Ar marc’hegañ e glad sevenadurel Breizh

Aozer : Bleuenn Leroux / Gwengolo 2022

Skeudennoù marc’hegerien zo e-leizh e-barzh glad sevenadurel Breizh, stank-tre int en ilizoù war ar maez : paotred o c’houren war varc’h a weler da skouer war sablezennoù iliz Sant-Loeiz e Trefrin, skrivet 1666 warno. Tud ar maezioù, tudigoù na pa vefent, o devez tro da vont aliesik war varc’h, evel ma vez prouet gant an dibroù a gaver en o ziez : meneget e vez ar re-se war 2 % bennak eus ar renabloù savet goude marv an dud e bro Redon en XVIIIvet kantved. E-touez ar gouelioù, er pardonioù eo e vez lakaet war wel ar muiañ pegen tomm eo kalon ar Vretoned ouzh o c’hezeg. E chapel Sant-Servez e Pont-Skorf e weler kezeg demdost da delwenn sant Alar. E Gwitalmeze e kerzh dirak ar person ar c’hezeg hag o marc’hegerien warno, a gantadoù a-wezhioù. Paotred war varc’h a weler ivez pa vez pardon e Kerfourn, e Gwennin, e Gwidel hag e Kistinid. Da geñver gouelioù zo e weler taolioù-kaer teknikel, amprouennoù tizh pe nerzh. E Plouarzel hag e Gwitalmeze da skouer, emañ ar c’hiz da lakaat lammat ar c’hezekenned dreist an dour a red eus ur feunteun. E lec’hioù all e vez redadegoù kezeg evel re Gourin, Sant-Pever ha Perwenan. E Plouie e ra ar varc’hegerien teir gwezh tro ar bradenn hag ar vered d’ar pimperlamm, goude bezañ c’hoariet tro d’ar feunteun. Ouzhpenn un tu relijiel zo neuze, rak un hevelep dibunadeg a servij ivez da ziskouez pinvidigezh ha barregezh an nen, dre berzh e jav. Ar merc’hed yaouank, goude arvestiñ taolioù-kaer ar baotred, a vez pedet a-wezhioù gant ar re-se da zont war lost o marc’h d’ober ganto hent an distro, ha seblant dimeziñ a vez diwar neuze. Treset eo bet an darvoudoù-se gant Olivier Perrin e fin an XVIIIvet kantved. C’hoarvezout a ra d’an dud nevez, da zeiz o eured, kaout da brof un dibr kizellet skrivet warni bloaz an eured, evel ma weler amañ dindan.

 

Dibr eus arz pobl ar Vretoned, e koad kizellet (1844). Dastumadeg B. Leroux.

E pep kêr mentet krenn, evel Redon, e c’hell un dibrer bevañ diwar e vicher, pa n’eo ket ur strollad (korfuniad) anezho zoken evel e Josilin.

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozer : Bleuenn Leroux, « Ar marc’hegañ e glad sevenadurel Breizh », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 12/09/2022.

Permalien: https://bcd.bzh/becedia/br/ar-marc-hegan-e-glad-sevenadurel-breizh

Kinniget gant : Bretagne Culture Diversité