Kaer eo gouzout 'teu ar galleg Arvernes, Auvergne... eus ar rakger ar- ha uerna / uernos e galianeg, ur ger chomet bev er yezh ok (verne, vergne, Lavergne / aulnaie, Aulnoy etc.) E kembraeg e lavarer gwern, aet da fern ha fearn e gouezeleg gant ar memes ster (gwez gwern ha douar gwern, koulz ha gwern ar vag gant koad gwern). Vern zo ur gêr e Breizh-Uhel, evel Verne an anv den, heñvel e V ouzh hini an anvioù kêrioù stank ken e Kerne ken e Leon : ar Vern (Le Vern), e brezhoneg Gwened "er uern" / Guern (palatalizet). Padal e Treger ha Goelo e kaver W evel e kembraeg (Brythoneg) : "ar Ouern". Kaeroc'h c'hoazh en anv familh Guern, Guernic (Gwernig) e klever e galleg ar vro zoken "gwern" (Le Gouern) e Treger-Goelo, mes /guèrn/ e Penn-a-bed. Doublennoù all a gaver, e Poullaouen, da skouer, etre gorre ha goueled Poullaouen : war an dôl / var an dôl (var an daol e Leon, war e Treger) ; padal e brezhoneg Gwened eo ar evel e kembraeg hag evel ar rakger a gaver e-barzh Argoad, Arvor. E galianeg e oa V (Vercingetorix, Verdun) hag ar ster a oa "dreist" evel e latin super / hyper e gregach (S/H indoeuropeaneg an dro-mañ !)
Ar wern, gwernioù
Aozer : Francis Favereau / Here 2022
MENEGIÑ AR PENNAD
Aozer : Francis Favereau, « Ar wern, gwernioù », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 5/10/2022.
Permalien: https://bcd.bzh/becedia/br/ar-wern-gwerniou
Aozer : Francis Favereau
Francis Favereau zo kelenner emeritus yezh ha lennegezh vrezhoneg, bet tro-ha-tro kelenner e lise Karaez, skolioù Gwengamp, goude-se e skol-veur Breizh-Uhel (R2) war ar yezh hag al lennegezh. Savet gantañ geriadurioù - adembannet lies gwech - ur yezhadur, un antologiezh eus al lennegezh en 20vet kantved e brezhoneg hag e galleg. Evit klask hiroc'h :