Alan Veur

Aozer : Tudi Kernalegenn / Kerzu 2016

Pinvidik ha galloudus awalc’h e oa Breizh dindan ren ar roue Salaün (857-874). Pa varvas hennezh avat e krogas ur prantad brezelioù diabarzh etre e vuntrerien, Gurwant kont Roazhon ha Paskweten kont Gwened. Pa varvas an daou gevaezour d’o zro, war-dro 876-877, e kendalc’has o hêred gant ar brezel : Yudikael, priñs Poc’her diouzh un tu, hag Alan, kont Gwened ha Naoned, diouzh an tu all. En em glevout a rejont e diwezh ar bloavezhioù 880 evit gallout talañ ouzh ar Vikinged. Fin voe da vat gant an drailh tro-dro da hêrezh Breizh pa varvas Yudikael e 890 ha pa voe anavezet Alan gant an holl da roue ar Vretoned. An hini diwezhañ eus rouaned Breizh anavezet gant ar Franked e voe-eñ.

Pilet e voe ur bagad Vikinged gant Alan Veur e Kistreberzh war-dro 888-890. Alese e krogas ur prantad peoc’h a badas seitek vloaz. Ne ouzer tost netra diwar e ren avat pa ne chom ganeomp nemet ar seizh karta bet sinet gantañ e-unan.

Mervel a reas Alan Veur e 907. Anv a gaver eus e vab Rudalt, kont Gwened. Ne zeuas ket Rudalt da vezañ roue Breizh avat rak Gourvaelen, kont Kerne, an hini oa mestr e Breizh abaoe marv Alan betek 913, ha pa ne oa ket roue hennezh kennebeut all.

Pa voe disoc’h prantad ar Vikinged e Breizh e 936 e teuas Alan Varvek da vezañ mestr war ar vro, un dug anezhañ ha n’eo ket ur roue ken. Mab da Vazhuedoi kont Poc’her ha d’unan eus merc’hed Alan Veur e oa hennezh.

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozer : Tudi Kernalegenn, « Alan Veur », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 5/12/2016.

Permalien: https://bcd.bzh/becedia/br/alan-veur

Bibliographie

  • Chédeville André et Guillotel Hubert, La Bretagne des saints et des rois, Roazhon, Ouest-France, 1984

Kinniget gant : Bretagne Culture Diversité