Ar YKD-KK-KKD, ul luskad trotskiour e Breizh e-doug ar « bloavezhioù 1968 »

Aozer : Hugo Melchior / Meurzh 2022
M’eo bet Breizh un douar-a-zoare evit an aozadurioù a veze graet «maoour» outo er «bloavezhioù 1968», unan eus an aozadurioù trotskiour, a veze graet «ar C’hevre» outañ gant e izili, a voe unan eus oberourien a-bouez war an dachenn bolitikel e Breizh.

Strizh a-walc’h e chomas e Breizh, evel e bro-C’hall, niver ar stourmerien dispac’hel betek an nevez-amzer 1968, daoust ma oa bras-divent o youl sevel. O raktres ? Sevel ur strollad dispac’hel e penn a-raok rumm ar vicherourien evit gounit ar galloud Stad dre an hent er-maez lezenn, ha teurel d’an traoñ evel-se «mestroni ekonomikel ar vourc’hizelezh», gant diskar darempredoù kapitalour ar produiñ. Gant darvoudoù miz Mae 1968 ez eus bet roet ur welusted nevez da aozadurioù an tu-kleiz pellañ, hag un diorroadur dianav dezho betek-henn dre ma erruas miliadoù a stourmerien nevez, liseidi ha studierien an darn vras anezho.

E-touez an aozadurioù-se a reer «kleizelourien» anezho dre fazi, e kaver ar C’hevre Komunour (KK Ligue Communiste-LC). Dindan guzh e voe savet an aozadur trotskiour da geñver ur c’hendalc’h bet dalc’het e miz Ebrel 1969 e Mannheim e bro-Alamagn, hag evel-se e teuas da vout rann Frañs ar Pedervet Etrebroadelenn – Sekretouriezh unvanet. Tri stourmer o deus c’hoariet ur perzh a-bouez er sevel ar C’hevre komunour e Breizh : André Fichaut e Brest, Édouard Renard e Sant-Brieg, ha Jean-Yves Le Goff e Roazhon.

Ar YKD e Roazhon

D’an 11 a viz Mae 1966, e voe loc’het gant Jean-Yves Le Goff hag un dek studier ha lisead bennak hep tamm skiant-prenet Strollad Roazhon ar Yaouankiz Komunour Dispac’hel YKD. 27 vloaz e oa, ha deuet da vezañ trotskiour e-doug brezel Aljeria.

Kelaouenn strollad Roazhon ar C’HKD "L'antidote" (Digontamm)

Gant an degad a stourmerien-se e veze gwerzhet ingal kazetenn vroadel ar YKD, Avant-garde jeunesse ( Rakward Yaouankiz) dirak dorioù al liseoù ha skolioù-meur, pa vezent e-keit-se o tiorren ur gazetenn daouviziek dezho o-unan, anvet Antidote (Digontamm). Sal «am-gefridiel» ar YKD e Roazhon a oa e ranndi Jean-Yves Le Goff, en estaj diwezhañ ur savadur e laez straed Sant Brieg. Emvodoù stourmerien a veze dalc’het eno, moullet an traktoù ha berniet al levrioù. En tu all da ziskuliadenn brezel ar Viêt Nam hag an impalaeriezh amerikan e veze ivez skoazellet stourmoù ar vicherourien a-raok ma vefe eus darvoudoù miz Mae ha miz Even 1968, evel e miz Even ha miz Here 1967 e Redon.
Perzh o deus kemeret, adal penn-kentañ miz Mae 68, er pezh a zeuio da vezañ luskad studierien Roazhon. Kengred gant studierien Pariz en em gav e-tal feulster moustrerezh ar polis, ur pemzek bennak a studierien a vroud an ac’hubiñ Skol-veur Skiantoù Beaulieu, a-raok kemer perzh en ac’hubiñ bemdeziek salioù dizarempred Skol-veur gozh al Lizhiri war blasenn Hoche gant an UNEF hag aozadurioù «kleizelourien» all

Teir gevrenn a oa gant YKD e Breizh, e Roazhon, Naoned ha Brest, (gant ar stourmer yaouank Pierre Le Goïc da skouer, a zeuio da vezañ damkanour «krafoù Breizh » e KKD). Disrannet e voe gant dekred ar prezidant d’an 12 a viz Even 68, evel un dousenn bennak a aozadurioù all eus an tu-kleiz pellañ, ar Strollad Komunour Etrevroadel en o zouez. Adkroget e voe gant ar stourmoù e distro ar studierien e miz Gwengolo e Roazhon, evel e lec’h all e Breizh, tro-dro d’ur gelaouenn nevez Rouge (Ruz), a voe bet embannet e niverenn gentañ d’an 18 a viz Gwengolo 1968.

Ur « rannvroelouriezh » trotskiour e penn Breizh

André Fichaut, a veze graet « Max » outañ, bet ganet e miz Gwengolo 1927 e Brest, a voe unan eus renerien pennañ ar Strollad komunour etrevroadelour -Rann Frañs ar Pedervet Etrevroadelourenn (PCI-SFQI) . Ur stourmer anavezet deuet eus bed ar sindikadoù e Brest e oa ivez oberour an harz-labour e kreizenn EDF Brest, an hin a badas teir sizhun e-pad mizioù Gwengolo-Du 1972. En enep da ali an dud e karg e live broadel ar CGT-Énergie (kengevredad Hollek al Labour), e teuas a-benn da gaout ma vefe savet ur c’homite harz-labour evit ma vefe meret al labouradeg gant ar vicherourien o-unan. E-pad un tregont vloaz bennak e voe marc’h-kleur rann ar C’hevre e Brest hag e Breizh war-lerc’h 1968.
En enep da aozadurioù evel ar Strollad Sokialour Unvanet SSU (PSU), niverus e oa stourmerien ar C’hevre Komunour er bloavezhioù 1970, hag e Breizh zoken, ha ne oant ket kizidik, pe diseblant e oant zoken ouzh an dalc’hioù stag ouzh « afer ar minorelezhioù broadel ». Ur perzh a-bouez he deus c’hoariet memestra kevrenn Brest e diorren spered ar stourmerien e-barzh an aozadur trotskiour diwar-benn «dalc’hoù Breizh». Ken abred ha 1971 e oa bet barnet gant Manifesto ar C’hevre Komunour e oa eus al luskadoù «rannvroelourien» evel ur « respont naturel ouzh kreizennerezh bureveg ha tidek ar Stad kreñv ».

E miz Here 1976, e voe gwelet o tont er-maez kentañ niverenn ar gelaouenn Bretagne Rouge (Breizh Ruz), a zeuas da vezañ kelaouenn rannvroel ar C’hKD. Ne voe ket skignet en o c’hêr gant rann an Naoned, rak ne voe tizhet nemet nemeur gant seurt dalc’hioù. E 1978, da heul gwallzarvoud an Amoco-Cadiz a reas reuz evit en endro, kevrennoù Breizh ar C’hKD a embannas ur c’hraflevr ma oa rebechet enni an diouer a atebegezh kemeret gant industriezhioù an eoul-maen, hag e oa un hent da glask en «emrenerezh sokialour» e Breizh.

Niverenn gentañ "Bretagne Rouge"( Breizh Ruz)

Ar C’hevre e Sant-Brieg

Edouard Renard, stourmer a-orin eus an Antilhez, bet ganet en Havr Nevez e 1936, a oa erruet e Sant-Brieg e miz Here 1968, a oa deuet da vout dremm ar C’hevre Komunour evit kêr Sant Brieg da geñver e gendalc’h diazez e miz Ebrel 1969. Kelenner e oa, ha buan e voe lakaet e plas ur rouedad stourmerien gantañ. Nebeut a-raok harz-labour ar «Joint » e 1972 e c’helle rann Sant Brieg ar C’hevre Komunour kontañ war sikour start hag ingal un dousennad bennak a stourmerien, kelennerien yaouank outo, liseidi, hag ur c’huzulier labour-douar, Gwenaël Legras, a zeuas da vezañ unan eus renerien ar C’hevre Komunour Dispac’hel en Oriant.

Ma ne oa ket staliet da vat ar C’hK e labouradegoù ar Joint Français, evel e-barzh embregerezhioù meur all evel Chaffoteaux pe Sambre et Meuse, dre ma veze skoazellet ganto an holl harzoù-labour o tegouezhout e kalon ar gêr, ha buan a-walc’h e voe anavezet-mat e-touez ar vicherourien dre ma voe skignet ganto traktoù ha kemennadennoù ingal. Harpet e voe ganto evel-se harz-labour ar «Joint» e 1972, hini implijidi an tiez-lazhañ loened kêr Sant-Brieg hag hini an embregerezh Doux e Pederneg (1973-1974).

« Oadvezh aour » ar C’hevre e penn-kentañ ar bloavezhioù 1970

E-keit ma veze dastumet gant ar C’hevre Komunour nerzhioù ar stourmerien deuet eus ar YKD hag ar SKE, hep kontañ ar stourmerien nevez deuet evit an darn vras anezho eus «rann ar yaouankiz skoliataet», e voe niverusoc’h-niverusañ e izili e penn-kentañ ar bloavezhioù 1970. Tremen a reas eus 1 255 stourmer e miz Ebrel 1969 da 2 824 e miz Mae 1971.
Brasaet he doa he zachenn, ha pa ne voe ket diazezet kement e Breizh ha ma oa e korn-bro Pariz pe kêrioù all ar Frañs, (Rouan, Montpelhièr, Tolosa). Savet e voe evel-se kevreoù nevez e 1972 e Kemper, Sant Brieg, An Oriant en tu all d’ar re a oa dija e Brest, Roazhon hag an Naoned. Savet e voe kevre Felger e 1973 gant Daniel Bouffort, bet studier e Roazhon. Kreizennet e voe oberiantizoù ar c’hevrennig war enkadenn ar c’hantved, hini industriezh ar c’hofignonoù e Felger, a voe en he barr gant c’hwitadenn stourmoù dibaouez implijidi al labouradeg Réhault (1976-1980).

E penn-kentañ ar bloavezhioù 1970 e Roazhon e oa darn vras ar stourmerien trotskiour gant o studi c’hoazh, pa oa 22 vloaz keidenn o oad da neuze. Kavet e veze stourmerien ar C’hK e darn vras al liseoù, hag ur gelaouenn a veze skignet ganto, l’Antidote (Digontamm) a zeue er-maez meur a wech ar bloaz. E dibenn 1971 e veze e Roazhon un hanter-kant bennak a stourmerien e meur a gell (liseoù, SNCF, Melestradurezh publik en o zouez ar Yec’hed, an Deskadurezh, Skol-veur ar Gwir, Skol-veur Medisinerezh, Skol-veur Roazhon 2), pa ne veze ken met ur pemzek bennak en Naoned er memes koulz.

Ouzhpenn ar stourmerien e oa degadoù a a-duerien. Un tri-ugent bennak outo a oa e Roazhon e miz Gouere 1972, aozet e «bodadoù ruz» hag a veze evel frammoù deskiñ ar «vicher» a stourmer. Er frammoù-se e veze bodet ar re a felle dezho gwellaat o stummadur teorikel ha pleustrek, a-raok gellet goulenn, ur wech tremenet ar prantad-se, tremen e renk stourmerien penn-kil-ha-troad.

Ar straed a-raok ar mouezhiañ

Nerzh an niver bras, daoust da reneveziñ ingal an izili, ar reaktivelezh, an engouestladur hollek ha reolenn e stourmerien o deus graet eus ar «C’hevre» an aozadur dispac’hel pennañ e Roazhon etre 1969 ha 1974 e-touez ar yaouankiz skoliataet da skouer, an aozadur nemetañ en doa gellet aozañ manifestadegoù bras a-walc’h evit ar gêr.
Gant ar C’hevre Komunour eo bet aozet meur a emvod e Sal ar Gêr hag e Koc’hu Martenot, en ur vodañ seul daol ur maread a dud, en o zouez tud yaouank e-leizh, studierien ha liseidi, desachet gant prezegennoù dileuridi lec’hel (Gilles Blanchard, Pierre-Yves Salingue, da skouer),pe broadel (Yves Salesse, Gérard Filoche pe c’hoazh Alain Krivine). An dodennoù bet meneget a oa eus stourmoù ar Joint Français da stourmoù ar bobl balestinat.

Perzh en deus kemeret ar C’hK en aozadur manifestadegoù er straedoù, kenaozet gant aozadurioù «kleizour» all, a-enep donedigezh ministred zo, pe evit enoriñ stourmerien evel hini ar GP, Pierre Overney, bet lazhet gant un evezhier dirak dorioù Renault Billancourt e miz C’hwevrer 1972. Skoazellet eo bet gantañ stourmoù micherourien Roazhon, met ivez re Breizh pe ar Frañs, en ur grouiñ kuzulioù skoazell, en ur zastum arc’hant kengred, en ur gas servijoù urzh... Daou stourmer, Raymond Le Golvan ha Jean-François Le Masson o deus bet c’hoariet ur perzh bras er framm demokratel hag er c’has en-dro harz-labour hir studierien medisinerezh Roazhon e 1973.

Er c’hontrol, dre ma veze o lakaat an dilennadegoù da «farserezh ar mouezhiañ», hag e kase d’ar blotoù pep hentenn lezennel hag habask war-zu ar sokialouriezh », ar C’hK ne zeuas ket a-benn da c’hellet pakañ un niver mouezhioù jaojabl a-walc’h e Breizh. E dilennadegoù kannaded miz Meurzh 1973 da skouer n’en doa paket nemet 691 mouezh en eil pastell-vro Il-ha-Gwilen, da lâret eo 0,87 % eus ar mouezhioù. E Sant Brieg e voe 0,3% gant Édouard Renard e-doug an hevelep dilennadegoù, daoust d’ar boan vras en doa bet taolet e-doug harz-labour ar Joint Français.

 

Trakt ar C'hoz Ruz, Dastumadennoù Mirdi Breizh 977.0053.24.18

Diaes eo en em staliañ e metoù ar vicherourien

Niverenn 4 kelaouenn ar C’hevre Komunour Dispac’hel "La taupe" (ar c’hoz)

A-hed ar bloavezhioù 1970, diwar-skouer aozadurioù all «kleizelour», ar «C’hevre» a oa prederiet gant al live ma oa degemeret e-touez ar vicherourien. E gelaouenn ar C’hoz Ruz (La Taupe rouge) a veze skignet ouzh dorioù an embregerezhioù prevez ha publik. E miz Kerzu 1969 e oa deuet er-maez niverenn gentañ kevrenn Roazhon. Enni div pe deir follenn, ha tennet 2 500 skouerenn skignet e-touez implijidi ti-moullañ Oberthur, ar gourmarc’had Mammouth e kreizenn Alma Roazhon, met ivez da labourerien ar Greizenn Ospital, EDF, an SNCF, PTT.

War roudoù ar stourmerien maoour  Drapeau rouge (Banniel ruz) gant Rennes Révolutionnaire (Roazhon Dispac’hel), o deus klasket stourmerien ar C’hK mont da gendrec’hiñ « kastell-kreñv ar vicherourien» ma oa da neuze labouradeg Citroën-La Janais. E 1961 e oa bet digoret labouradeg pennañ korn-bro Roazhon, savet da heul an «digreizennañ greantel», gant e 12 000 implijad. Aozet e voe an ingalañ traktoù dirak dorioù al labouradeg adalek ar c’hentañ a viz Ebrel 1971, gant ur riskl muzuliet-mat e vefent abegoù desachañ feulster evit lakepoded enep-komunour ar sindikad emren implijidi Citroën (Sisc), ha n’o doa ket aon da vont da glask reuz e straedoù Roazhon ouzh stourmerien ar sindikadoù all pe kleizourien.

Trakt bet skignet gant ar C’hevre komunour dispac’hel

D’an 13 a viz Mae 1971, un ingalañ traktoù evit difenn « ar frankiz ezteurel ha frankiz aozañ politikel ha sindikadel e Citroën » a droas da dagadennoù feuls etre izili an Sisc ha stourmerien ar C’hK en doa aozet e servij-urzh dezhañ meret gant implijad pad al lec’h, Pierre-Yves Salingue. Gloazet e voe tri eus e stourmerien (Roger Morin, Gérard Moiselin, Michel Desvises). Kaset e oant bet d’al lez-varn goude-se ha barnet d’ar 25 a viz Genver 1973 e Roazhon, ha kondaonet pep hini anezho d’ ur miz toullbac’h gant goursez.

Ne zegasas disoc’h anat ebet al « labour micherel » bet graet e Citroën. War-lerc’h 5 bloavezh war an dachenn e chome izili ar C’hKD e tri embregerezh eus Roazhon nemetken, ha ne veze tizhet nemet 1 500 labourer gant propaganda hepken. C’hwerv ar gont-se a gasas un dek bennak a stourmerien erru skuizh da guitaat ar C’hevre da heul e gendalc’h lec’hel e miz Even 1974, padal e voe ur c’hinnig mouezhiañ kinniget a-nevez da vat d’ar c’hopridi abaoe 1972, ur c’hinnig kempennour da vat gant «Unvaniezh an tu-kleiz»hag ar «programm boutin gouarnamant» .

Diskar ar C’hKD e Roazhon hag e Breizh

E-keit ma veze tamm-ha-tamm ar stourmerien o tont e-barzh o buhez-labour e voe tapet plas ar C’hKD gant l’Humanité Rouge-Strollad Komunour Marksour-Leniniour Frañs, deuet da vezañ an niver bras e kreiz ar bloavezhioù 1970, koulz e Roazhon hag e Breizh, hag a veze o en em ziskouez an aliesañ posupl en abadennoù foran. Kevrenn Roazhon ar C’hKD a welas niver e izili digreskiñ betek tizhout un tregont bennak a dud a-boan e 1975.

Kenderc’hel a reas da sevel tammoù trouz e Roazhon koulskoude, en ur genderc’hel gant e stourm enep-soudarded dre hanterouriezh Bodadoù difenn ar Gonskried ha Bodadoù ar Soudarded. Perzh en doa ivez en emsav benelour abaoe penn-kentañ ar bloavezhioù 1970, pa gemeras perzh a-drugarez da Daniel Gendron da skouer el Luskad evit ar gwir da ziforc’hañ ha d’an hilastaliñ (MLAC). Ha dre e «strolladoù maouezed» e klaskas e dibenn ar bloaz 1978 staliañ un «Ti evit ar maouezed» e Roazhon.

Kinnig a reas ivez ul listenn unelour da geñver dilennadegoù an tiez-kêr d’an 13 ha d’an 20 a viz Meurzh 1977 a-unan gant Lutte ouvrière hag Aozadur Komunour al Labourerien, anvet «Evit ar sokialouriezh, ar galloud d’al labourerien». Paket he doa bet 2,28 % eus ar mouezhioù.

Elections législatives de mars 1978, Profession de foi, Collections du Musée de Bretagne 978.0042.11.1

Er bloavezhioù 1980, e-keit ha ma veze ar galloud Stad gant strolladoù an tu-kleiz evit ar wech kentañ abaoe 1958, ha daoust ma gendalc’he e izili gant ur stourm liesseurt ingal, e oa aet niver izili ar C’hKD war an diskar e pep korn eur Frañs, betek tizhout tro 1 080 ezel e dibenn ar bloavezhioù 1980. E Breizh ivez e chome stourmerien, met erru skuizh ha faezh zoken lod diouto en aozadur trotskiour, ha dibabet e voe gant kevrenn Felger d’en em zivodañ e miz Gwengolo 1986, abalamour m’o doa bet ar spi e vefe bet ur c’hresk e stourmoù ar vicherourien, da heul trec’h an tu-kleiz e dilennadegoù miz Mae ha miz Even 1981. Hag e Roazhon, e 1989-1990, ne chome ken met un dek bennak a dud en emvodoù labour, hag en o zouez stourmerien « istorel » evel Dominique LeseigneurYves Juin pe Christian Taillandier, a gendalc’he da stourm evit ar sokialouriezh en desped da bep tra.

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozer : Hugo Melchior, « Ar YKD-KK-KKD, ul luskad trotskiour e Breizh e-doug ar « bloavezhioù 1968 » », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 7/03/2022.

Permalien: https://bcd.bzh/becedia/br/ar-ykd-kk-kkd-ul-luskad-trotskiour-e-breizh-e-doug-ar-bloavezhiou-1968

LEVRLENNADUR :

  • Salles Jean-Paul, La Ligue communiste révolutionnaire (1968-1981) : Instrument du Grand Soir ou lieu d’apprentissage ?, Rennes, PUR, 2005.
  • Kernalegenn Tudi, Drapeaux rouges et gwenn-ha-du. L’extrême gauche et la Bretagne dans les années 1970, Rennes, Apogée, 2005.
  • Bougeard Christian, Les Années 1968 en Bretagne. Les mutations d’une société (1962-1981), Rennes, PUR, 2017.
  • Flakin Nathaniel, Arbeiter und Soldat, un Juif berlinois organise la résistance dans la Wehrmacht, Paris, Syllepse, 2021.
  • Melchior Hugo, Blouses blanches et Gwenn ha Du. La grève oubliée des étudiants en médecine de Rennes, Éditions Séditions, Rennes, 2020.

Kinniget gant : Bretagne Culture Diversité