Ar sevel listri er Brived

Aozer : Hubert Chémereau / Kerzu 2016

A-viskoazh eo bet ar Brived, ur sterig dister, digor ar Briver war-zu ar meurvor. Adalek an XVIIIvet kantved eo kresket niver ar chanterioù sevel listri tro-dro da borzh Mean. Gant an dispac'h greantel e weler ur c'hresk ingal e fard al listri war ar Briver. Etre 1815 ha 1880 e voe savet tro-dro da 350 bag aocher evit ar vistri aocherien er vro. Etre 1815 ha 1900 ne oa ket nebeutoc'h eget 478 martolod ar Briver bet degemeret mestr aocher. E 1836, e Sant-Yoasin nemetken e veze renablet 175 kalvez, ha 390 outo e 1861. E chanterioù ar Briver e veze implijet an darn vras anezho. Evit John Scott e voe talvoudus-bras e voe skiant-prenet kilvizien-vor ar Briver, brudet en tu all da Vreizh zoken. Ha gant ar vistri-vicherourien a vor-Skos e voe desket dezho teknikoù an houarn. Ken buan e voe lakaet war ar c'hal mordreizherien gourc'hemennet gant ar Gompagnunezh Hollek Treuzatlantel, liammet a-dost gant micherelouriezh kilvizien-mor ar Briver ha gant teknikoù ar Skosiz. Gant ar sevel listri houarn e son glaz ar verdeadurezh bigi koad. E-keit-se ne weler ket mui paotred ar Briver o redek war gement mor zo, ha dont a ra tud nevez d'ar vro, evit talañ ouzh an ezhommoù greantel e bro Sant Nazer. War-zigresk e ya niver ar vartoloded, war-ziskar ar verdeadurezh dre lien, ha da heul niver paramantourien vihan ar vro. Serriñ a ra chanterioù bigi diwezhañ porzh Mean e 1880. Ne vo ket erlec'hiet an aocherien aet da gozh, mont a rint da get.

Chanterioù sevel listri tro-dro da borzh Mean pa oant e barr o brud tro ar bloavezhioù 1860 - Fernand Guériff, La Marine en bois du Brivet : listri ha martoloded Briver

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozer : Hubert Chémereau, « Ar sevel listri er Brived », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 2/12/2016.

Permalien: https://bcd.bzh/becedia/br/ar-sevel-listri-er-brived

LEVRLENNADUREZH

Kinniget gant : BCD Sevenadurioù