Ar c’hezeg e Breizh en XVIIIvet kantved

Aozer : Bleuenn Leroux / Gwengolo 2022
Erruet e oa ar c’hezeg doñv er vro en Henamzer ha tamm-ha-tamm o deus kemeret ur perzh brasoc’h-brasañ e buhez pemdeziek Breizhiz. Adalek an XVIIIvet kantved e saver muioc’h-mui a gezeg, ha dont a reont da vezañ un nerzh diorren evit ekonomiezh ar vro.

E-kerzh an Henamzer e teu ar c’hezeg doñv war wel e Breizh. Er Grennamzer e talc’her da sevel anezho, alies-mat er c’hoadeier a zo d’ar c’henvreuriezhoù relijiel pe d’an noblañsoù. E-keit-se, dre brezelioù niverus evel Brezel hêrezh Breizh, e erru e Breizh kezeg all nevez-deuet. Kresket o niver hag o implijoù, ar c’hezeg a zo diwar neuze lodek e buhez pemdeziek an dud, betek gounit tachennoù ar relijion hag ar folklor.

Adalek an Azginivelezh e saver kezeg kentoc’h el lanneier hag er parkeier eget er c’hoadeier. Un nebeud perc’henned muioc’h en o aes o deus marchosioù peotramant, war ar maez, staolioù ma vez lakaet mesk-ha-mesk ar c’hezeg hag al loened-korn. D’ar c’houlz-se e chom c’hoazh an ejened al loened a vez kavet gwell evit labourat er parkeier, e-barzh un darn vras eus Breizh. Setu penaos e chom kezeg Breizh bihan o ment peurvuiañ (tamm-pe-damm a vent gant ur poney en deiz hiziv), met nerzhek a-walc’h evit dougen marc’hegerien ha marc’hadourezh. Meur a abeg zo d’ar saverien kezeg da gavout gwell loened krenn o ment : nebeutoc’h a voued a ya ganto, sed ne goust ket kement-se o magañ ; mont a reont aes ivez e-barzh batisoù izel an dorioù enno ; n’eus ket ezhomm anezho evit an arme rak « tezad » ur marc’h (muzul an draen-marc’h) implijet enni a rank bezañ en tu-hont da 1,46 metr evit an dragoned ha da 1,54 metr evit ar marc’hegerezh ponner. En un nebeud kornioù-bro hepken, evel Bro-Leon, Bro-Dreger pe Bro Sant-Brieg, e vez savet loened-kezeg barrek da zougen ar marc’hegerezh ponner pe da sachañ kargoù ponner (bevañs evit ar soudarded, kanolioù, ha kement zo).

Er XVIIvet kantved e teu un nerzh nevez d’ar c’henwerzh e Breizh. Lien ha krec’hen eus Breizh-Izel, edoù ha produioù-mor eus Breizh-Uhel a vez ezporzhiet dre Europa a-bezh, betek an Indez hag ar Bed Nevez zoken. Pinvidikaet eo al ledenez ha diorren a ra ar sevel-kezeg, p’emañ diazezet war al loened-se transport ar bouedoù hag an dud. Klask a ra ar Stad, personelaet gant Colbert hag e warlerc’hidi, lakaat he c’hrog war ar c’henwerzh-se dre grouiñ greoù pe harasoù roueel. Kreskiñ ar gouennañ ha ment ar c’hezeg eo pal ar velestradurezh-se. A-raok pell avat e teu Breizhiz a-benn da vezañ mistri war arc’hantaouiñ ha merañ anezhi.

War-dro ul loen-kezeg dre 10 den en XVIIIvet kantved

En XVIIIvet kantved en em lak Breizhiz da sevel muioc’h-mui a gezeg : etre 1733 ha 1754 e sav an niver a gezeg e Breizh eus 164 038 da 201 868, diouzh ar stadegoù deuet betek ennomp evit pemp departamant ar vro. Peogwir e oa daou vilion bennak a dud o chom er broviñs d’ar c’houlz-se, e kresk eta an niver a gezeg eus ur jav dre daouzek den da ur jav dre dek den, dindan un nebeud dekvloaziadoù. Da vare an Dispac’h e tigresk a galz an niver a roñsed, tra-penn zo bet rekizisionet lod, marvet lod all er brezelioù, hag aet ar greoù da get, serret ma ’z int bet e 1790. E 1794 ez eus e Breizh un niver ofisiel a 116 744 a gezeg. N’emañ ket roñsed ar Mor-Bihan e-barzh ar gont avat : stourm ar Chouanted zo kaoz ma ’z eus mankoù e stadegoù gouarnamant an Dispac’h evit an departamant-se. E 1811 e sav an niver a loened-kezeg da 254 370, en ur gontañ ar wezh-mañ roñsed ar Mor-Bihan, a chom disterik an niver anezho neoazh. Adalek dibenn an XVIIIvet kantved ha deroù an XIXvet kantved ez a ar sevel-kezeg war vodernaat, aliesoc’h e vez dalc’het an anevaled er marchosi. Mestr eo ar saverien-kezeg war ar gouennañ evel-se, hag ivez war magadur o loened a-fet kementad ha kalite, war embregerezh o c’horf ha kement zo.  

Anevaled a gaver dre-holl e sevenadur ar Vretoned

Ar brasañ implij a vez graet eus ar c’hezeg gant ar bobl zo evit an transportoù da gentañ penn. Emsavoc’h e vez kavet al loened-se eget ar re all, baset evit kas marc’hadourezh skañv, met fretet ivez evit sachañ kirri, ha c’hoazh evit kas tud. Ral a wech ez eer pelloc’h eget 15 pe 20 kilometr war-dro ar vourc’h, nemet ha ma ve anv da vont d’ur foar vras bennak peotramant d’ur gouel kristen, evel ar pardonioù. A-benn neuze ya, ez eus digarez d’ar varc’hadourien, d’o familh ha d’o c’hezeg da dreuziñ Breizh ken aes ha tra. E-giz-se e vez pourvezet ar porzhioù gant produioù eus an argoat, ha kenwerzhourien an argoat a gas di ganto en-dro produioù enporzhiet.  

Koulskoude ne vije ket gwall spletus magañ kezeg evit an implij-se nemetken : se zo kaoz e vezont implijet ivez gant ar beizanted evit labourat er parkeier. N’eo ket evit solierañ an eost hepken e vezont lakaet da boaniañ gant al labourerien-douar, met ivez evit temzañ an douaroù, charreat bezhin (evit strujusaat an douaroù) ha maerl (traezh razek, diwar ur spesad bezhin). Sternet e vez al loen-kezeg ambilh dirak an ejened, pe e-unan e broioù zo, da skouer bro Roazhon ha Penn-ar-Bed.  Strujusaat a reont an douar dre dilouzaouiñ ha dre tennañ an arar (unan koad peurvuiañ gwezhall, dezhañ ur beg houarn hepken, neket ur c’hlev-houarn daoubennek « brabant » evel bremañ). Kaoc’hkezeka a vez graet evit ober teil da zrusaat an douaroù, ouzhpenn-se. Labourat a ra ar c’hezeg estreget er parkeier ivez : diboullañ er c’hoadeier ; en arvor, kas an holen eus lagadoù ar palud betek ar marc’had ; lakaat presouerioù ha milinoù da dreiñ. Er goañv e vez tommet ganto o zi d’ar re baourañ. Tre-ha-tre evel ar beizanted e labour al loened betek o marv, ha neuze e vez tapet o reun evit bourrañ kadorioù hag azezennoù all, o c’hroc’hen evit ober lêr, o stirennoù evit fardañ binviji sonerezh, o eskern evit sevel mudurunoù dorioù pe perlez chapeledoù, hag o c’harnioù evit aozañ peg.

Marc’hegiezh ar Grennamzer zo deuet da vezañ tra ken met un eñvorenn gozh, evel-just, koulskoude eo chomet pennoù-bras an noblañs tomm ouzh o c’hezeg : familhoù zo, evel ar re Dugage, Kerouartz ha Ploëuc a ya o mibien da ren ar greoù roueel. Ouzhpenn an implijoù eus ar c’hezeg a zo boutin etre renkadoù ar bobl hag ar pennoù-bras, ez eus ivez gant ar re-se un implij a live arouezel. Embreger war varc’h a gemer da vat ur plas eus ar brasañ tout e-touez an diverrañsoù o devez evit kas o amzer, pa ’z eo berzet outo — dre o renk a dudjentiled — kement ober arc’hantus. Goude an Azginivelezh e teu ar varc’hegouriezh, deuet eus hengoun an armeoù, da vezañ soutiloc’h ha kempennoc’h, betek tapout ul live teknikel uhel-tre, ar pezh a ro d’ar varc’hegerien aotrouniezh ha neuz-kaer. En XVIIIvet kantved e vez kaset o c’hrennbaotred gant familhoù uhelidi eus Breizh d’ar gwellañ akademiezhioù da zeskiñ arzoù ar marc’hegañ ; skol floc’hed (pe pajed) Versailles an hini eo a zedenn ar muiañ anezho. Un Akademiezh roueel a zo e Roazhon ivez avat, ha d’ar mare-se n’eus ket unan e pep proviñs ; ur privilaj eo eta. Deuet eo ar c’hezeg da vezañ perzh eus buhez an holl e kevredigezh Breizh, kement ha ken bihan ma ’z eus anezho, evit Breizhiz, kalz muioc’h eget skoazellerien dezho hepken. En XIXvet kantved, zoken, e teu ar c’hezeg da vezañ ur wir arouez a Vreizhadelezh eus ar c’hentañ troc’h. Stud-book, ar ouenn kezeg-poster Breizh, a zo krouet e 1912.

 

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozer : Bleuenn Leroux, « Ar c’hezeg e Breizh en XVIIIvet kantved », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 12/09/2022.

Permalien: https://bcd.bzh/becedia/br/ar-c-hezeg-e-breizh-en-xviiivet-kantved

LEVRLENNADUR

CHARPY Jacques, Les Haras d’Ancien Régime et l’élevage du cheval en Bretagne (1666-1790), thèse de l’École des Chartes, 1951.

DOUCET Corinne, Les Académies d’art équestre dans la France d’Ancien Régime, Paris, Édilivre, 2007.

MARCHAND Patrick, Le Maître de poste et le messager, une histoire du transport public en France au temps du cheval, Paris, Belin, 2006.

MULLIEZ Jacques, Les Chevaux du royaume. Histoire de l’élevage et de la création des haras, Paris, Montalba, 1983.

ROCHE Daniel, La Culture équestre de l’Occident, XVIe-XIXe siècle. L’ombre du cheval, Tome I : Le cheval moteur (2008), Tome II : La gloire et la puissance (2011), Tome III : Connaissances et passion (2015), Paris, Fayard.

Kinniget gant : Bretagne Culture Diversité