An taol-argad César (diskar-amzer 2012)

Aozer : Tudi Kernalegenn / Gouere 2020

E kerzh an diskar-hañv 2012 e tiflukas stourm Kêrnitron-al-Lanneier war renk kentañ ar c’heleier. Mall ganti stagañ gant labourioù kentañ chanter an aerborzh a-raok fin ar bloaz e reas ar Stad he soñj kas un argad da skubañ al lec’hioù ac’hubet er ZAD en desped d’al lezenn. « César » a voe graet eus an argad-se. D’ar 16 a viz here e tisac’has ar jañdarmed hag ar CRSed war an dachenn, ha skarzhañ 150 a zadisted eus an 11 lec’h ac’hubet en desped d’al lezenn. Distrujañ al lochennoù hag an tier ac’hubet e oa pal an taol-se, kement ha frankaat an hent d’al labourioù.

Dibleg e talas ar zadisted raktal, harpet gant an emsav a-enep an aerborzh en e bezh, adunvanet a-enep kement a feulster. Skignet e veze diehan gant ar chadennoù tele skeudennoù skarzhidigezh feuls an dachenn, fotoioù an tourterezioù o tiskar ar savadurioù hag o hejañ gwez koadeg Roc’han evit kas al lochennoù d’an traoñ.

FA-fas da dagadenn Kaezar e savas talbenn « Asterix » neuze, re bar da brezel an hentoù don, e c’hirzhier hag e vogerioù savet war ar prim ha difennet noz-deiz, e glouedoù-difenn hag e douflezioù a-dreuz an hentoù

D’ar 17 a viz du e tiredas etre 13 500 ha 14 000 a dud da vanifestiñ ha da ad-ac’hubiñ an dachenn, en-dro d’ur savadeg lochennoù en ul lec’h nevez, La Châtaigneraie, a zeuas da vezañ La Chateigne pe La Chat-Teigne. Feuls e voe ar respont, ur sizhun war-lerc’h, d’an 23 a viz du. Kaset e voe eno 500 archer da skarzhañ ar zadisted gant grenadennoù-lakrimojen ha bolotennoù-flash e leizh, o c’hloaziañ ur c’hant bennak anezhe. Kerkent e savas ouzhpenn kant kuzul skoazell dre Bro-Frañs a-bezh.

An deiz war-lerc’h ec’h embannas Jean-Marc Ayrault, ar ministr kentañ, krouidigezh ur gomision kendiviz etre an daou du, o reiñ da soñjal ne vije argad polis ebet ken, da c’hortoz ken e vije peursavet he rentañ-kont ganti. Achu e oa gant an argad « César » diwar neuze : talvezet en doa da sachañ annezidi nevez war ar ZAD, aet en un taol eus kant hanter-kant da dri c’hant, bec’h gante oc’h adsevel ar pezh a oa bet distrujet hag o sevel lec’hioù annez nevez.

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozer : Tudi Kernalegenn, « An taol-argad César (diskar-amzer 2012) », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 2/07/2020.

Permalien: https://bcd.bzh/becedia/br/an-taol-argad-cesar-diskar-amzer-2012

Kinniget gant : Bretagne Culture Diversité