Ar frigribelled bras, logod-dall brudetañ Breizh

Aozerez : Aline Moulin / C’hwevrer 2025

Ouzh hor rannvro o deus gwarizi kalz a giropterologoured, an dud arbennik war al logod-dall, rak bras eo ar boblad frigribelled bras enni. Ur spesad bresk eo, hag un arouez eus faltazi ar gevredigezh ivez. Abalamour da se e vez diwallet kalz outo : kontet e vezont bep bloaz e Frañs a-bezh evit heuliañ emdroadur o foblañs. E-pad ar goañv ez a an arglaskerien da glask e groc'hoù, mengleuzioù mein-glas pe blockhausoù. E-pad an hañv e furchont e kalatrezioù an ilizoù, ar c'hestell, ar milinoù...

Perak eo ken disheñvel ar frigribelled bras ? Evit o morfologiezh, da gentañ. E-touez al logod-dall brasañ a gaver e Frañs emaint (ken bras ha palv un dorn), ha ganto eo bet awenet krouer Drakula. Ul logodenn-zall a-ispilh ouzh he zreid, he divaskell tro-dro d'he c'horf ? Ur frigribell an hini eo. Ispisial eo o dremm ivez, gant ur fri togn e stumm un houarn-marc'h. Perzhioù biologel dibar o deus o c'horf ivez, ouzhpenn d'o neuz heverk. Ar c'hiroptered all a c'hell pintañ war ur voger, « skrampañ » warni hag implij ur skar evit mont diwar-wel. N'eo ket posupl d'ar frigribelled. Ret eo dezho mont e-barzh o bod war nij hag ober un dro ouesk goude evit kludañ. O favioù a-dreñv o deus stirennoù a c'hell chom stardet. Galloud a reont chom o fenn en traoñ hep strivañ. Lod, bras pe vihan, a vez kavet marv e mod-se. Ur perzh dibar all o deus : gant o fri e kasont o ultrasonioù, pa ra ar re all gant o beg. Gant o zragus e resevont anezho, evel ar re all. Al loened drol-se o deus o far munut : ar frigribelled bihan. Heñvel int ouzh o « breudeur vras » e pep keñver, nemet evit o ment : ken bihan hag ur biz-meud eo o c'horf.

Frigribell vihan. Kredad ar poltred : Ronan Nedelec. GMB.

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozerez : Aline Moulin, « Ar frigribelled bras, logod-dall brudetañ Breizh », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 5/02/2025.

Permalien: https://bcd.bzh/becedia/br/ar-frigribelled-bras-logod-dall-brudetan-breizh

Kinniget gant : BCD Sevenadurioù