An digreizennañ a-enep Breizh ?

Aozer : Romain Pasquier / Eost 2020
Abaoe ma oa bet embannet al lezennoù kentañ war an digreizennañ e 1982 ha 1983 e vez laosket ar brid war o moue d’ar strollegezhioù lec’hel (komunioù, kuzulioù departamant, kuzul ar rannvro) gant ar prefedoù. Gallout a reont kemer divizoù emren eta evit diorren an tiriennoù lec’hel war veur a dachenn bublik. Pour ha trichin zo da gaout e gwirionez er geusteurenn bet fardet e-serr digreizennañ abaoe ouzhpenn 30 vloaz.

Ar CELIB ha patrom Breizh

Un aozadur divoas, ar CELIB anezhañ (Poellgor studiañ ha liammañ interestoù Breizh) a voe savet e Breizh er bloavezhioù 1950. Ur pouez bras en doa bet ar framm-se war bolitikerezh Breizh e-pad meur a zekvloaziad, o kas war-raok obererezhioù a-stroll, divoas o doare, bet stummet enne lod eus renerien Breizh a-vremañ. Broudañ ar Stad d’ober he lod evit mirout ouzh diskar prim Breizh an hini e oa pal ar CELIB. Ur seurt « dipac’h ar speredoù » a ziwanas neuze e-touez pennoù-bras ar vro diwar e obererezhioù hag e gomisionoù. Rak er CELIB an hini e voe digoret speredoù ar re-se da « dalc’hoù » meur diorren ar armerzh e Breizh (diouer a ziazframmoù, diouer a c’hreanterezh, enezadur ar vro…) ha klasket disoc’hoù (digreizennañ, aozañ an tiriadoù). Er bloavezhioù 1970 ez eas ar CELIB da get tamm-ha-tamm bep ma kreske an dalc’h sevenadurel hag an enebiezh etre an tu-dehou hag an tu-kleiz. Koulskoude e talc’has e sternidi bolitik, armerzhel ha sevenadurel da gas anezhi e ensavadurioù ha frammoù armerzhel ar vro ha da dreuzkas hêrezh politik ar CELIB.

Breizh er republik digreizennet

Ur bazenn a-bouez eus ar rannvroelaat er Stad c’hall e voe lezennoù an digreizennañ bet votet gant ar sokialourien e 1982 hag e 1983. Ar wech kentañ e oa d’ar Stad ober eus ar c’homunioù, eus ar c’huzulioù-departamant hag eus ar c’huzulioù-rannvro muioc’h c’hoazh, strollegezhioù lec’hel gwirion. Diac’hubet e voe ar strollegezhioù lec’hel diouzh kabestr ar brefeded, ha treuzkaset o galloud pleustrek da brezidanted ar c’huzulioù-departamant pe rannvro, dre lezenn an 2 a viz Meurzh 1982 a dermene « gwirioù ha frankizioù ar c’homunioù, an departamantoù hag ar rannvroioù ». Barregezhioù ha boujedennoù a voe treuzkaset dezhe. E Breizh digreizennet e teskas ar renerien bolitik kemer harp war identelezh kreñv ar vro ha war henvoas ar c’henlabour da sevel nerzhioù a-stroll evit he diorren. Er rannvro, bet stummet ha ragaozet diwar grec’h e teuas kuzul ar rannvro da vezañ, peurliesañ, mouezh ar vro ha pennsavour he dazont. Ur skouer eo istor an LGV evit a sell ouzh an emzalc’h-mañ. Tapet e oa bet gant Breizh komz a-unvouezh e-tal an SNCF, ar gouarnamant hag Unvaniezh Europa ha da zesachañ ur voujedenn 1,1 miliard a euroioù evit sevel un diazframm hent-houarn, dre ma oa kuzul ar rannvro, ar pevar departamant a ya d’he ober ha kêrioù pennañ Breizh en em strollet e frammoù kendivizout, ar B16 paneveken. Dre ar mod-se da gas interestoù Breizh war-raok, ar c’huzul-rannvro en o fenn, eo bet engouestlet ar c’hêrioù pennañ, ar c’hêrioù-etre, ar c’huzulioù-departamant, oberourien an armerzh ha dileuridi ar c’hevredigezhioù er chanter dienkañ Breizh.

Breizh en ur c’hroashent

Lakaet eo Breizh diaes en-dro koulskoude gant ar mod drastus ma vez kaset an digreizennañ gant ar Stad c’hall hec’h ensavadurioù dreist-niver. Rak tremen poent eo dibab un aozadur hag un dasparzh all d’ar barregezhioù digreizennet pa ya an arc’hant publik war goazhañ. Trawalc’h eo goût eo 10 pe 12 gwech strishoc’h, well-wazh, boujedenn ur c’huzul-rannvro evit hini ul  Land en Alamagn, pe hini ur rannvro eus Stad Spagn evit meizañ ar c’hwitadenn. Betek goût avat ne ziskouez ket Breizh bezañ kat d’ober an dibaboù-se. Bern-war-vern, ken prim hag ul laouenn borc’hell a vije bet seizh vloaz o treuziñ an hent bras, ez a ar meurgêrioù (Brest, Naoned ha Roazhon) hag an departamantoù da heul luskellerezh an digreizennañ mod gall, trawalc’h gante leuskel an traoù er stad m’emaint en ur adreizhañ o skeudenn gwech ha gwech all.

An diviz diwar reform an tiriadoù e Kuzul ar rannvro, d’ar 27 a viz Even 2014. Aotre digant Breis, 2014

Dre forzh bezañ hijet ha dihijet gant ar Stad eus hec’h eil reform d’eben (kartenn ar rannvroioù, lezenn MAPTAM ar 27 a viz genver 2014, lezenn NOTRe ar 7 a viz eost 2015) emañ merourien Breizh, forzh pegen gwevn ha digor d’ar c’henstriv e vije o speredoù, en arvar da chom peg evel kelien en triakl e milendall an ensavadurioù, pa ne ziskouez gouarnamant ebet, forzh peseurt tu e vije, bezañ kat da zegas kemm enne da vat. Alese ez a d’ar c’hleuz kement sell nevez ouzh aozadur an tiriadoù, kement raktres c'hwennañ an ensavadurioù evit brasañ gounid an dalc’hoù lec’hel. Daoust ha lazhañ spered ar CELIB e vije an digreizennañ oc’h ober eta ? evit brasañ gounid an dalc’hoù lec’hel. Daoust ha lazhañ spered ar CELIB e vije an digreizennañ oc’h ober eta ?

 

Troet diwar ar galleg gant J-D Robin

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozer : Romain Pasquier, « An digreizennañ a-enep Breizh ? », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 10/08/2020.

Permalien: https://bcd.bzh/becedia/br/an-digreizennan-a-enep-breizh

Kinniget gant : Bretagne Culture Diversité