Petra eo ar gwerzioù?
Hervez Fañch an Uhel, bet dastumer-meur eil lodenn an XIXvet kantved, e oa ar gwerzioù kanoù harozel pa oa ar sonioù kanoù lourennek (kanaouennoù a garantez, kanaouennoù flemmganus pe farsus, kanaouennoù da luskellat pe kanaouennoù eured, h.a.). Setu pezh a skrive diwar-benn ar gwerzioù: «[...] kanoù teñval, moliac'hus, skrijus int, lec'h ma konter gweledigezhioù dreist-natur, lazhadennoù bugale, tud marv en duvelloù, treitouriezhioù, skrapadegoù hag a bep seurt darvoudoù feulz: doareoù feodel hag hanter varbar hag a zegas soñjoù eus an daouzekvet ha trizekvet kantvedoù, met a oa chomet bev betek an triwec'hvet kantvet e Breizh».
Gwerzioù hag istor
Adalek penn kentañ an naontekvet kantvet e oa bet dedennet an dastumerien hag ar c'hevredigezhioù tud ouiziek gant ar gwerzioù. Kervarker en doa embannet un niver vras anezho er Barzaz-Breiz, deuet er-maez evit ar wech kentañ e 1839. Kinnig a rae ar c'hanoù o klask adkavout gant peseurt fedoù istorel e oa bet awenet an dud o doa kompozet anezho. Leun a faltazi e oa e zoare da zielfennañ a-wechoù, ha se zo kaoz e savas ur rendael adalek eil lodenn an naontekvet kantved. Daoust da se eo bet bras tregern an oberenn e Frañs hag en Europa.
Abaoe an amzer-se eo aet war-raok ar glaskerien war al labour keñveriañ ar c'hanoù o doa dastumet gant dielloù dre skrid, reoù ar justis peurgetket, kement ha gant hengounioù dre gomz pobloù all er bed. Embannet eo bet meur a studiadenn, o fall adkavout peur e oa bet c'hoarvezet an darvoudoù kontet er gwerzioù. Dav eo menegiñ en o zouez labourioù heverk Donatien Laurent, klasker er CNRS, ha dreist-holl e enklaskoù diwar-benn gwerz Loeiz ar Ravalleg pe gwerz Skolvan.
Karg sokial ar gwerzioù
E kevredigezh hengounel maezioù Breizh-Izel e tremene al lodenn vrasañ eus ar sevenadur dre ar gomz – ma n'eo ket an holl anezhañ. Lavarout ar wirionez, kontañ istorioù gwir a oa neuze karg ar gwerzioù. E mod-se e soñje kement ar ganerien hag ar re a selaoue anezho, ha meur a wech, goude kanañ ur werz e konte ar c'haner un toullad hengounioù komzet, addisplegadennoù e komzoù plaen, resisadurioù war al lec'hioù, ar fedoù hag an dud meneget.
Ar ganerien gwerzioù, dec'h hag hiziv
Niverus eo ar ganerien heverk o deus kanet ha treuzkaset ar gwerzioù betek bremañ. E-touez ar re vrudetañ e kaver Marc'harid Fulup, kanerez eus a Blûned e Bro Dreger, he doa treuzkaset 200 kan da Fañch an Uhel etre 1865 ha 1895, 40 gwerz en o zouez. Frañsez Vallée a enrollas he mouezh war rolloù koar e Gwengamp e 1900. An dielloù-se, kanoù kentañ bet enrollet e brezhoneg, a zo e-touez an dielloù dre gomz miret gant Dastum.
Tostoc'h ouzhomp e voe diskuilhet talant bras Marie-Josèphe Bertrand, kanerez ha botaouerez eus Kanuhel (22) marv e 1970, gras da labour Claudine Mazéas he doa enrollet anezhi o kanañ gwerzioù e 1959. Kanerezed gwerzioù a-bouez e oa bet ar c'hoarezed Goadeg ivez. Deuet e oant da vezañ brudet da heul Alan Stivell e penn-kentañ ar bloavezhioù 1970 ha sikouret o doa da lakaat ar c'hanoù-se da vezañ deuet-mat war ar gwagennoù ha war leurennoù ar festivalioù kentañ.
Tud vrudet a zo bet, met arabat deomp disoñjal eo bet treuzkaset ar gwerzioù gant mareadoù kanerien dizanv. E-pad pevar pe pemp kantved, hag ouzhpenn a-wechoù, eo bet treuzkaset ar gwerzioù a rummad da rummad, hep bezañ kemmet an disterañ evit lod anezho. War lec'hienn dielloù dre gomz Dastum e c'heller selaou ouzh skouerioù anezho: gwerzioù e-leizh bet dastumet en amzer-vremañ e Breizh-Izel a-bezh.
Troet gant Lena Catalan-Marcos