An diskouezañ er yezhoù keltiek

Aozer : Francis Favereau / Here 2022

Ar gerioù-diskouezañ e galianeg gant S (so, sosin /-sin) evel en iwerzhoneg (an fear seo /s'o/ this man) a glot gant ar "Brythoneg" (predeneg) H (hal, halen, holen / sall & sel). Hogen an eil hag egile a gaver e brezhoneg (evel a brou an atlasoù) : se (se zo gwir / n'eo ket gwir an dra-se) /-he (an dra-he / an dra-ze) ; sin a glot gant henn (evel-henn, beteg-henn, hennezh / he(n)mañ & henhont, benel ho(u)n- /-hwn...) ; e brezhoneg Gwened eo bet miret N sen dirak vogalennoù (marsen ema, neuzen e vo evel Poher matre'n / marteze, neu'n). Ur skouer all (H/S) : ar c'heltieg kozh sucaros, gouezeleg so- (sochar) a glot gant ar brezhoneg he- (hegar, hegarat, an Hegaret), kembraeg hygar (smiling) evel e gwerzenn Ivonet Omnes : "An guen heguen (ar wenn hewen) am laouenas" !

 

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozer : Francis Favereau, « An diskouezañ er yezhoù keltiek », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 5/10/2022.

Permalien: https://bcd.bzh/becedia/br/an-diskouezan-er-yezhou-keltiek

LEVRLENNADUR

Evit gouzout hirroc'h diwar-benn Ivonet Omnès :

MORVANNOU Fañch, Regards sur 700 ans de breton écrit,p. 365-379 in Corona Monastica. Moines bretons de Landévennec : histoire et mémoire celtiques. Mélanges offerts au père Marc Simon. Louis Lemoine et Bernard Merdrignac (dir.), PUR, 2004.

Kinniget gant : Bretagne Culture Diversité