Ai’ta

Aozer : Jeanne Toutous / Mae 2021

Ai’ta (« deomp ‘ta ») zo ur c’henstrollad bet savet e 2005. Diazezet eo war bennaenn an disujidigezh sivil, tomm da genstrollad DEMO e Bro-Euskadi. Ne stourm Ai’ta nemet evit un dra, ma vefe eus ar Brezhoneg er vuhez foran e Breizh. Er bloavezhioù 2000 eo bet anavezet ar c’henstrollad evit taolioù hewel, ac’hubiñ war ar prim ar savadurioù foran lec’h m’eo unyezhek gallek ar panellerezh, evel tiez‑gar ha burevioù tiez‑post. Gwisket en orañjez ha toget gant perukennoù orañjez, setu ma ra izili Ai’ta taolioù die-in, pe happenings, ha divontañ ar panelloù, hep tamm freuz, en ur zegemer un doare stourm nevez e bed an Emsav. A‑bouez‑bras eo an doare hewel, tost a‑walc’h ouzh hini un abadenn c’hoariva. Ingal a‑walc’h e kaver evel-se pegsunioù orañjez bet embannet gant Ai’ta gant ar bommoù « E brezhoneg ! », « en breton ! » war panelloù-heñchañ. Obererezhioù Ai’ta o deus douget frouezh e 2012, ha troet eo bet e Brezhoneg an holl venegoù e ti‑post Karaez. Heverk eo pegen gwevn eo ar c’henstrollad, ha treuzus e harzoù. Gwechoù zo ne gaver ennañ nemet un dek bennak a izili, gwechoù all e vez un niver bras anezho. Treuzkas o ostilhoù stourm eo o fal, evel ma reont gant o fegsunioù a vez ingalet evit ma vefent peget gant tud all estregeto. Ne glaskont ket bezañ ar re nemeto o tapout krog war o doare-ober, met kentoc’h brudañ anezho e-touez tud an emsav brezhonek. Evit-se e vez aozet gant izili Ai’ta stummadurioù d’an disujidigezh sivil evit ar stourmerien yaouank dedennet gant seurt  doareoù. Mignoned ar Brezhoneg, ar gevredigezh e-liamm gant ar c’henstrollad, a glask bodañ tud all ha ne vefent ket prest da gemer perzh en obererezhioù Ai’ta, evit ober war-dro an aozañ darvoudoù all evel Gouel Broadel ar Brezhoneg, ha ne c’hellfe ket bezañ douget gant izili ar c’henstrollad hepken.

 

Kinniget gant : Bretagne Culture Diversité