Anna Vreizh

Aozer : Michel Nassiet / Here 2022
Anna Vreizh (1477-1514) a voe diouzhrenk dugez diwezhañ dugelezh Breizh ha rouanez Frañs div wezh. Nerzh-kalon ha youl forzh pegement a oa enni, e-giz na gaver ket alies, ha kement-mañ a voe lakaet ganti e servij he daou raktres politikel : lakaat emrenerezh Breizh da beurbadout, hag ar peoc’h da ren.

Anna a oa merc’h henañ an diwezhañ dug a Vreizh, ur vro a oa da neuze en he berzh hag hogozik dizalc’h, poblet ken stank ha rouantelezhioù all evel ar Portugal pe Bro-Skos. Dindan he renad tri bloaz evel dugez, eus 1488 da 1491, e voe ret dezhi talañ ouzh div aloubadeg a-berzh roue Frañs. Dont a reas a-benn ar plac’hig unnek vloaz da nac’hañ eurediñ gant an aotrou meur a oa bet klasket rediañ anezhi da gemer da bried, o tiskouez aze dija ur spered youlek ha start, dreistordinal. E 1491, pa oa trec’het hag aloubet he dugelezh, hag Anna hec’h-unan dindan seziz, e asantas ober un aberzh personel dre eurediñ gant hec’h enebour, ar roue Charlez VIII, kement ha lakaat un echu d’ar brezel ha da gadarnaat e-giz-se ar peoc’h evit he bro hag evit kornôg ar rouantelezh. E-doug tost da seizh vloaz eo bet rouanez Frañs, a oa da neuze brasañ ha galloudusañ rouantelezh ar bed kristen. Hepdale e voe bastet ganti da gement roll a vezed engortoz da gaout digant ur rouanez : reiñ ur mab d’ar rouantelezh (hemañ a varvas d’an oad a dri bloaz avat) ha bezañ ur skouer a vertuz hag a zoujañs Doue.

Ur vaouez a-Stad

Kerkent hag en em gavet intañvez goude marv trumm Charlez VIII e miz Ebrel 1498, e kadarnaas diouzhtu he beli war dugelezh Breizh hag e teuas a-benn ma vije anavezet ar veli-se koulz gant an aotrouien vreizhat ha gant ar roue nevez Loeiz XII. Neuze e asantas eurediñ gant hennezh : lakaat a reas ar rouanez intañvez hag ar roue nevez da glotañ an abeg a Stad hag o santimantoù personel (rak gwir garantez a oa etrezo, eme meur a dro ar gannaded italian). Bet he deus Anna he c’hoant evit kement hini eus he divizoù politikel, an hini pennañ anezho ur c’hontrad eured sinet o tiferañ e oa emrenerezh dugelezh Breizh da beurbadout (dre dereiñ an dugelezh d’ur bugel eil-henañ, sed unan all estreget ar roue da zont). Emzalc’h ur vaouez a Stad eo he deus bet ar rouanez-dugez eta.

Anna Vreizh war he zron, stampenn eus ar XVIvet kantved (munud). Gallica / Levraoueg Vroadel Frañs : stampennoù ha fotoioù, RESERVE FOL-QB-201 (3).

A-gevred gant Loeiz XII he deus goursellet ouzh melestradurezh he dugelezh (un hir a Dro Breizh a reas e 1505). Ne voe ket kaset da bennvat he raktres politikel evit lakaat emrenerezh Breizh da beurbadout rak, daoust dezhi bezañ ganet dek krouadur, div anezho hepken a zo deuet d’an oad, div verc’h eta. N’eo ket deuet a-benn Anna Vreizh, pelloc’h, da herzel an eured etre an hini henañ, Klaoda Bro-C’hall, hag hêr an tron a zeuio da vezañ Frañsez I. Un eured hag en deus roet tu, diwezhatoc’h, da unvaniñ an dugelezh gant domani roue Bro-C’hall.

Levezon war an dachenn sevenadurel ha politikel

E-pad hec’h eil ren, he deus bet ar rouanez ul levezon vras war an tachennoù sevenadurel ha politikel, dre splannder he fersonelezh, dre he c’henskriverezh puilh gant tud e-leizh, ha gant he beajoù niverus. He gounidegezh bras-kenañ (enebwerzh hec’h eured kentañ peurgetket) hag he doug dezhi hec’h-unan o deus roet tro dezhi da gas da benn ur mesenerezh oberiant. Ar bez marmor ken kaer he deus lakaet sevel evit he zud en Naoned, kizellet gant Michel Colombe, a zo un testeni eus he doujañs a verc’h dezho. Dindan he gwarez e oa barzhed (Jean Marot), livourien (Jean Bourdichon) ha muzisianed (Jean Mouton hag Antoine de Févin, a c’heller selaou hiziv e oberennoù evit ur c’hor liesvouezhiek, lod anezho diouzh ar c’haerañ tout). Kanoù karantez gant Claudin de Sermisy, a oa ezel eus he chapel, a ro da grediñ e vourre Anna gant oberennoù a-wechoù gwall lijer. Gant se e chome un deol a rouanez, unan hag a savas a-du avat gant an taolioù-esa kentañ evit degas cheñchamant e-mesk ar gloer reizh. Uhelaat o stad d’ar merc’hed zo bet unan eus he frederioù ivez, evel p’he deus goulennet gant he c’hofesour skrivañ al levr Vie des femmes illustres.

E-pad an tri ren he deus bet, e kenskrive Anna gant pennoù-bras a live etrebroadel. Da skouer e skrive d’ar Pab, meur a hini lerc’h-ouzh-lerc’h, da rouaned Spagn hag a oa tud-kar dezhi, ha da bennoù-Stad all. Kaset he deus ur wreg da roue Hungaria (1502). Dre an euredoù raktreset ganti evit he merc’hed dezhi ez eo aet da vat e-barzh diplomaterezh ar marc’hata. E 1504 e tegasas he skoazell da arc’hdug Aostria, a rene ivez war an Izelvroioù, evit marc’hata un eured etre he merc’h henañ ha mab hennezh (Karl Habsburg, Charlez Pemp, Charles Quint e galleg). Hervez feur-emglev 1504 e vije aet Breizh, Milano hag ar Bourgogn d’he merc’h, ar pezh en dije bihanaet ha disteraet douaroù ar rouantelezh evel just. Kement-mañ a voe komprenet diouzhtu gant Loeiz XII, ha kerkent hag ar bloaz goude e tivizas lakaat e verc’h da eurediñ gant hêr an tron, Frañsez.

Poltred Anna Vreizh, diwar un daolenn eus Le Temps hag a oa d’ar c’hont Lanjuinais, e deroù an XIXvet kantved (munud). Mirdi Breizh: 952.0011.990.

Ar rouanez, gant an dipit, a lakaas taoler en dic’hras ar ministr en doa sikouret ar raktres eured gall-se, ar marichal de Rohan-Gié. Tra-penn d’ar veñjañs-se eo, da gentañ tout, e vez tamallet dezhi gant istorourien zo bezañ ur vaouez drouklañsus. Diouzh savboent ar C’hallaoued n’eo ket aes kompren feur-emglev 1504, setu an istorourien, ar re a-raok 1914 dreist-holl gant o aon rak un aloubadeg, o deus tamallet da Anna bezañ « ur C’hallez fall ». D’ar c’houlz-se e gwirionez en em gave Frañs e barr he galloud en Europa. Raktres ar roue hag ar rouanez a oa seveniñ ur peoc’h padus gant tiegezh Aostria, tra ken, dre gavout un diskoulm d’ar bec’h a oa savet diwar-bouez ar Bourgogn. Ha pa vefe ar raktres-se un utopienn hervez lod, e ranker dougen bri d’ar sevenerien peoc’h ivez. E 1513, pa oa gourdrouz a aloubadeg er rouantelezh, eo bet roll Anna unan a-bouez bras, ur roll tu-pe-du e gwirionez, a-barzh tonkañ gant roue Spagn evit un dreverz, sed ur gammed kentañ etrezek ar peoc’h a voe sinet war-lerc’h, un nebeud mizioù goude he marv.

Beziet eo bet Anna gant stad ha pompadoù espar. An dezrevell eus hec’h obidoù zo bet embannet ledan-tre, ar pezh a ziskouez a-walc’h e oa bet strafuilhet bras an dud gant he marv, betek en estrenvro, en abeg d’he fersonelezh skedus ha d’he strivoù evit seveniñ ar peoc’h.

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozer : Michel Nassiet, « Anna Vreizh », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 6/10/2022.

Permalien: https://bcd.bzh/becedia/br/anna-vreizh

LEVRLENNADUR

Kinniget gant : Bretagne Culture Diversité