An neved hag ar vered kentañ ac’h ae d’ober egorenn sakr ar manati. Kemmoù zo bet degaset enne eus an eil prantad d’egile. Dre c’hwec’h gwech e oa bet adkempennet an ti-pediñ, deuet da vezañ ur chapel sko ouzh iliz an abati. Daoust d’an holl cheñchamantoù-se e oa bet miret lec’h ha framm diazez al lec’h-sebeliañ betek ar XVvet kantved.
Troet gant Jean-Dominique Robin