Ar bagadoù

Aozer : Armel Morgant / Genver 2017
Ne vije ket eus sonerezh Breizh evel m’emañ en deizioù a-vremañ ma ne vije ket bet eus ar bagadoù, strolladoù sonerien bet savet e fin ar bloavezhioù 40 diwar batrom ar pipe bands e Bro Skos. Estroc’h evit kas dibunadegoù ha gouelioù a bep seurt, ur skol sonerezh vras an hini eo deuet ar bagadoù da vezañ a vloaz da vloaz, bet stummet ganti sonerien ha muzikanerien veur Breizh a-vremañ.

Savidigezh ar strollad kentañ etre an daou vrezel

Ne vije ket bet eus ar bagadoù e Breizh ma ne vije ket bet degaset ar bag pipe eus Bro-Skos, ur biniou bras anezhañ, gant Herve ar Menn ha Gildas Jaffrenou da gentañ-penn.

E Paris e voe savet ar bagad kentañ, Kenvreuriez ar Viniouerien e anv, etre an daou vrezel, diwar atiz Dorig Le Voyer, unan eus kensaverien ar gevredigezh Bodadeg ar Sonerien e 1943, a oa he fal stummañ ur c’houblad sonerien binioù-bombard e pep kanton Breizh. Ar strolladoù sonerien kentañ avat ne voe ket dioute a-raok fin ar brezel. « Cliques » a veze graet dioute neuze, ha stag e oant ouzh ul laz-seniñ. Evel-se voe kont gant ar bagad savet gant Émile Allain e laz-seniñ an arme e Dinan pe gant an hini bet savet gant Polig Monjarret en SNCF e Karaez

E 1949 en em gavas e Kemper an daou vagad nemete a oa e Breizh d’ar c’houlz-se, hini Karaez (Paotred an hent-houarn) ha hini Rostrenn (Kevrenn Rostrenn) e kenstrivadeg gwellañ sonerien Breizh, digor d’ar c’houbladoù koulz ha d’ar strolladoù. Adal neuze e paotas ar bagadoù, koulz e Breizh hag er c’hêrioù ma oa kalz a Vretoned divroet enne. Diwar patromoù bras ar c’houlz-se e voe savet bagadoù-skol, bagadoù merc’hed, bagadoù micherioù a bep seurt ha bagadoù soudarded zoken.

N’eo ket gant ar bag pipe avat a veze graet er bloavezhioù kentañ, met un asez anezhañ kentoc’h, ar « biniou bras » bet fardet gant Dorig Le Voyer. Evit ar bag pipe ne voe ket implijet da vat a-raok derou ar bloavezhioù ‘50. Evit seveniñ ar stummañ war ar sonerezh ha war ar seniñ e voe savet Scolaich Beg an Treis e Porspoder gant Herri Leon « ar Big », Donatien Laorañs hag Alan an Hegarat. Er c’hentañ skol sonerien-se e voe stummet e-pad un nebeud bloavezhioù kement soner meur ar oa d’ar c’houlz-se.

Ar c’henstrivadegoù, devezhioù meur buhez ar bagadoù

Photos du championnat national des bagadoù 2012. © EdouardHue Etiennekd – Source wikimedia

Un tamm mat eus istor ar bagadoù eo istor o c’henstrivadegoù. Dont a reas kenstrivadeg gwellañ sonerien Breizh da vezañ Kenstrivadeg Breizh ar Bagadoù, a voe aozet e Kemperle, e Brest hag en Oriant a-benn ar fin, adalek 1971, ma tiwanas ar Gouelioù Etrekeltiek diwarnañ.

Dilañs e voe gant ar bagadoù er bloavezhioù 1970 kent adkavout o startijenn er bloavezhioù 1980, diwar ur c’houlzad stummañ harpet gant ar c’huzulioù-departamant ha gant Kuzul-rannvro Breizh. Ouzhpenn kant bagad a oa e 2014. E Breizh-Izel emañ ar pep brasañ ha pa vez savet muioc’h mui anezhe e Breizh-Uhel hag en diavaez-bro, un tamm e pep lec’h er Stad c’hall betek en inizi zoken.

Alies-mat e vez div pe deir rann d’ur bagad, ur bagadig en o zouez, skol ar bagad anezhañ a vez stummet an danvez-sonerien enni.

Eus sonerezh Breizh da sonerezh ar bed

Bep ma yae ar bagadoù war baotaat e yae o sonerezh war liesaat. Pa ne oa nemet sonerezh hengounel Breizh gante en o bloavezhioù kentañ o deus ar bagadoù staget gant tonioù kempennet pe savet penn-da-benn gant sonaozourien a vicher : Pêr-If ar Mogn, Jean Lelgouac’h, Alain Trovel, Roland Becker, Pêrig Tangi, Jean-Louis ar Vallegan hag Alan stivell en o zouez, ha, nevez zo, Étienne Chouzier ha Kevin Haas.

Gant tonioù deuet eus ar broioù keltiek all (Bro Skos hag Iwerzhon dreist-holl) o deus staget ar bagadoù a-benn neuze, kent stagañ gant sonadegoù bras diwar glad kreiz-Europa, hini Bulgaria paneveken, bet diouzh ar c’hiz vras er bloavezhioù 1970-80. Darn o deus pleget ouzh yev ar sonerezh klasel e-keit ma tibabe reoù all kenlabourat hag eskemm gant sonerien jazz, strolladoù sonerezh klasel pe muzikanerien eus penn all ar bed evel Kerlenn Pondi gant sonerien Zanzibar.

Binvioù nevez

Rannoù distag zo bet savet e-diabarzh ar bagadoù : hini ar bombardoù da gentañ-penn, dezho o c’henstrivadeg a-ratozh abaoe ar bloavezhioù 1980. E keit-se e yae binvioù-seniñ er bagadoù war liesaat. Binvioù uhel pe bout o son zo deuet da glokaat rann ar bombardoù tra ma tifluke kornioù-boud a bep seurt tonioù ouzh ar biniawoù

Treujennoù-kaol zo e meur a vagad ivez, ha taboulinoù a bep seurt ouzhpenn an taboulinoù sklint a gaver enno abaoe an deroù. Da goulz unan eus o c’henstrivadegoù, a vez savet diouzh o renk (5 rummad bagadoù zo) meur a wech bep bloaz e seizh korn Breizh e c’heller klevet ar bagadoù en o barr. Eno e vez dispaket gant bagadoù en o fezh heuliadoù pinvidik bet savet a-nevez seul taol.

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozer : Armel Morgant, « Ar bagadoù », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 30/01/2017.

Permalien: https://bcd.bzh/becedia/br/ar-bagadou

LEVRLENNADUR

Oberennoù skol-veur

  • Laigneaux Laurent,  Le bagad : entre conservation et réinvention du patrimoine musical breton, mémoire de master d’anthropologie, Université libre de Bruxelles, 2005.
  • Ollivier Steven, Bodadeg ar Sonerion, l’Assemblée des sonneurs (1943-1993) : du sonneur au musicien breton, mémoire de maîtrise d’histoire, Université Rennes-2, 1994.

Levrioù

  • Classe Gérard, Bagad Kemper – 50 ans sans relâche – Hep diskrog, Blanc Silex Éditions, 2000.
  • Association Diwaskell ar Big, Herri Leon et le Scolaich Beg an Treiz, 2003.
  • Morgant Armel & Roignant Jean-Michel, Bagad, Coop Breizh, 2005.
  • Cabon Alain, La Kevrenn Brest-Sant-Mark – Bagad d’exception, Coop Breizh 2008.
  • Morgant Armel, Kerlenn Pondi – Kalon ha begon, Coop Breizh, 2013.

DVD

  • Rouaud Christian, Bagad, Lazennec Bretagne & France 3 Ouest, 1994.
  • Froger Barbara, Phénomène Bagad, Production Premier Plan Amiens, 2006.
  • Bagad ! Une légende bretonne, Pathé, 2006.

CD

  • Assemblée des Sonneurs de biniou et de bombarde de Bretagne – 30e anniversaire, ArFolk, CD 312.
  • Championnat de Bretagne des Bagadoù, épreuve de Lorient vol. 1 (CD 447), vol. 2 (CD 455), vol. 3 (CD 898), Coop Breizh-BAS.
  • Bagadoù – L’Anthologie, vol. 1 et vol. 2, Coop Breizh CD 945 et 975.

Bep bloaz ez embann Bodadeg ar Sonerion CDioù ha DVDioù diwar kenstrivadegoù pennañ ar bagadoù.

 

Kinniget gant : BCD Sevenadurioù