Krignerezh aod ha liñvadenn : eus petra 'zo kaoz ?
Ar c'hrignerezh aod a dalvez ur c'holl en ec'honad danvez a ra an aodoù : tornaodoù o tisac'hañ, traezhennoù o treutaat, lodennoù tevennoù a ya da netra. Argerzhoù a bep seurt, a c'hoarvez asambles, a zo kaoz ar c'hrignerezh : distabilded ar pouez-traoñ, argerzhoù mor (houl, gwagennoù ha redennoù-mor), amzer (avel, glaveier), kevandirel (dourredennoù, dour danzouar) hag antropek (eztennañ gouelezennoù, sevel oberiadurioù, h. a.). Setu perak e vez implijet al linenn aod evel merker alies, da c'houzout pegen gardis eo ar c'hrignerezh aod. O sellet ouzh plas al linenn aod en amzer e c'heller gouzout petra eo hec'h emdroadur, ha pegen buan ez a war-gil (pe get) e-pad ur c'houlzad bennak.
Evit pezh a sell al liñvadenn e talvez dic'hlann gant ar mor. C'hoarvezout a ra pa zeu live ar mor da vezañ uheloc'h eget al linenn aod naturel pe hini an oberiadurioù aod. A-walc'h eo kaout ur gourlanv, dezhañ ur c'henefeder mare uhel, evit kaout ul liñvadenn a-wechoù, met brasoc'h eo ar chañsoù e c'hoarvezfe pa vez uhelaet live ar mor ouzhpenn, gant un avel greñv tuet war-zu an douar, gant gwagennoù bras o ampled hag un aerwask izel. Dic'hlannoù, sparkadoù bannet ha/pe boulc'hennoù a ra al liñvadenn.
E Breizh e vez dastumet an evezhiadennoù war ar c'hrignerezh hag an darvoudoù a liñvadenn gant ar mor gant arsellva enframmet riskloù an aod (Osirisc). War roadennoù meneger broadel ar c'hrignerezh aod (Inec) eo harpet labour an arsellva peurgetket. Keñveriañ a ra ar meneger plas al linenn aod e-kreiz an 20vet kantved hag e penn-kentañ ar bloavezhioù 2010, 60 bloaz goude.
Goustad eo efedoù ar c'hrignerezh war an aodoù roc'hellek e Breizh, dre vras. Buanoc'h int war an aodoù graet gant tornaodoù blot, hag ar berniadurioù traezh ha bili, dreist-holl. Drastoc'h eo an efedoù e lec'hioù 'zo, evel e tornaodoù ar Vin Aour e Pennestin, e traezhennoù ha tevennoù e reter diskarg gwazh an Intel er Mor-Bihan, e strizh-douar Pentevr, da skouer. El lec'hioù-se e kil an douar etre 0,5 metr hag un tammig nebeutoc'h eget 2 vetr bep bloaz, mui pe vui. En erv hag e tevennoù bae Gwaien, e Penn-ar-Bed, e vez kavet an talvoudoù uhelañ. Daoust da se, n'ez a ket ar c'hrignerezh buanoc'h eget 0,5 m/bloaz e Breizh dre vras. Menegomp e c'hell al linenn aod mont war-raok ivez a-wechoù.
Evit al liñvadenn e kaver ar riskloù brasañ war an aodoù izel dre verniañ hag an aodoù artifisielaet gant oberadurioù aod izel. Ouzh kartenn takadoù izel aodoù Breizh e weler an tiriadoù a zo bet beuzet dija pe a c'hellfe bezañ : en o zouez e kaver an inizi izel, ardraoñ an traoñiennoù-stêr goloet gant paludoù peurgetket, ribloù an aberioù hag an izelennoù lec'hiet a-dreñv da irvi. Setu ma c'hoarvez alies en tiriad izel e su ar Vro Vigoudenn, eus Enez-Tudi da Benmarc’h ha betek paludoù bae Gwaien ; gwir eo ivez e ledenez Gavr, en Enez-Sun hag e Sant-Maloù, ouzhpenn da aod Plerin (Ar Rozaer) ha da Dredraezh-Lokemo. Hervez al lec'hioù eo boutin pe voutinoc'h an darvoudoù, hag uhel pe uheloc'h an dour evelato.
Prez war an aodoù
An niver a zalc'hoù savet tostik ouzh al linenn aod n'en deus graet nemet kreskiñ abaoe an 19vet kantved, ha gantañ ar riskloù pa vez darvoudoù aod. A-viskoazh eo bet disachet an dud gant an arvor, moarvat. A-gozh-tre e oa bet deskrivet labourioù hengounel enno : pesketaerezh, kenwerzh, holenaerezh ha sevel-kregin. Met e-pad pell ne oa ket kalz a dud o chom war an aodoù, ha dreist-holl ne oa ket kalz a gêrioù enno, estreget ar porzhioù-kenwerzh pe vrezel. Cheñchet e oa an doareoù adalek fin an 18vet kantved, e Frañs kement hag en Europa. Kevredigezhioù bourc'hiz an 19vet kantved a anavezas plijadurioù an aodoù. D'ar memes koulz e oa kresket ar boblañs ha deuet e oa ret astenn an douaroù gounezet. Krouet e oa neuze polderioù e plas ar paludoù, evel e Dol, da skouer. Stankoc'h e teuas an eskemmoù kenwerzh war vor da vezañ gant an dispac'h industriel ivez. Kreskiñ a reas ar c'hêrioù porzh (pesketa, kenwerzh, arme), astenn a rajent a-hed an aod, war ar mor a-wechoù zoken, ha dont a reas muioc'h-muiañ a dud da chom enno gant didudañ ar maezioù. Arvorelaat ar boblañs ha stankaat an annez war an aodoù a zeuas da vezañ kreñvoc'h en 20vet kantved, da heul an eil Brezel Bed peurgetket. D'ar mare-se e oa bet diorroet an aodoù buan. Deuet e oa an douristelezh ha plijadurioù ar c'houronkañ da vezañ poblekoc'h, ha kresket a-daol-drumm an touristañ hag ar sevel-tiez e Breizh.
Hiziv e chom dedennus an arvor ha kreñv eo gwask ar sevel-tiez c'hoazh, setu m'eo uhel-kenañ prizioù an tiez, dreist-holl ar re lec'hiet diouzhtu war an talbenn-mor.
Petra a c'heller ober ?
Ne soñj ket an arvoriz er riskloù
Mont a ra kêriekaat an aodoù war-gresk atav, hag an niver a dud e dalc'h ar c'hrignerezh hag al liñvadenn gant ar mor ivez. Daoust da se ez eus bet diskouezet gant studioù lies ez eo mat-tre sell an dud war an arvor. Ar re a zo o chom enno a gav dezho o deus chañs, ha riskloù an aod n'emaint ket e-touez o frederioù. Gouzout a ouzont mat a-walc'h emañ an hin o cheñch, met hervezo e c'hoarvezo riskloù an aod pell anezho, er spas (« e lec'h all 'vo ») hag en amzer (« amzer 'zo »). Fiziañs o deus ivez en emellout ar galloudoù publik hag en ijinouriezh aod, setu ma n'emaint ket en arvar e mod ebet e kendalc'hint da gaout annez en arvor. O fiziañs a zispleg ivez perak eo gwelloc'h ganto atav startaat al linenn aod eget soñjal mont war-zu an argoad da chom. Padal, ar soñj difiñvus-se, a glask delc'her al linenn kousto pe gousto, a vez lakaet en arvar gant ar politikerezhioù publik, aliesoc'h-aliesañ.
Ar merañ publik o tigreizennañ
Gant ar galloudoù publik e vez kemeret e karg ar merañ hag ar c'houstoù deuet eus riskloù an aod e Frañs, dre gustum, pa reolennont ar c'hêriekaat ha pa arc'hantaouont al lodenn vrasañ eus an oberiadurioù difenn ouzh ar mor. Ouzhpenn da se e vez digollet reuzidi ar gwall-reuzioù naturel gant ur reizhiad publik diazezet war ar c'hengred broadel.
Bremañ, avat, emañ merañ riskloù an aod o cheñch kalz, pa vank arc'hant d'ar Stad ha p'emañ live ar mor oc'h uhelaat, ha goude gwallzarvoud Xynthia e 2010.
Da gentañ, ar Stad en deus kreñvaet an diarbennoù evit bevennañ strizh ar c'hêriekaat en takadoù aod risklus, oc'h adlañsañ Steuñvoù dizarbenn riskloù an arvor (PPRL) abaoe 2011. Sevel anezho en deus diskouezet e oa tenn an tabutoù alies etre ar Stad, a vez rebechet outañ bezañ re start war ar surentez, hag ar strollegezhioù lec'hel, a vez diskred warno alies pa soñjer e lakfent diorren o ziriad hag interestoù o melestridi a-raok al laz hollek. Kenstokoù rust o deus enebet anezho e meur a lec'h e Breizh, evel e Karnag pe e Dol, da skouer.
Da eil, kustum a rae ar Stad harpañ difenn al linenn aod a-enep d'ar mor gant an ijinouriezh aod, ha ne ra ket ken : broudañ a ra bremañ mennad adlec'helaat an obererezhioù hag ar madoù staliet en takadoù e dalc'h ar c'hrignerezh aod. A-du all, evit al liñvadenn eo chomet gant sell « emzifenn » ar Strategiezh vroadel evit merañ ar riskloù a zic'hlann.
Ur fed all a zo da venegiñ : tamm-ha-tamm e vez digreizennet merañ riskloù an aodoù gant ar Stad, ha roet e vezont d'ar c'humunioù ha d'an etrekumuniezhioù. Gant se eo deuet ar varregezh « merañ ar meteier dour ha dizarbenn an dic'hlannoù » (Gemapi) da vezañ hini ar strollegezhioù kumunioù abaoe 2018. Digreizennet eo bet neuze merañ ar chaoserioù mor : ur reveulzi eo evit gouarnerezh merañ riskloù an aod e Frañs.
A-hend-all ez a a-du gant an dra-se al lezenn hin ha dalc'husted votet a-nevez, e 2021. Da 126 kumun a-youl vat e ro an atebegezh da sevel kartennoù ar riskloù krignerezh a-benn 30 vloaz ha 100 vloaz, da gontrollañ strizh-tre ar c'hêriekaat el lec'hioù e dalc'h ha da akuizitañ font ha madoù diloc'h evit prientiñ an adlec'helaat. Kalz a youl o deus diskouezet kumunioù hanternoz Breizh war an tem-se, ha 41 anezho a zo enskrivet war al listenn-se. Evit poent, koulskoude, ne zeu ket ar giladenn da wir war an dachenn, ha bras eo an diaesterioù dirazi pa n'eus ket bet lakaet arc'hant gant al lezenn evit se ha p’eo uhel-tre eo talvoud ar madoù diloc'h war an aodoù.
A-benn ar fin, arvor Breizh n'eo ket re vresk rak nebeut a zarvoudoù a c'hoarvez ennañ evit pezh a anavezer e Frañs, hag alies eo engouestlet ar c'humuniezhioù lec'hel e doareoù youlek da verañ riskloù an aod. Met er c'hontrol e teu ar rannvro da vezañ breskoc'h abalamour d'ar sevel-tiez gwaskañ kalz war an arvor, rak pozitivel eo sell an dud war ar c'hêrioù kouronkañ ha kalite ar vuhez a vefe e Breizh (kreñvaet ouzhpenn sur a-walc'h gant an enkadenn Covid ha rakweladoù ar cheñchamant hin). Un difi e chom neuze azasaat hon arvor ouzh efedoù ar cheñchamant hin evit al liñvadenn hag ar c'hrignerezh. Klask a ra merourien ha klaskerien, gant enklaskoù liesdiskiblezh, reiñ mennozhioù evit mont war-zu diskoulmoù kempoell, reizh ha padus.
Troet diwar ar galleg gant Lena Catalan Marcos