Afer kamp Conlie, torfed pe stlabez ?

Aozer : Yves Jézequel / Du 2016
Pa oa bet roet e lamm da Napoleone III e miz gwengolo 1870 e klaskas ur gouarnamant republikan talañ ouzh argerzh an arme brusian. Evel-se e voe savet « Arme Breizh » gant ar jeneral a Gêratri, e Conlie, damdost da Le Mans. Gwashoc’h c’hoazh evit argadoù an enebourien e c’houzañvas an arme-se rak ar wallamzer, ar stlabez a veze o ren war bep tra hag ar sach a veze etre ar pennoù-bras.

Un difenn bitellet buan-ha-buan

Kerkent ha kodianet gant arme Napoleone e Sedan d’ar 4 a viz Gwengolo 1870 e voe savet ar Republik en-dro. Ha pa oa gronnet Paris gant ar Brusianed e klaskas gouarnamant an Difenn-bro derc’hel penn. Kaset e voe Gambetta, ministr an Diabarzh hag ar Brezel, da Tours e lec’h ma embannas « ar stourm kousto-pe-gousto ». Soñjal a rae dezhañ e vije bet skarzhet an enebourien o sevel un arme soudarded dre gaer. Ne voe ket lakaet an arme-se dindan urzhioù pennoù-bras an armeoù avat.  Freycinet, ijinour ar mengleuzioù anezhañ, anvet da zileuriad ar brezel, an hini a voe lakaet en he fenn.

Ne reas ket berzh an diviz sevel unneg argaeenn evit strollañ, armañ, pourveziñ ha gourdoniñ an emrollidi. Ar Vretoned a voe ar re gentañ o respont d’ar galv, broudet gant

Kêratri

a grede mort e savje miliadoù a soudarded dre gaer.

Banniel arme Breizh bet profet gant ar Roazhoniz d’ar jeneral a Gêratri e 1870. Kelaouenn La Bretagne, nenn 154, miz Du 1937.

Kêrfank

D’an 22 a viz Here e voe fiziet e Kêratri an holl c’halloudoù ret evit frammañ « Arme Breizh » ha staliañ un argaeenn e lec’h e c’hellfe strollañ e soudarded.

Dibab a reas staliañ e wazed e Conlie, ul savlec’h a-bouez e gwalarn Le Mans. War ar prim e voe kempennet un uhelgompezenn nevez-araet evit degemer an emrollidi gentañ, degouezhet eno d’ar 6 a viz Du. Dizale, gant glav pil ar goañv, e teuas al lec’h da vezañ ur gwir gaotier ma sanke ar wazed enni betek o daoulin. « Kêrfank » a voe graet eus al lec’h-se adal neuze.

Gwashaet e voe an traoù c’hoazh abalamour d’ar stlabez a rene er velestradurezh. Setu m’en em gavas ar wazed o kousket war an douar diblouz dindan o zeltennoù evel ma veze kont er brezelioù broioù tomm. Prestik e teuas ar c’hleñvedoù da heul, ar vrec’h paneveken.

Engravadenn gant Jeanne Malivel evit skeudennaouiñ L'Histoire de notre Bretagne gant  Jeanne Coroller-Danio, 1922.

Un arme diarm

Ken stlabezet all e oa ar pourvez-brezel. En em zisammet e oa ar Stadoù-Unanet o profañ d’ar C’hallaoued o c’hozh strakelloù, chomet da heul brezel an Disrann… a oa echu abaoe 1865.

Ar gouarnamant avat a gavas dezhañ e oa mat awalc’h ar c’hozh fuzuilhoù dirapar-se, a veze karget dre o c’henou evit lod anezhe, da danvez-soudarded diampart. Gwashoc’h c’hoazh ez intrikas Gambetta par ma c’hellas evit daleañ pe berzhiañ zoken, chareadeg an armoù goulennet gant Kêratri.

Na perak ‘ta kement-mañ ? Disfi, da gentañ-penn, evit abegoù politikel, etre Kêratri ha Gambetta, daou gog meur anezhe. Enebiezh an arme ofisiel ouzh an ad-arme-se ivez, renet war-eeun gant politikourion, ha disfi ouzh ar Vretoned. Ne oa ket gwall bell c’hoazh eñvor ar Chouanted : « Hoc’h aspediñ a ran : disoñjit ar Breizhad ha ne zalc’hit soñj nemet eus ar Gall a zo ac’hanoc’h», sell aze ar pozioù a voe pellskrivet gant Freycinet da Gêratri.

« Didrouz e varver met re zo re »

D’ar 27 a viz Du e roas Kêratri e zilez, fumet dre ma oa bet lakaet dindan urzhioù Benjamin Jaurès, mestr-kabiten al listri anezhañ, bet anvet da Jeneral. « M ‘am bije gouvezet n’em boa arm ebet da gaout n’em boa ket savet un arme » a zisklêrias neuze gant keuz.

Sevel a reas Marivault, bet anvet d’ar 7 a viz Kerzu, ur rentañ-kont ne laoske douetañs ebet war stad mantrus an traoù : « 43 000 gwaz, a-vec’h an hanter anezhe armet gant fuzuilhoù, 11 seurt anezhe d’an nebeutañ ».  D’ar 17 e kemennas dilez an doktor Cruche pa ne c’helle ket hemañ soagnañ ar glañvidi soubet en dour ; hag echuiñ e brimskrid evel-henn : « Didrouz e varver met re zo re ». Kinnig a reas degas ul lodenn eus an enrollidi da Roazhon en-dro pa ne oa mann ebet, nag embregadeg nag armoù, da ginnig dezhe. Gambetta avat a gavas gwelloch derc’hel anezhe e Conlie. « D’ar gêr ! » a aspede lod eus ar wazed. « A la guerre ! » a grede Marivault kompren pa ne ouie ger brezhoneg ebet. Hag eñ da aozañ an distro da Roazhon memestra, en desped da urzhioù Gambetta.

Pastoral Conlie. Pa oa Jean Moulin is-prefed Kastellin er bloavezhioù 1930 e kizellas eizh plankenn awenet gant barzhonegoù Tristan Corbière, La Pastorale de Conlie. Skoet e oa bet-eñ, war a seblant, gant eñvorennoù gwadek ar Brezel Bras ha gwisket en dije eñvor Conlie gant ar skeudennoù-se. Sachañ evezh e genvroidi war argerzh an diktatouriezhoù an hini en doa klasket ober evel-se moarvat.

Kaset d’an argad

D’an 11 a viz Kerzu e teuas ar Jeneral Gougeard, eus an Oriant, d’ober war-dro ar bagadoù bet fiziet ennañ. Anez gortoz urzh ebet e kasas raktal ouzhpenn 20 000 gwaz d’ar gêr en-dro ha sevel ur rannarme gant ar 14 000 gwaz a oa chomet e Conlie (paotred Il-ha-Gwilun ar pep brasañ anezhe). Kaset e voent da harpañ arme al Liger dindan urzhioù ar Jeneral Chanzy.

Kalonek e voe ar Vretoned en emgann daoust d’ar fall ma oa bet prientet an argad ha d’an diouer a bourvezioù-brezel…  Kement-mañ avat ne viras ket ouzh Chanzy a damall da enrollidi Breizh o doa ranket souzañ e La Tuilerie bezañ penkaoz ma oa-eñ bet trec’het e Le Mans d’an 11 ha 12 a viz Genver.

« Koufoniñ, ur vezh !»

143 den a zo marvet e Conlie diwar an 60 000 a oa tremenet eno, war a lenner en dielloù. Tost kement all a zo marvet e Sillé-le-Guillaume e lec’h ma veze kaset ar soudarded a oa da vezañ soagnet. Pell-mat eus ul lazhadeg eta. Trawalc’h koulskoude evit ma savas fromm er re a welas stad truezus an enrollidi pa zistrojont e Roazhon. Ken mezhus ken e voe embannet un danevell diwar kamp Conlie ar bloaz war-lerc’h, gant ur gomision-enklask savet a-ratozh er Parlamant.

Napoleone III an hini zo kiriek da gentañ-penn dre m’en doa disklêriet ar brezel pa ne oa ket prest an arme d’e gas.

Evit Gambetta ha Freycinet ne oant ket gwall brederiet gant difenn ar vro, trelatet ma oant dreist da bep tra gant an aon e savfe ar Chouanted en-dro. « Koufoniñ, ur vezh ! » en doa skrivet Gambetta e miz Kerzu 1870 goude bezañ lennet rentaoù-kont diwar ar c’hamp. « Un triakler a zo achanoc’h ! » a voe distoket dezhañ gant Jules Grévy, unan eus e geneiled er gouarnamant. Evit Kêratri e oa ur brabañser anezhañ pa ne oa ket gwall ampart e gwirionez, o reiñ e zilez hag o tont war e giz meur a wech a bep eil, dic’houest d’ober e soñj ha da gregiñ e-barzh da vat.

Divarregezh ar gouarnamant-da-c’hortoz an hini zo bet kaoz ivez, beuzet ma oa – evel ar Vretoned er fank e Conlie – gant dalc’hoù ne oa ket-eñ evite, anezhañ pennoù bras o vont da heul o raksoñjoù, o c’hoantoù  hag o ourgouilh.

Kement-mañ an hini a voe diskuliet gant ar gomision enklask bet savet gant ar Breujoù d’an 13 a viz Even 1811, ha peoc'h pelloc’h !

Michel Denis avat a zegasas kement-mañ da soñj d’an holl, en abadenn La fabrique de l’histoire, war gwagennoù France Culture d’ar 6 a viz C’hwevrer 2004 :

« Aze emañ deroù ur prantad a-bouez, hini un dizemglev bras etre Breizh ha Bro C’hall, dres pa groged d’ober eus ar Vretoned plouked warlerc’hiet, mammenn an dismegañs a  vroudo lod eus ar Vretoned d’en em sevel koulz en o speredoù hag er fedoù. Un den yaouank e oa Camille le Mercier d’Erm neuze, unan eus ar re gentañ bet diskuliet gante gwirvoud politikerezh Gambetta, pa gemeras perzh, e 1911, e krouidigezh ar c’hentañ strollad broadelour breizhat. »

 

Monumant gouestlet d’ar re marvet evit Bro-Frañs e-kerzh ar brezel 1870-1871, e bered Kornog Sant-Brieg. A-raok bezañ kaset da vered ar C’hornog e oa ar monumant-mañ war Blasenn-Veurzh, a-steud gant ar straed Alsace-Lorraine. - Jérôme Floury

 

Troet gant Jean-Dominique Robin

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozer : Yves Jézequel, « Afer kamp Conlie, torfed pe stlabez ? », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 24/11/2016.

Permalien: https://bcd.bzh/becedia/br/afer-kamp-conlie-torfed-pe-stlabez

Levrlennadur 

  • Anonyme (Louis Foucqueron), L’Armée de Bretagne par un volontaire, Paris, Le Chevalier, 1874.
  • La Borderie Arthur (de), Le Camp de Conlie et l’armée de Bretagne, rapport fait à l'Assemblée nationale, par Arthur de La Borderie... Édition revue par l’auteur, accompagnée de pièces justificatives et de documents nouveaux, Paris, Plon, 1874, 359 p.
  • Bloy Léon, « La boue », dans Sueur de sang, Paris, E. Dentu, 1893, 358 p.
  • Gestin Robert, Souvenir de l’Armée de Bretagne, Brest, Le Borgne, 1908.
  • Le Mercier d’Erm Camille, L’étrange aventure de l’armée de Bretagne. Le drame de Conlie et du Mans (1870-1871), Dinarzh, Éditions de l’Hermine, 1937, 304 p.
  • Chevallier A., Journal d’un soldat de 1870, présenté par Clotilde Duvauferrier-Chapelle, CD Éditions, 1995.
  • Lemoing-Kerrand Philippe, Le camp de Conlie. Les Bretons dans la guerre de 1870, war gont an aozour, 1999.
  • France Culture, « Le camp », rumm-abadennoù La fabrique de l’Histoire, 16 février 2004.
  • Des Cognets Charles, Les Bretons et la Commune de Paris, emb. L’Harmattan, 2012, 450 p.

Kinniget gant : BCD Sevenadurioù

Dielloù e liamm war Bretania.bzh