Ar merc'hed o kemer ar gaoz !
Gant ar c’hemmadurioù hag al luskadoù sokial a zo bet e Breizh kerkent hag er bloavezhioù 1950 ez eus bet savet ur goustiañs politikel hag un emouestl er stourmoù. Ar stourm benelour e Breizh zo un hêrezh eus luskad miz Mae 1968, eus mennozhioù strolladoù an tu-kleiz pellañ oc’h en em ledañ, eus ar c’hemmoù zo bet er vro-mañ war an tachennoù sokial ha politikel (deuet an tu-kleiz d’ober gwrizioù e bed politikel ar vro, kresket startijenn ar sindikadoù ha stourmoù ar vicherourien, erruet kemmadurioù bras er maezioù, diorroet ar skolioù-meur…). Emañ ar soñjoù benelour o treiñ-distreiñ etre ar Stadoù-Unanet ha Frañs met ivez etre Breizh, Pariz ha rannvroioù all c’hoazh.
Un dispac’h all a zo war ober : « dispac’h ar seks ». Evit ar yaouankizoù ganet diwar ar baby-boom, ar vuhez a goublad n’eo ket mui ar pimpatrom. Dizalc’het ar seksualegezh, n’eo ket ken tabou evel a-raok. Merket e vez gant al lugan benelour « pezh zo prevez zo politikel » ur frankiz da gomz hag a ro mouezh d’ar re a c’houlenn ma vefe brudet ledanoc’h an hilastaliñ, ma vefe votet ul lezenn evit ar gwir da ziforc’hañ, ma vefe lakaet ar gaoz war ar feulster ha, diwezhatoc’h, war gwirioù an heñvelrevidi.
Ar stourm evit ar gwir d’ober gant an hilastaliñ ha da ziforc’hañ hervez lezenn
Meur ha meur a dra zo cheñchet el lezennoù evit a sell an hilastaliñ ha gwirioù ar merc’hed, kerkent ha diwezh ar bloavezhioù 1960. Gant al lezenn Neuwirth e vez aotreet an hilastaliñ war ali ur medisin adalek 1967, ya laouen, met ne vo ken met adalek 1973 e vo lakaet an dekredoù e pleustr. Evit ar vugale, e-lec’h ar gerioù « galloud an tad » e vez graet gant « aotrouniezh o zud » adalek 1970. Tri bloaz war-lerc’h e teu deskadurezh ar seksualegezh da vezañ aotreet er skolioù.
Aotreet eo an diforc’hañ gant ul lezenn da c’hortoz, e 1975, ha neuze da vat e 1979. Abretoc’h eget miz Mae 1968 dija e oa deuet war wel ar goulennoù evit reiñ tu d’an holl da hilastaliñ ha da vezañ titouret diwar-benn ar seksualegezh. Krouet e oa bet strolladoù eus an Emsav gall evit steuñviñ ar genel (Mouvement français pour le planning familial) etre 1961 ha 1965 en Il-ha-Gwilen, en Aodoù-an-Hanternoz, e Penn-ar-Bed, er Mor-Bihan hag e Liger-Atlantel. Benelourezed eus Penn-ar-Bed a vez klevet o testeniañ, da skouer er film Les Chevalières de la table ronde (kaset da benn gant Marie Hélia e 2013), diwar-benn an ezhomm a oa da gaout muioc’h a amzer etre div c’hanedigezh, da gelaouiñ gwelloc’h ar merc’hed, da sikour lod da ziforc’hañ dre gas anezho d’an Izelvroioù pe da Vro-Saoz. En em ouestlañ a ra maouezed, e Roazhon koulz hag en Naoned, e-barzh Choisirpe e-barzh strolladoù lec’hel eus an MLAC (Mouvement pour la liberté de l’avortement et de la contraception). Gant tud al luskad-se e vez lakaet merc’hed da ziforc’hañ dindan guzh e mod Karman, dreist-holl etre 1973 ha 1975.
Eneberezh kreñv a sav ivez, avat. Sevel a ra ken-ha-ken a-enep an diforc’hañ ar gevredigezh Laissez-les-Vivre, krouet e 1971. Niverus eo ar vedisined, goude 1975, oc’h embann o diferadenn emouezañ evit nac’hañ lakaat merc’hed da ziforc’hañ. Bec’h zo war ar merc’hed ken a zo, hag ober a ra a seurt ar benelourezed hag ar venelourien ma vefe kreizennoù steuñviñ ar genel e pep lec’h ha ma vefe kaset da benn an TDC (torr-dougen choazet) a zoare. D’ar 6 a viz Here 1979, e Brest, izili eus an Emsav gall evit steuñviñ ar genel, eus Choisir, eus an MLAC hag eus ar « strolladoù merc’hed » en em gav a-gevred da vanifestiñ evit ar gwir da ziforc’hañ, rak mankout a ra gweleoù en ospitalioù. E kêrioù bihan zo, evel Gwitreg, Felger, Loudieg pe Sant-Maloù, e chom diaes c’hoazh d’ar merc’hed diforc’hañ eno, pa n’eo ket dibosubl zoken.
En em vodañ etre maouezed, tamall ha barn ar batriarkiezh
Penn-da-benn da Vreizh e saver « strolladoù merc’hed ». Strolladoù digemmesk anezho : etre maouezed hepken e vez kaset ar gaoz enno. N’eo ket aotreet ar wazed, er c’hontrol d’an MLAC, Choisir pe an Emsav gall evit steuñviñ ar genel. Komzet e vez eus seksualegezh, eus feulster, eus mammelezh, eus ingaliñ al labour er gêr etre gwaz ha gwreg, eus an darempred gant ar wazed e bed al labour. Hepdale en em rent kont ar maouezed-se ez eus c’hoarvezet heñvel gant reoù all, hag ez eo boutin an hevelep darvoudoù etrezo holl en o buhez. Dre derriñ o digenvez ha « gwelet penaos ez eus miliadoù anezho » (pozioù kan an MLF) e teuont a-benn da seveniñ meur a strategiezh hag a obererezh stourm a-gevred.
Ar film Clito va bien, kaset da benn e 1979 gant Strollad Merc’hed Kemper hag an Emsav gall evit steuñviñ ar genel e Brest, a glever ennañ benelourezed oc’h ober goulennoù hag o kas gouzout diwar-benn o c’horf, korf ar merc’hed. Diskoachañ a ra ur vaouez gouzoug he mammog gant skoazell ur spekulom hag ur melezour, deskiñ a ra unan all penaos merañ he bronn evit kavout enni – e ken kaz e ve – ur yoc’henn ha ne vefe ket normal. Dre ober gwelloc’h anaoudegezh gant o c’horf e teu ar maouezed da gaout ivez muioc’h a vestroniezh war o flijadur, war o gwilioud, ha da abegiñ ouzh galloud ar wazed hag ouzh hini ar vedisined, daou c’halloud a wask a-blom warno. Aet eo da get ar « strolladoù merc’hed » abaoe deroù ar bloavezhioù 1980 met dalc’het o deus benelourezed an « eil gwagenn » -se gant o stourmoù, er planning, e-barzh kevredigezhioù all, er politikerezh, peotramant er skolioù-meur.