An Emsav gall evit steuñviñ ar genel (MFPF)

Aozer : Marine Gilis / Genver 2022

E 1956 e voe krouet ar gevredigezh Ar vammelezh eürus (La Maternité heureuse) gant ar sokiologourez Évelyne Sullerot hag ar c’hinekologourez Marie-Andrée Lagroua Weill-Hallé. He fal : gwellaat o jeu d’ar merc’hed e-keñver ar vammelezh, ar gwilioud, ar c’hanedigezh. Dont a ra da vezañ an Emsav gall evit steuñviñ ar genel (MFPF, Mouvement français pour le planning familial) e 1960. Diorren a ra an MFPF skourroù lec’hel, ha digoriñ a ra burevioù kelaouiñ kerkent hag e 1961 e Pariz hag e Grenoble. En em harpañ a ra war kazetennoù, war strolladoù politikel : ar PSU (Parti socialiste unifié) hag an SFIO (Section française de l’internationale ouvrière), war kevredigezhioù (Ligue des Droits de l’Homme, Fédération des œuvres laïques, Ligue de l’enseignement, frañmasoned) evit brudañ e soñjoù hag en em ziorren. Poltred André Cahn, krouer kevredigezh Il-ha-Gwilen an MFPF, a zo ur skouer vat eus ar metoù-se, a stourmoù hag a bolitikerezh. D’ar poent ma ’z eas e-barzh an MFPF e oa ezel eus bodad kevredel ar sindikad Force ouvrière en industriezhioù an tredan hag ar gaz. E-touez e gargoù er sindikad-se e oa ivez prezidant Kef rannvroel an asurañs kleñved e Breizh. Er penn-kentañ e oa er memes burevioù e veze degemeret an dud, koulz gant kevredigezh Il-ha-Gwilen an MFPF, koulz gant FO.

Perak ’ta stourm er Planning er bloavezhioù 1960-1970 ? Er film Les Chevalières de la table ronde (kaset da benn gant Marie Hélia e 2013) e klever testenioù distaget gant stourmerezed eus Brest, Konk-Kerne, Kemper ha Kemperle. Maryvonne a zo aet e-barzh planning Kemper tra-penn e kave dezhi e veze kastizet ar seksualegezh ha moustret warni. Padal Odette eus Kemperle ha Claudie eus Brest a gont pegen spontus e oa kement brazezded na oa ket bet c’hoantaet, pegen rekiz e oa kaout ar gwir da ziforc’hañ ha da c’hellout lakaat muioc’h a amzer etre div c’hanedigezh. Displegañ a ra Catherine, eus Kemper, penaos e felle dezhi dreist pep tra argas ar relijion gatolik hag ar gourc’hemenn da chom gwerc’hez ha glan. Maryvonne, eus Kemper, a oa ezel war un dro eus an MLAC, ur strollad bet o sikour merc’hed da ziforc’hañ dre guzh adalek 1973.

Gwelet e vez en dielloù penaos e oa kenempret rouedadoù an MLAC ha re an MFPF e kêrioù all e Breizh, e Sant-Brieg da skouer. O lenn deiziataer kevredigezh Aodoù-an-Hanternoz an MFPF (1967-1982), enni Lannuon, Sant-Brieg, Rostrenenn, Gwengamp, ha neuze Kintin, Loudieg, Pempoull ha Dinan, e weler oberiantiz voutin etrezo, evel manifestadegoù pe bodadegoù diwar-benn an diforc’hañ. Ouzhpenn an daou luskad-se ez eo dav menegiñ startijenn ar « strolladoù merc’hed », ar burevioù lec’hel a oa gant Choisir, ha c’hoazh bodadoù lec’hel all, benelour ha lesbianel. Savet ha maget eo bet ar stourm evit an hilastaliñ hag ar gwir da ziforc’hañ diwar liesseurted ar strolladoù benelourezed ha lesbianezed, kenempret alies ar strolladoù-se an eil re er re all, aozet e pep a feson disheñvel ha dibar e pep kêr.

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozer : Marine Gilis, « An Emsav gall evit steuñviñ ar genel (MFPF) », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 10/01/2022.

Permalien: https://bcd.bzh/becedia/br/an-emsav-gall-evit-steunvin-ar-genel-mfpf

Kinniget gant : Bretagne Culture Diversité