Abadenn Plouyann e 1898 a ro lañs en-dro d’ar c’hoariva pobl e Brezhoneg

Aozer : Patrick Gourlay / Genver 2019
Ne gaved c’hoariva pobl e Brezhoneg nemet e Bro-Wened hag e Bro-Dreger e dibenn an XIXvet kantved, pa soñje d’an holl e oa toc’hor. Ha koulskoude e oa bet c’hoariet Mister Buhez Sant Gwennole e Plouyann, d’ar Sul 14 a viz Eost 1898. Ha gant an abadenn-se eo bet roet lañs en-dro d’ar c’hoariva pobl e Brezhoneg.

Prederiet bras e oa ar re a oa er penn-kentañ eus an avañtur sevenadurel-se koulskoude : ret e oa dezho tremen hep ober ar fazioù en doa graet an Uhel, p’en doa leurennet mister Buhez Santez Trifin e Montroulez e 1888. Gwiskamantoù dijaoj pe kamm-amzeriet, c’hoari er-maez ar c’houlz ar c’hoarierien : kement ha ken bihan ma oa aet an taol er c’hleuz. Hervez Tangi Malmanche e oa bet taol ar marv evit ar c’hoariva breizhek zoken. Ha dek vloaz goude, ez eo gant ar soñj eus an taol penn-bazh-se e teuas da soñj da Emile Kloareg, Charlez ar Govig, Anatol ar Bras ha Maxime Maufra sevel abadenn Plouyann. Pep tra a ranke bezañ eus ar vegenn evit reiñ lañs da azginivelezh ar c’hoariva pobl brezhonek.

Perzh pennañ Emil Kloareg, republikan ha rannvroelour

Deuet e oa abadenn Plouyann da heul meur a emgav a-bouez. Gant Emil Kloareg, maer ar barrez-se tost da Vontroulez, e oa bet roet lañs d’ar strollad gant tud ar vro c’hoazh, hag e miz Gwengolo 1897 e oa bet kouviet gantañ an dud dedennetañ gant ar c’hoariva pobl breizhek. Eno e oa Anatol ar Bras, a veze o labourat war e dezenn diwar-benn ar c’hoariva keltiek, Charlez ar Govig, brudet-kaer da neuze gant e romant Le Crucifié de Keraliès, al livourien Émile Dézaunay ha Maxim Maufra, a gave dezho e ranke an arzoù bezañ lakaet e servij ar rannvroelezh, met ivez ar c’hizeller Ludovic Durand, brudet-mat betek kêr New York, Ary Renan, arbennigour ar gwiskamantoù, hag an teñzorer, an apotiker Pierre Famel.

Ar berzhidi gwellañ

Gant ar strollad-se eo bet ijinet an abadenn c’hoariva pobl breizhek bras e miz Eost 1898. Pep hini eus outo o vezañ an hini gwellañ war e dachenn, dindan renerezh Emil Kloareg, penn-aozer hag arc’hantaouer an devezh. Gant Anatol ar Bras, Charlez ar Govig ha rener ar strollad, Thomas Park e veze evezhiet ar pleustradennoù. Dibabet eo bet ar pezh-c’hoari e-touez roll ar misterioù, pezhioù ar Grennamzer a blede gant buhez ar sent, an Testamant Kozh pe an hini Nevez. En diavaez e veze c’hoariet abadennoù ar c’hoariva pobl : e Plouyann e oa war blasenn ar gêr, dirak ar c’hloz-iliz. Ludovic Durand a rae war-dro al leurenn hag an drek-leur, gant Maxim Maufra e oa livet ar c’hinkladurioù lec’h ma veske modernelezh hag hengoun ar mister kozh, gant Emil Dézaunay e oa bet treset ar programm, gant Ary Renan e oa bet ijinet ar gwiskamantoù savet gant Lambert, gwiskamantour e Pariz. E Louis Bourgault-Ducoudray ha Jean-Guy Ropartz e oa bet fiziet ar sevel tonioù ; un eus ar sonerien bet pedet a oa Michoig Peron, brudet e Breizh a-bezh. Ar Braz hag ar Govig o doa lakaet war-wel an darvoud sevenadurel a-drugarez d’o rouedadoù e metoù al lennegezh hag ar c’hazetennoù e Pariz; skoazell o doa bet ivez gant Bretoned Pariz ha meur a ezel Akademiezh Bro-C’hall. Pleustradegoù zo bet e-pad c’hwech miz, div wech ar sizhun, evit ar pevarzek aktour a-youl vat oadet etre 15 ha 29 vloaz. Labourer‑douar eo hemañ, hennezh tavarnour, toucher-kezeg, marichal, kemener, kloareg, mevel pe implijad en is-prefeti. Seul hiroc’h a-se ar skrid o doa da eñvoriñ pa rankent c’hoari pevar pe pemp perzh pep hini, en o zouez perzhioù ar merc’hed.

Aktourien ha g adsaverien ar c’hoariva breizhek. A. ar Bras, Dézaunay, Maufra, Kloareg, ar Govig, Famel, Durocher. Strollad Plouyann - Thomas Park lesanvet Parkig, rener gwiskamantoù mister Sant Gwennole - Cartolis

An darvoud : abadenn ar 14 a viz Eost1898

Tri pe pevar mil den a oa bodet dirak iliz Plouyann ar Sulvezh-se a viz Eost. Pennoù-bras ar politikerezh, fonksionerien, bourc’hizien, juloded ha beleien chouk‑ha‑­chouk gant tud gwisket gant dilhad hengounel, deuet niverus, met ivez Parizianed, Amerikaned ha Saozon a veze o vakañsiñ er parrezioù war an aod tro-dro. Tremenet digudenn an abadenn, hep na vefe bet ankounac’haet pozioù, hep an disterañ darvoud teknikel, na si en aozadur. Deuet e oa Teodor Botrel da ganañ «Kloc’h Is» e-doug an ehan-c’hoari. Evit lod eus kazetennerien Pariz edo nerzh ar pezh-c’hoari «ur mister diskouezet en e c'hlander mil-gozh […] gant ar feiz hag an eeunegezh chomet e kalon ar Vretoned devod ha feal ». Kement-se a lake splann e veze empentet Breizh evel un dachenn chomet a-gostez, lec’h ma c’hoaried er XVIvet kantved, evel er-maez an amzer. Met evit lod all, evel ar sokialour jakobin Yves Le Febvre, ne oa kement-se netra ‘met «abadenn un arz sovajed » ; pe c’hoazh ur « breinadur distumm » adsavet a varv da vev, hervez Armand Dayot, an hini a voe prezidant Ar Re C’hlas e Breizh. Un darvoud sevenadurel a-bouez-bras eo bet an abadenn-se, ha redet en deus brud berzh an arvesterien hag heklev ar c’helaouennoù betek en estrenvro, ha penn-kentañ un azginivelezh evit ar c’hoariva poblek eo bet.

Bleun Brug Douarnenez, 1928. 'Mister Breizh', an aktourien - Cartolis

Ul lusk nevez savet

Adalek 1898 e kreskas brud strollad Paotred Plouyann e Breizh-Izel. Pedet int bet da zont da c’hoari e Landreger, Gwengamp, Plouared, Gwened, Kemperle, Brest, Douarnenez, Gwaien, Pont ‘n Abad, Karaez, Uhelgoad, Sant Nouga, hag alies e trowardroioù Montroulez. Ken bras o brud m’eo bet soñjet, poent bennak, ma vefent bet kaset e 1900 da Bariz da c’hoari e-doug an Diskouezadeg Hollvedel. Deuet e oa da wir azginivelezh ar c’hoariva e Brezhoneg betek ar Brezel Bras, ha tud all a felle dezho ober evel strollad Plouyann. E 1906 e oa pemp strollad ha tregont e Bro-Leon, Bro-Gerne, Bro-Dreger ha Bro-Wened. Laik e chomas strollad Emil Kloareg, padal e voe kaset gant vikeled patronajoù katolek ar strolladoù all diwanet goude. Strollad ar Vro Bagan a zo hiriv an deiz un heuliadenn gaer deuet diwar an avañtur-se, sevenadurel ha poblek.

C’hoariva Begnen « Mouezh ar gwad » gant Job. ar Bayon. Arvest V :Pedenn an noz e ti tad ar bugel prodig - Cartolis Job ar Bayon, vikel Begnen (1876-1935)

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozer : Patrick Gourlay, « Abadenn Plouyann e 1898 a ro lañs en-dro d’ar c’hoariva pobl e Brezhoneg », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 28/01/2019.

Permalien: https://bcd.bzh/becedia/br/abadenn-plouyann-e-1898-a-ro-lans-en-dro-d-ar-c-hoariva-pobl-e-brezhoneg

Bibliographie

  • Gourlay Patrick, Le Renouveau du théâtre populaire breton. Émile Cloarec, un régionaliste à la Belle Époque, Spézet, Coop Breizh, 2016.
  • Le Menn Gwennole, Histoire du théâtre populaire en breton, XVe-XIXe siècle, Rennes, Dastum-Institut Culturel de Bretagne, 1983.

Lien

 

Kinniget gant : Bretagne Culture Diversité