Peogwir ez eo eus unpenn div Stad a zo kaoz, e ranker lakaat kemm etre ar galloud levezoniñ a c’helle ur rouanez kaout e-barzh ur rouantelezh kristen, an aotrouniezh he deus bet an dugez Anna Vreizh war he dugelezh (eus 1488 da 1491, hag eus 1498 da 1513), ha c’hoazh ur galloud all, unan dre vras, dispis, a-strew e-barzh an holl darempredoù sokial. Krogomp ganti war dachenn an trede galloud-se dres, rak kerkent hag hec’h unnek vloaz, eus miz Kerzu 1488 da viz C’hwevrer 1489, e teuas a-benn ar plac’hig da zinac’hañ an aotrou meur a venne an hini anvet gward dezhi gant he zad lakaat dezhi da bried. Tennet he deus gounid eus ar c’huzulioù hag ar skoazell roet dezhi gant un dornad fealed. Talañ he deus ranket ober ent-personnel ouzh feulster arouezel avat, hag ar spered youlek ha start he doa bet diskouezet neuze a dle bezañ bet skoet an dud d’an ampoent. Evit a sell he roll a rouanez, unan eus ar perzhioù a oa er roll-se e fin ar Grennamzer a oa klask bezañ selaouet gant ar roue, ha bezañ breutaerez d’e sujidi en e gichen. Brasoc’h-brasañ eo bet al levezon he deus ranket Anna kaout e-kerzh ren Charles VIII. Diouzhtu goude marv hennezh he deus graet a seurt ma vefe anavezet hec’h aotrouniezh war dugelezh Breizh ; da c’houde he deus asantet eurediñ gant Loeiz XII, gant ma vije doujet da gement tra a c’houlenne-hi war an dachenn bolitikel, ar pezh a ziskouez splann e oa da vat o lakaat he galloud da dalvezout. Ha setu petra a c’houlenne-hi : adtapout en e bezh tiriad he dugelezh (gwarnizonoù ar roue a oa da rentañ kement kreñvlec’h ha kement kastell a oa dindan o dalc’h), ha merañ melestradurezh an dugelezh a-gevred gant ar roue ; d’ar rouanez-dugez da embann an aktoù ha d’ar roue d’o c’hadarnaat unan-hag-unan. Evit a sell levezon ur rouanez war ar roue, biskoazh n’eo bet ken kreñv hag ar pezh e oa bet e-pad ar bloavezhioù 1499-1513. Seul heverkoc’h a se ma ne oa ket Loeiz XII ur roue gwan, rak kemer a reas divizoù diazez en desped da volontez e wreg, evel lakaat o merc’h henañ da eurediñ gant hêr ar rouantelezh, kevrediñ gant roue Aragon e 1506, ha neuze stourm ouzh ar pab Jul II.
Anna Vreizh hag ar galloud
Aozer : Michel Nassiet / Here 2022
MENEGIÑ AR PENNAD
Aozer : Michel Nassiet, « Anna Vreizh hag ar galloud », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 6/10/2022.
Permalien: https://bcd.bzh/becedia/br/anna-vreizh-hag-ar-galloud
Aozer : Michel Nassiet
Michel Nassiet zo kelenner istor modern e skol-veur Angers, hag ezel eo bet eus Ensavadur Skol-Veur Frañs (Institut universitaire de France).