Deroù an abati : hengoun hag istor mesk-ha-mesk
A-viskoazh ez eo bet liammet diazezadur abati Landevenneg ouzh donedigezh ar Vretoned en Arvorig. Dielloù avat n’eus ket bet miret nemeur, war-bouez buhez sant Gwenole bet skrivet gant Gurdisten pa oa abad, war-dro 870.
Tabut zo bet e-pad pell zoken diwar bloavezhiad e fondezon gentañ. Sterniet e veze etre ar vvet hag an viiivet eus an eil istorour d’egile. War-dro ar bloavezh 500 eo termenet da vat hiviziken, da heul ar furchadegoù arkeologel bet kaset eno abaoe 1978. Kadarnaet eo al liamm eta etre he diazezadur ha stalidigezh ar Vretoned. Un testeni eo al lec’h-mañ e gwirionez eus buhez ar Vretoned kentañ bet oc’h en em staliañ en Arvorig.
Gant ar furchadegoù eo bet degaset war-wel an ti-pediñ kentañ, ur vered en-dro dezhañ, ha stumm orin al lec’h. Ar wazh a rede e-kreiz ar wantenn zo deuet da vezañ ur gwelead-dour dindan-zouar. Goût a reer bremañ ivez e oa bet staliet ar savadurioù kentañ sko ouzh ur c’henkiz galian-roman ne chom tost roud ebet ken anezhañ, war-bouez an dafar bet adimpijet etre an ixvet hag an xivet kantved diwar e zismantroù.
N’eo ket bet adkavet annez kentañ ar venec’h. Moarvat o doa graet o mad eus savadurioù ar c’henkiz kozh. Distag-krenn e oa al lec’hioù-annez diouzh an neved, evel ma oa dleet d’ar c’houlz-se : ne veze ket mesket ar re varv gant ar re vev.
An treuzfurmadennoù betek an viiivet kantved
Dilec’hiadur annez ar venec’h e fin ar VIvet kantved eo bet ar c’hemm pennañ. Dont a reas ar savadur hir stag ouzh ar chapel, e traoñ ar wantenn, da vezañ kazel reter ar manati, lec’h-bevañ ar gumuniezh anezhi. E 660 e voe astennet ar savadurioù war roz su ar wantenn en tu all d’ar wazh. Pourpezioù-prenn hag a dalveze d’al labour-douar a voe savet eno. E fin ar c’hantved avat e voe kaset ar verouri pelloc’h er su. Adkempennet e voe ar skiber-prenn evit staliañ ar gegin hag ar waskell enni.
War-dro 750 e voe adsavet an div gazel gant mein anez cheñch e stumm d’ar manati, aozet en-dro d’ar wazh a bourveze dour dezhañ hag a dreuze e borzh bras, gronnet gant ur voger hag ar savadurioù. Gwarezet e oa an domani gant ur gloued koad savet war un diazez mein a zo bet kavet roudoù anezhi diouzh tu an aod.
Diskouez a ra an emdroadur-se emled an abati koulz hag ar c’hemmoù a oa bet tamm-ha-tamm e mod-bevañ ar venec’h. Dont a reas savadurioù ar manati da vezañ meurdezusoc’h tra ma veze kaset ar pourpezioù e penn pellañ al lec’hienn. Er memes koulz e voe distrujet an neved kentañ ha savet unan all brasoc’h war e c’horre. Moarvat e oa savet an hini kentañ gant prenn war un diazez mein, tra ma seblant an eil bezañ bet mañsonet.
Ar manati en IXvet kantved
Kemm bras a voe er bloavezh 818 : Rediet e voe menec’h Landevenneg dre urzh ar roue Loeiz Gwazh-Doue da sentiñ ouzh reolenn Benead. Un testeni eus sujidigezh ar venec’h d’ar reolenn nevez, a weler e skrid Gurdisten ivez, eo ar c’hemm bras a voe degaset e doare savadur ar manati. Sevel un iliz sko ouzh an neved, war-dro 818, a voe an nevezadenn gentañ.
Neuze e voe adsavet ar manati en e bezh e stumm ur pevarzueg serr, ur porzh en e greiz. Fichet e voe an div gazel gant garidennoù harp ouzh kolonennoù. O implij avat ne gemmas ket : salioù buhez pemdez ar gumuniezh er reter, keginoù ha predva er su. Tost digemm e chomas ar renkamant-mañ, savet war ar patrom benediktan, betek an Dispac’h.
Diskouez a ra an daou goulzad-mañ buhezegezh ar manati ha brokusted e vadoberourien lik. Savet e voe ur chapel-sebeliañ prevez en o enor e porched an iliz. Tri arched bras e prenn a voe kavet en he margav.
Dre an dornskridoù bet savet er scriptorium e c’heller muzuliañ levezon an abati. Un nebeut skouerennoù heverk-tre a chom dioute, brudet-tre an daveennoù breizhat pe « skotek » ha levezon ar Sav-heol a gaver stank enno. Rak mirout a reas manati Landevenneg e sevenadur dezhañ e-unan, hag eñ deuet da vezañ perzh eus an Iliz karolat benediktan koulskoude.