Gouel Broadel ar Brezhoneg : ar gouel, ar stourm hag an treuzkas

Aozer : Jeanne Toutous / Mae 2021
Un ensavadur arouezel eur ar reneveziñ sevenadurel breizhek eo Gouel Broadel ar Brezhoneg. Met en tu all d’ar stourm evit ar yezh e ranker menegiñ ar c’hoantoù politikel gwirion. Deomp en-dro war un istor pinvidik lec’h ma kaver an treuzkas evel nerzh desachañ.

Eus Gouel ar Brezhoneg da Ouel Broadel ar Brezhoneg

E Gwengamp e 1974 eo bet aozet Gouel ar Brezhoneg evit ar wech kentañ. Prientet e oa bet ar raktres gant aozadurioù engouestlet er c’helenn ha d’an talvoudekaat ar yezh, Skol an Emsav da skouer, Ar Falz, pe c’hoazh Brezhoneg Yezh Vev. Ne oa tamm anaoudegezh ofisiel ebet eus ar yezh da neuze, hag an tachennoù ma c’helle an emsaverien ober gant ar Brezhoneg enno ne oant ket gwall stank. E-doug an emgav kentañ e Bro-Dreger en em veske stourmoù an emsaverien, sonerezh ha c’hoariva, gant ar pal kevrediñ aktourien reneveziñ ar Brezhoneg. Berzh a ra ar gouel, p’en em gav eno tro 5 000 den ennañ, ha roet emgav dezho evit ar bloaz goude e Kastell-Paol. Meur a barrez eus Breizh-Izel o deus roet bod d’an darvoud deuet da vezañ bloaziek. Met ar gouel ne adkavo ket bep taol ar vrud en doa bet an taol kentañ : ne zeuas nemet 1 500 den da Bondi e 1983. Kendalc’het eo bet gant ar gouel memestra, ha kresket e dachenn  tamm-ha-tamm.

Skritell evit Gouel Broadel ar Brezhoneg e 1975. Mirdi Breizh : 987.0011.25.Adalek 1987 eo kemmet anv ar gouel, p’eo ouzhpennet ar ger «broadel», neuze e tremen eus «Gouel ar Brezhoneg» da : «Gouel Broadel ar Brezhoneg - GBB». Gant ar cheñchamant anv-se e weler ivez eo cheñchet ar strolladoù e penn ar gouel : tremenet eo eus aozadurioù dam-ofisielaet da aozadurioù kadarnoc’h, e-giz Stourm ar Brezhoneg (SAB), disrann diouzh Skol an Emsav anavezet evit bezañ aozet al livañ panelloù-hent unyezhek, met ivez Emgann, strollad politikel emrenelour yaouank, radikal hag a-gleiz. E 1994, ez eo 10 000 den a zeu da gemer perzh er gouel e Speied :  deuet eo GBB da vezañ un emgav poblek. E 2000 koulskoude, gant gwall-daol Kever, eo chomet a‑sav al lañs a oa gant aozadur GBB, a oa deuet da vezañ un hengoun evit an emsav koulskoude. Gwir eo e oa paket aze izili an tu kleiz emrenelour gant o skoazell d’ar stourmerien bac’het da neuze, ha brud fall a oa war c’houlennoù ar vroadelourien. E 2010 E Kavan e tiwan en-dro ar soñj lidañ ar Brezhoneg, dre ziv wech, ha gant nebeutoc’h a dud o tont da gemer perzh, met evit gouelioù priziet-kaer gant emsaverien emrenelourien bro-Dreger. Hag e 2004 e vo cheñchet penn d’ar vazh ur wech c’hoazh : ar gevredigezh Mignoned ar Brezhoneg, tost ouzh ar c’henstroll disentidigezh keodedel Ai'Ta a dap krog en aozadur GBB. Ton an emgav a zeu da vezañ tostoc’h ouzh hini ur gouel, ha n’eo ket ken politikel eeun-hag-eeun, gant ar pal tizhout un niver brasoc’h a dud.

Ur gouel evit ar stourm, ur gouel politikel

Adalek e grouidigezh eo paket Gouel ar Brezhoneg e‑kreiz keñverioù nerzh. Gaou e vefe lavaret eo erru politikel ar gouel adalek 1987 hepken, p’eo bet adtapet gant izili SAB hag Emgann. E 1974 e veze dija gant Skol an Emsav ur raktres politikel evit kevredigezh ar Vretoned, ur raktres hag a ya en tu all da wareziñ ar yezh. Plediñ a rae gant ar stourm evit sevel ur vro a gengred, ekologel ha demokratel. Evel meur a luskad politikel all d’ar mare-se ec’h embann e c’hoant da zifenn ar gwir evit labourerien Breizh da vevañ er vro ha da embann o mennozhioù en o yezh dezho. Ar fed ma vefent o c’houlenn ur gouel unyezhek e Brezhoneg oa un arouez a-bouez : kenwerzhourien ar gêr lec’h ma oa staliet ar gouel a c’hoarie o ferzh en ur sevel panelloù e Brezhoneg, ha dre ma veze cheñchet kumun eus ur bloaz d’egile a ziskouez e oa posupl kaozeal Brezhoneg e pep lec’h e Breizh (evit gwir e chome e  Breizh-Izel).

Skritell evit Gouel Broadel ar Brezhoneg e 1991. Mirdi Breizh : 2010.0032.101.

Adalek 1987 eo deuet raktres GBB da vezañ muioc’h broadelour, evel ma lavare sklaer lod eus an aozerien, e-giz Yann Puillandre, en ur gelaouadenn bet savet gant Riwal Kermareg. Evit an emsaver, pal ar gouel a oa distignañ ur «goustiañs broadel» e-touez ar vrezhonegerien, ur gefridi dedreuzet gant ur goulenn ledanoc’h c’hoazh, ar c’hoant da enoriñ ar yezhoù hag ar pobloù a reer gwan pe nac’het o identelezh diganto er bed a-bezh. Pa oa war al leurenn e 1988, Per Denez en doa keñveriet evel-se diskar ar Brezhoneg gant planedenn an Amerindianed. Dont a rae en-dro tem ar moustradur e genoù an arzourien war al leurenn, evel un tamm trouz en-dro : dre ma veze ur gouel a oa kaset en-dro, ne oa ket trawalc’h dañsal ha kemer plijadur. Dav e oa sevel asambles ur politikerezh hollek nerzhus evit amzer da zont ar Brezhoneg, ha lakaat bec’h war falladurioù ur Stad en doa kreizennet ar galloud e Pariz hepken. Adalek 1988 ez eus bet dibabet un tem evit pep hini eus gouelioù GBB, un doare da dreuzkas keleier an emsav. P’eo bet aozet GBB gant Mignoned ar Brezhoneg er bloavezhioù 2010, daoust ma oa c’hwekoc’h un tamm, e kleved goulennoù ha tamalloù memestra : an anv bet roet d’unan eus al leurennoù da skouer, « Ñ », evit harpañ stourm ur familh da geñver «afer Fañch». Ma n’eo ket ken sklaer ar raktres politikel, e ranker derc’hel soñj ez e oa kemmet an endro abaoe ar bloavezhioù 1970, ha liesseurt e oa neuze an tachennoù ma c’helled embregiñ gant ar yezh.

Mennadoù uhel

E Breizh n’eus ket bet a raktres all par da hini Gouel (Broadel) ar Brezhoneg. Pezh a ra dibarder ar gouel, met ivez pezh a lak harzoù dezhañ, e oa ar c’hoant sevel un dachenn vrezhonek unyezhek, en un endro yezhoniel m’emañ ar Galleg ar mestr dre vras. E-doug an dek vloaz kentañ ma oa bet aozet ar gouel ez eus bet klevet rebechoù ma vefe bet komzet Galleg war al leurenn gant arzourien zo, hag ivez e vefe bet kaozeet nebeut-tre a vrezhoneg gant lod eus an arvesterien ha perzhidi er gouel. Start e seblant derc’hel da reolenn an unyezhegezh neuze, dre ma c’houlenn digant an nevez-vrezhonegerien ur youl kreñv da sentiñ ouzh ar reolenn.

GBB a verk ar speredoù ivez a-drugarez d’al «lurioù kozh», ur moneiz bet savet a-ratozh evit an darvoud hag implijet er gouel. War ar bilhedoù e c’heller gwelet pennoù bras ar sevenadur, evel Añjela Duval pe Glenmor. Evit diskouez ar youl da bellaat diouzh arouezioù ar Stad gall e oa bet savet ur «bank broadel» evit ar gouel. N’eo ket evit kement-se ne voe ket a gudennoù arc’hant gant an aozerien, dre ma oa bet lakaet ur priz dont e-barzh izel-tre. Hag ar re nebeut a drouz graet tro‑dro d’ar gouel gant darn vras ar mediaioù c’houlenne ma vefe brudet a-veg da-veg, pezh a c’helle mont a-enep d’ar c’hemmesk sokial.

Bilhed gant skeudenn Anna Vreizh. Dastumadenn brevez Arzela Roy.

N’eo ket ken uhel mennadoù doare nevez GBB, evel m’eo lakaet da vont abaoe 2015 : nebeutoc’h a arvesterien, un aergelc’h festus da gentañ tout, evit kregiñ en-dro goustadik gant pezh zo bet unan eus pouezusañ darvoud an emsav evit ar Brezhoneg er bloavezhioù 1970 ha 1980.

Meur a aozadur o perc’hennañ ar gouel

Gant temoù hag hentoù liesseurt, radikal mui pe vui hervez c’hoantoù aozerien ar gouel, bremañ eo staliet GBB evit ur pennad mat a amzer. Kaset eo bet ar raktres en-dro gant meur a aozadur a-bouez en emsav, an eil war-lerc’h egile. Bremañ e c’heller lavaret eo bet efedus an treuzkas, zoken m’eo bet ret d’an aozerien plediñ gant gwirvoud an nerzhioù war an dachenn, hag en em ober gant un endro politikel cheñch-dicheñch. Daoust da bep tra ez eo chomet bev ger-stur ar bloavezhioù kentañ. Evit dont a-benn da dreuzkas ur yezh en arvar e ranker treuzkas ar rikoù ret evit he gwareziñ. Hag ar fed e vefe bet kaset en-dro GBB gant meur a aozadur politikel breizhek a-hed e istor a ziskouez eo bet gouest animatourien pennañ pep mare eus istor ar gouel da gas ar gouel d’an eil egile.

Liesseurtoc’h eo an endro politikel hiriv an deiz eget pa oa bet savet GBB. Darvoudoù pennañ all evel hini ar Redadeg a vod holl oberourien ar stourmoù evit yezh ar vro. Aozet eo neuze GBB bep eil vloaz, evel ar Redadeg, hag evel-se e vez kinniget un emgav ar bloaz evit an holl vrezhonegerien engouestlet er stourm evit difenn hag ober gant o yezh. Displegañ a ra unan eus aozerien GBB e tro an daou zarvoud gant an hevelep spered, « brezhoneg ha plijadur », pa chom an hentoù politikel strizhoc’h gant strolladoù emsaverien all.

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozer : Jeanne Toutous, « Gouel Broadel ar Brezhoneg : ar gouel, ar stourm hag an treuzkas », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 27/05/2021.

Permalien: https://bcd.bzh/becedia/br/gouel-broadel-ar-brezhoneg-ar-gouel-ar-stourm-hag-an-treuzkas

diwar internet :

 

 

Levrlennadur :

 

  • Laquaine-Jacq Tomaz, « Stourm ar Brezhoneg (SAB), Pemzek vloaz a stourm evit ar brezhoneg ofisiel », mémoire de Master 2 (dir. Le Bihan Hervé), Rennes, Université Rennes 2. 2015.
  • Nicolas Michel, Breizh. La Bretagne revendiquée, Morlaix, Skol Vreizh. 2012.

Kinniget gant : Bretagne Culture Diversité