Ar spesadoù kemmagat

Aozerez : Aline Moulin / C’hwevrer 2025
« Kemmagat » a vez graet eus spesadoù 'zo rak plijout a ra dezho implij tiez an dud evit ober bod, hep noazout dezho (ne grignont ket ha ne savont neizh ebet). En tiez e erruont e-pad an hañv dreist-holl, evit koleniñ. Tri spesad kemmagat a gaver stank e Breizh.

Ar pipistrelled a zo logod-dall bihan. Ken bras eo o c'horf hag ur biz-meud ha n'int ket gwall bounneroc'h eget un tamm sukr. Ar spesad-se eo an hini a welomp ar muiañ tro-dro deomp, o chaseal a-us d'hor jardrinoù pe tro-dro d'ar postoù-lamp, buan ha nerzhus o nij. Kludadoù anezho a vez kavet en hor c'halatrezioù. Int eo ivez a vez kavet kuzhet mat a-dreñv d'ur stalaf a-wechoù. Ar moustiked a gavont mat. Pep pipistrell a zistruj etre 2 000 ha 3 000 moustik bemnoz.

Ar skouarnegelled a zo sot gant ar balafenned. Gwall sikourus int er gwerjeoù, pa stourmont ouzh ar biskoulennoù. Brasoc'h int eget ar pipistrelled un tammig, met ral eo gwelet anezho. M'en em gavit ganto, koulskoude, n'helloc'h ket faziañ : gant gwir abeg e vez graet « logod-dall o divskouarn lapin » anezho ! Dreist muzul eo o divskouarn, a servij dezho da chaseal, met ivez da reoliñ gwrez o c'horf. Stekiñ a reont anezho dindan o divaskell evit tommañ d'o c'horf un tammig e-pad ar goañv. Ganto e lavaront o soñj ivez : pa vez bec'h warno e kluchont anezho war-dreñv.

Ur spesad diwezhañ a c'hell klask goudor en hor c'halatrezioù : ar serotined. Heñvel a-walc'h int ouzh pipistrelled ramzel, ne vefe ket o ment hini ar biz-meud, met kentoc'h hini palv an dorn. M'o deus kavet bod en ho ti e ouzoc'h dija, sur a-walc'h, rak trouzus-kenañ int. Chaseal war al leur a gustumont ober, ha bevañ gant amprevaned bras. Evito, mare ar c'hwiled-derv a dalvez meur a friko !

 

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozerez : Aline Moulin, « Ar spesadoù kemmagat », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 5/02/2025.

Permalien: https://bcd.bzh/becedia/br/ar-spesadou-kemmagat

Kinniget gant : BCD Sevenadurioù