Dont a ra kartenn al lec'hioù e dalc'h e kumunioù arvor Breizh eus ar roadennoù dastumet gant an arsellva OSIRISC. Niveriñ a ra ar gwalloù hag ar stokoù deuet da heul darvoudoù krignerezh ha liñvadenn gant ar mor, oc'h implij danvez embannet (kazetennoù rannvroel, dielloù...) hag arselloù war an dachenn. Ouzh ar c'hartennoù e kaver pemp rummad bras a riskloù : riskloù evit an dud (gwallzarvoudoù c'hoarvezet abalamour da liñvadennoù gant ar mor pe tud aet gant ar mor pa oant war an aod), riskloù evit ar savadurioù (tiez, savadurioù publik pe brevez dezho implijoù a bep seurt, tachennoù-kampiñ, hentoù, h.a.), tachennoù hep savadur ebet (tachennoù evit al labour-douar pe implijoù all), oberiadurioù evit gwareziñ an aod hag oberiadurioù ar porzhioù, ha da echuiñ, lodennoù aod gwelet evel « naturel », da lavaret eo ma n'eus riskl denel ebet stag outo, met a c'houzañv efedoù ar c'hrignerezh hag al liñvadenn memes tra.
Skoet eo bet holl gumunioù an arvor e-pad ar c'houlzad arsellet, met e doareoù disheñvel-tre hervez stumm geomorfologek aodoù ar gumun (doare an aod, uhelder...), an durc'hadur, met ivez hervez niver ha liesseurted ar riskloù. Evit Breizh a-bezh eo bras-tre lodenn ar rummadoù « savadurioù » (ouzhpenn un drederenn eus ar riskloù) hag hini an oberiadurioù porzh ha gwareziñ (ur bempvedenn eus ar riskloù). Skoet int e 57 % eus an darvoudoù arsellet. Evit keñveriañ, n'eo bet skoet an aod naturel nemet un tammig dindan 42 %. Dre chañs, ral-tre eo ar gwezhioù m'eo skoet an dud.