Ar Vikinged e Breizh (913-936)

Aozer : Tudi Kernalegenn / Kerzu 2016
Bleuniañ a reas rouantelezh Breizh e fin an IXvet kantved eus ren Nevenoe betek hini Alan Veur. E 913 avat e voe distrujet gant argadennoù ar Vikinged kement ha ken gwazh ken e kollas Breizh kement roud eus he galloud politikel betek 936-937. Divroañ a reas he brientinelezh hag en em staliañ a reas penntierned skanat er vro adal neuze.

D’ar 24 a viz even 843, gouel Yann-Vadezour, e savas ur fload Vikinged eus Norvegia gant al Liger ha lakaat a rejont o c’hrabanoù a daol-soupren war an Naoned. Preizhet e voe kêr a-benn-font, lazhet e voe an eskob en iliz-veur hag an anezidi kement all, evit ar re ne oant ket da vezañ gwerzhet evel sklaved. Ur c’hantved e padas an emgannoù etre ar Vretoned hag ar Skaniz, ken gwazh ken e voe rivinet ar vro gante. Daoust d’ar c’hrogadoù niverus e tape rouaned Breizh derc’hel ar Vikinged e-maez ar vro memestra. E 853 avat en em stalias ar Vikinged war Enez-Viez war-dal an Naoned ha chom a rejont eno e-pad tri-c'hard ur c’hantved pe dost. War an enezennig-se e-kreiz al Liger e voe savet gante ur c’hreñvlec’h hag ur marc’hallac’h stok outañ, da werzhañ o freizhadennoù. Er bloavezhioù 880 e reas ar Skaniz o mad eus ar brezel diabarzh etre ar Vretoned evit lakaat o c’hrabanoù war ul lodenn vat eus Breizh kent bezañ skarzhet gant ar roue Alan Veur.

Harlu ar vrientinelezh

Pa varvas Gourvaelen, hêr-da-vezañ Alan, e 913  ne voe danvez-roue ebet ken e Breizh. Ur preizh eus an dibab, an tiriad diwezhañ ma c’hellje ar breizherien skanat en em ledañ warnañ e teuas Breizh da vezañ a-benn neuze, pa oa ar peurrest eus  gwalarn Europa dindan yev ar Vikinged pe dindan gwarez priñsed c’halloudus. E 911, dre feur-emglev Saint-Clair-sur-Epte e laoskas ar roue frank Charlez III Rouen ha traoñienn izelañ ar Saena, kalon Normandi da vezañ, d’ar penntiern skanat Rollon. E 913 avat e tagas hag e preizhas ar Vikinged abati Landeveneg, brasañ manati Breizh-Izel d’ar c’houlz-se, o lakaat galloud relijiel Breizh en arvar. Adal neuze ne baouezas ket an argadennoù drastus, skoilh ebet ken oute. E 919  e skoas Rögnvaldr (Ranegold) an taol diwezhañ gant ar rouantelezh-bet, o kas un argadeg veur hag oc’h en em staliañ e Naoned e lec’h ma tiskouezas bezañ mestr war ar vro en he fezh. Abaoe 913  e oa krog ur c’halz eus ar veleien hag eus ar vrientinion da guitaat  Breizh evit mont da Frañs pe da Añglia. Gwashaet e voe an harlu-se da heul aloubadeg Rögnvaldr ha mont a reas ar pep brasañ eus ar vrientinelezh kuit eus ar vro e 919-920. Gante ez eas ar relegoù hag an dornskridoù kuit, kement ha kement ken ne chom e Breizh, d’an deiz a hirie, hini ebet eus an testennoù bet savet e scriptoria birvidik manatier Breizh a-raok donedigezh ar Vikinged.

War a ouzer e tivroas ur c’halz eus ar boblañs zoken e lec’hioù zo, e bro Naoned paneveken. E Deizlevr an Naoned, bet skrivet er c’hantved war-lerc’h, e lenner « ne chomas dindan yev ar varbared nemet ar Vretoned paour a laboure an douar, kuit a vesaer hag a skoazell ebet ». Tapout a reas Yuzhael Berengar, kont Roazhon, derc’hel d’e renk a-hed ar prantad-se koulskoude, o kempouezhañ gant kalz a finesa e emglevioù gant ar Franked hag an Normaned.

Priñselezhioù skanat e Breizh

Ur sell ouzh kamp Peran diouzh an oabl. Aotre war al luc’hskeudennoù gant Maurice Gautier/Philippe Guigon

Pemp miz-pad e oa bet Robert, markiz Neustria, danvez-roue ar Franked ar bloaz war-lerc’h, oc’h ober seziz Naoned en aner. Neuze e laoskas da Rögnvaldr « Breizh ha Bro Naoned bet rivinet gante » hervez an danevellour Flodoard. Er mod-se an hini voe staliet e Breizh ur briñselezh skanat anavezet gant ar Franked adalek 921.

Meur a briñselezh skanat vihan, ouzhpenn hini an Naoned, zo testeniekaet e Breizh : e Kerne ha, sur-awalc’h, e Penteür ivez. Gant Jean-Christophe Cassard zo bet meneget meur a greñvlec’h viking war aodoù norzh Breizh : e Sant-Malo ma kaver roudoù anezhe e sichenn an tour Solidor (Sant-Servan) ; e Sant-Suliav, e Treant-Felger (kamp ar M’na kozh), ha dreistholl e Pledran (kamp Peran).

War-dro 920 e krogas ar Vikinged da drevadenniñ ar vro. Tra m’en em stalie Vikinged ar Saena e framm ar Franked, oc’h aozañ melestradurezh hag ekonomiezh an tiriad, ne voe ket klasket gant re al Liger merañ ar vro. Trawalc’h e oa dezhe derc’hel anezhi evit gallout talañ ouzh o enebourien

En desped da feur-emglev 921 e talc’has Rögnvaldr da gas argadennoù a-enep ar Franked, o kemer harp ouzh an Naoned. E 923 e tagas Akwitania hag Arvern ha sevel a reas gant al Liger e 924 evit mont da breizhañ Bourgondia. Sezizet e voe Naoned en-dro gant ar Franked e 927, en aner ur wech c’hoazh, ken splann ken e voe asantet gante leuskel ar gêr – hep na vefe meneget peurrest Breizh - da vat d’ar Vikinged adal ma paouezje ar re-se gant o argadennoù. Kement-mañ ne viras ket ouzh ar Vikinged a derriñ an emglev ur wech c’hoazh nag a dagañ Akwitania ha Lemouzin e 930. Pilet-brav e voent an taol-se avat gant ar roue frank Raoul war ribl an Dordogn.

E 931 e krogas ar Vretoned da cheñch penn d’ar vazh pa savjont da heul Alan Varvek, hag eñ yaouank c’hoazh,  ha Berengar kont Roazhon. E Kerne e voe lazhet gant ar Vretoned an alouberien skanat hag an dug Felekan, o fenntiern. Ne voe ket seizhdaletoc’h Vikinged an Naoned, renet gant Inkon, hêr Rögnvaldr anezhañ, o kas un argadeg vras e Breizh, harpet gant Gwilhom-e-Gleze-hir, dug Normaned Saena, ken e rankas Alan Varvek divroañ adarre. E 936 avat e teuas hennezh war e giz da adsevel e c’halloud a-enep ar Vikinged lakaet diaes da heul ur rummad piladennoù war ribl al Liger ha dilezet gant ar Skaniz all. Ne voe ket trec’het ar Vikinged ziwezhañ ac’hann da 939 avat.

Armoù an Xvet kantved bet kavet e kamp Peran. Kreizenn arkeologel Peran

Ur frailh da viken

Petra zo chomet diouzh ren ar Vikinged e Breizh ouzhpenn ugent vloaz-pad ? Dre vras n’eus seurt ebet a vije bet degaset gant ar Vikinged da framm ar gevredigezh ha da ekonomiezh Breizh goude 939. Ne dalvez ket kement-mañ e vije bet ar prantad 913-936 diefed a-grenn war dazont ar vro. Ha pa ne voe ket aozet framm politikel Breizh gante o devoa bet  ar vikinged amzer awalc’h d’en em staliañ. Meur a anv-lec’h a orin skanat a gaver c’hoazh e Breizh, en arvor dreistholl. Diskouezet e oa bet gant dizoloadenn ur vag-vez e Groe e 1906 e raent eus Breizh evel pa vije o bro. Diwar an nebeut elfennoù genetik deuet betek ennomp e soñj da Jean-Christophe Cassard e c’hellje an trevadennerezh norman bezañ bet brasoc’h e Breizh evit na oa e Normandi zoken. Ur frailh diremed eo bet prantad ar Vikinged e Breizh e pep keñver. Ha pa zeuas an dud a iliz war o c’hiz ar buanañ ma c’hallent, ne voe mad ebet ken gante. Distrujet e voe memor Breizh. Ne chome, koulz lâret, nemet skridoù an danevellourien gallian-roman pe frank – da lâret eo skridoù enebourien ar Vretoned – Gregor a Dours pe Ermold Du – da ziazez istor kantvedoù kentañ Breizh. Rivinet , kollet ganti he zeñzorioù sevenadurel hag he glad speredel, ha hi dieubet koulskoude he doa kollet Breizh ar startijenn a oa ganti da vare rouantelezh Nevenoe hag e hêred.

 

 

Troet gant Jean-Dominique Robin

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozer : Tudi Kernalegenn, « Ar Vikinged e Breizh (913-936) », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 5/12/2016.

Permalien: https://bcd.bzh/becedia/br/ar-vikinged-e-breizh-913-936

Levrlennadur

  • Cassard Jean-Christophe, « Premiers Vikings en Bretagne », ArMen n° 128, miz Mae-Even 2002.
  • Cassard Jean-Christophe, Le siècle des Vikings en Bretagne, Pariz, emb Gisserot, 1996.
  • Chédeville André et Guillotel Hubert, La Bretagne des saints et des rois, Roazhon, Ouest-France, 1984.
  • Kernalegenn Tudi, « Quand la Bretagne était viking », ArMen n° 196, miz Gwengolo-Here  2013.
  • Price Neil, The Vikings in Brittany, Londrez, Viking Society for Northern Research, 1989.
  • Quaghebeur Joëlle, La Cornouaille du IXe au XIIe siècle : Mémoire, pouvoirs, noblesse, Roazhon, Presses Universitaires de Rennes, 2002.

Kinniget gant : BCD Sevenadurioù