voe savet an Olympic Freedom (96 000 t) gante e 1964, hag e-korf pemp miz e voe peurfardet ar World Faith, e vreur gevell. Seul vrasoc’h e teue ar batimantoù da vezañ, seul aezetoc’h e voe buhez ar vartoloded war o bourzh : ur saverez eus pep bourzh d’egile, ur poull-neuial, ul leurenn-vourzhiañ evit ar biñseskell…
E 1966 e voe staget gant ur program arnevesaat c’hoazh, ha savet ur chanter ken divent ken e voe boemet ar baramantourien gantañ. Mont war renk kentañ saverezh ar supertankerioù 500 000 tonenn a oa pal chanterioù Sant-Nazer adal neuze. Evel-se e voe sinet gant ar paramantour gresat Onassis urzh-prenañ pevar eoulestr 280 000 tonenn pep hini… war ur serviedenn baper ouzh taol-kont ur palez-ostel e Pariz, da goulz un emgav gant rener meur Chanterioù ar Meurvor atlantel. E 1976 e voe moret ar Batillus hag ar Bellamya, daou eoulestr 550 000 tonenn pep hini, bet urzhiet gant ar gompagnuniezh Shell. Fin e voe avat gant ar barr boemus-se e 1979 war-lerc’h morerezh ar Pierre Guillaumat hag ar Prairial, an daou eoulestr ramzel diwezhañ bet savet ha fardet e Sant-Nazer.