Loened-ti ar sorserezed, sunerezed gwad, awen ar gargouilhoù, taolennet war Korolladegoù an Ankoù... Kantvedoù 'zo eo bet fall ar sell war al logod-dall. Klevet a reer e chomont trapet er blev, e kasont kleñvedoù e-leizh, e puilhont evel al logod, e krignont hag e tic'hailhont an tiez. Evel astuz e vez gwelet al logod-dall alies, padal eo a-bouez bras o ferzh er vevliesseurted.
Ouzhpenn mil spesad logod-dall a gaver er bed-holl : an debrerien-frouezh, a vev e-pad an deiz hag a gemer perzh e strewiñ ar plant ; ar re a besket gant o uropatagium, ar groc'henenn a liamm o favioù a-dreñv. Daou spesad eus Suamerika ha Kreizamerika a ev gwad evit gwir, met gwad ar chatal nemetken. Er broioù-mañ ne zebront nemet amprevaned. 34 spesad logod-dall a gonter e Frañs ha 22 e Breizh. Gwarezet eo an holl giroptered en hor bro hag en Europa, ha kement a berzhioù boutin hag a ziforc'hioù o deus.
Perzhioù boutin
Ar memes lusk biologel bloazel resis a zo d'an holl logod-dall europat. E Breizh e c'hoarvez ar paradur, anvet « swarming » (barrañ), e-pad an diskar-amzer. Dañsoù ouesk a vez gwelet en aer ganto neuze. N'eus nemet d'ar mare-se eus ar bloaz e vez bodet ar bared hag ar parezed. Goude-se e teu mare ar goañvaat. Evit paseal an hañv ez eont da glask lec'hioù didrouz, gleb, stabil ar wrez enno evit chom hep dihuniñ gant ar c'hemmoù termek. Bewech ma tihunont digoulz e tispignont druzoni hag en argoll e vezont da dreutaat a re. Arabat dihuniñ ul logodenn-zall o kousket ! Pa zeu an amzer vrav e rankont mont da amprevaneta da gentañ evit yac'haat. Adkavet ur pouezh mat ganto, ar parezed a lak paradur an diskar-amzer da vezañ speriet, gant ar spergelligoù o deus miret e-pad meur a viz. Tamm-ha-tamm en em vodont evit prientiñ ganedigezh ar re vihan, e penn-kentañ miz Mezheven. Dibab a reont lec'hioù tomm. Ar parezed n'o deus nemet ur c'holen bet bloaz, rak ral-tre eo dezho kaout gevelled. Laezhet eo ar re vihan alies-tre, ha n'hellont ket reoliñ gwrez o c'horf o-unan. Setu perak eo ur redi d'ar « mammoù dizimez » kenlojañ. Ar re vihan, stok-ha-stok, a domm an eil d'egile pa 'z a kuit ar mammoù da chaseal. E fin an hañv eo emren ar c'helin ha kuitaat a ra an holl ar bod sevel. Fonnus e teu an amprevaneta da vezañ en-dro, evit lartaat a-raok ar goañvaat da zont ; galloud a ra ar c'helc'hiad bloazel lusket mat kregiñ en-dro.
Ouzhpenn d'o lusk biologel eo boutin un dra bennak all da spesadoù ar vro : an dassonlec'hierezh. Gwir eo n'eo ket mat lemmder o gweled, met diabeg eo ar vrud o deus da vezañ dall. Gant ur « sonar » efedus-tre en em lec'hiont hag e chaseont. Gant o beg e skignont trouzioù na vezont ket klevet gant an dud. Pa sko an ultrasonioù-se ouzh ur skoilh bennak e tilammont war-zu ar chaseourezed evit bezañ klevet gant o diskouarn (gant o zragus, evit bezañ resis). Ganto e ouzont petra a zo dirazo : boued pe ur voger ? Ken efedus eo o « sonar » ken e c'hell ar pipistrelled diskoachañ ur vlevenn 20 metrad ac'hann. Ouzhpenn d'an ultrasonioù e kehentont kenetrezo gant garmoù sokial a c'hellomp ni klevet. Teodek-tre eo an eskell-kroc'hen. Gall a reomp klevout anezho o « flapañ » asambles.
Perzhioù dibar
22 spesad kiroptered a gaver e Breizh, ha disheñvel int war meur a boent, pa vefe anv eus ar pezh a zebront pe eus al lec'h ma kavont bod e-pad ar goañv hag an hañv. Spesadoù 'zo, ar barbastelled, da skouer, a blij dezho kavout bod e kleuzennoù ha chaseal en dangoad. Spesadoù all, evel an holl c'housperelled bihan (ar gousperelled Daubenton, ar gousperelled Natterer, ar gousperelled barvek, h.a.), a gav gwelloc'h lojañ er skaroù etre mein ar mogerioù mañsonet. Spesadoù all a blij ar groc'hioù dezho. Da echuiñ, ar spesadoù kemmagat a implij ar savadurioù graet gant an dud.
Al logod-dall ne zebront ket tout ar memes amprevaned, ha disheñvel eo o doareoù da chaseal. Ar skouarnegelled a zo sot gant ar balafenned. Fiñval a reont dousig o divaskell e kerniaoueg ar gwez evit dihuniñ o freizhi. O eskell a laoskont goude war o lerc'h da ziskouez int tremenet. Ar frigribelled a blij dezho chaseal amprevaned bras war al leur. Gwelet e vez ar gousperelled Daubenton, da skouer, war gorre an dour-sac'h, ma kavont paot a vevañs.
Ur spesad gwarezet
Argilañ a ra ar bronneged bihan boemus-se, siwazh. An dud eo a zo kaoz d'o argil : distrujet ganto o annez, implijet louzoù kimiek a boezon o boued, savet hentoù-tizh, parkadoù rodoù-avel lec'hiet fall ha n'int ket dalc'het, pe c'hoazh direizhet an hin. Eüruzamant, a-drugarez d'o statud a spesad gwarezet e c'heller kaout peadra da studiañ anezho gwelloc'h evit o gwareziñ gwelloc'h. Daou ahel meur a zo bet lakaet evit an oberoù. Kaset e vezont gant kevredigezhioù alies :
- Studioù hag arglask naturour
Ar studiadennoù skogañ diwar-benn an endro a vez graet pa vez ur raktres, evit sevel tiez da skouer. Diskouez a reont hag e vo distrujet annez a-bouez d'al loened, al logod-dall en o zouez. Gant an arglask e c'heller anavezout kludadoù nevez ha heuliañ anezho a vloaz da vloaz evit gouzout penaos e emdro an niver a logod-dall enno.
- Kizidikaat ha hanterouriezh
An dud eo a zistruj ar vevliesseurted, dezho eo da souten anezhi ivez. Met evit kement-se e rankomp gouzout penaos eo ar bed tro-dro deomp. Abadennoù kizidikaat, evel Nozvezhioù etrebroadel al logod-dall, a ra kalz evit ma vefe anavezet, ha neuze komprenet al logod-dall gant an holl. Ar memes pal a zifachañ gant ar bed bev tro-dro deomp o deus ar c'hevredigezhioù a ginnig servijoù hanterouriezh evit respont da c'houlennoù an dud displijet gant ar fed e vefe deuet logod-dall d'ober annez en o zi, ha da re an dud a glask reiñ bod d'ar vevliesseurted.
Bet troet diwar ar galleg gant Lena Catalan Marcos