Eus Roazhon da Aljer : hentenn souezhus un trotskiour breizhat

Aozer : Hugo Melchior / C’hwevrer 2022

E 1939 e oa ganet e Korle (22) Jean-Yves Le Goff, en doa lakaet e anv e Skol-veur al lizhiri e 1960 e Roazhon, goude bezañ bet skolaer evel ma oa bet e dud. Daremprediñ a rae stourmerien zo bodet el luskad «Rezistañs yaouank», hag harpañ a reas Talbenn Dieubidigezh Aljeria (TDA) ha goulenn groñs emrenerezh Aljeria.
Daoust m’en doa emezelet d’ar PSU e Roazhon e voe dedennet gant ar Bedervet Etrevroadelenn hag e rann er Frañs, ar Strollad Komunour Etrevroadel (SKE). A-benn ar fin e kejas gant unan eus e izili pouezusañ e Roazhon, an «hini kozh» Michel Lequenne a veze kasour al luskad «Sokialour Dispac’hel» er PSU hag a oa e Roazhon o kas ul «labour rannañ» en-dro.
E-doug an hañv 1963 e oa aet Jean-Yves Le Goff da Aljer, kêrbenn an Aljeria dizalc’h, evit labourat evel keveler. Gant stourmerien trotskiour all e kemeras perzh en avantur ur strollad a oa bet graet «an treid ruz» outo.
Pa oa deuet da «reiñ dorn» da adsevel ar vro ha da welet petra a c’helle bezañ «hentenn dibar Aljeria war-zu ar sokialouriezh», labourat a reas ministrerezh an Ekonomiezh e servij kempenn an tiriad. D’an 23 a viz C’hwevrer 1965, e reas anaoudegezh gant an « Che » e kannati Kuba, ha toullañ a reas kaoz gantañ, ha gourc’hemennet e voe gantañ zoken evit bezañ deuet d’an Aljeria evit bezañ keveler.

Astenn a reas e daol-arnod en Aljeria betek taol-Stad-arme Houari Boumédiène, d‘an 19 a viz Even 1965, ha ma voe harzet Jean-Yves Le Goff evit bezañ kuzhet ur stourmer eus an FLN a veze klask war e lerc’h gant ar pennadurezhioù nevez. Boureviet e voe, evel e gamalad Albert Roux gant surentez arme Aljeria, a-raok bezañ kaset kuit eus ar vro e miz Gwengolo 1965.
Distreiñ a reas da Roazhon goude e servij soudard, ha ne oa nemetañ o vezañ ezel ar SKE. En emvod sevel ar YKD e voe d’an eil a viz Ebrel 1966, hag er penn-kentañ eus ar YKD e Roazhon en nevez-amzer 1966, pa zeuas da vezañ ezel e guzul broadel. Goude-se e kemeras perzh da vat e kevrenn Roazhon ar C’hevre Komunour adalek miz Ebrel 1969.
E penn-kentañ ar bloavezhioù 1970 e kemeras war e chouk un toullad redioù labour liesseurt , evel lod eus e gamaladed (eil luskad benelour, enebarmeour, etrebroadelouriezh pleustrek, skoazell politikel ha danvezel ouzh stourmoù ar vicherourien, enepfaskouriezh...) e-keit ha ma veze ivez o labourat diouzh an noz er gelaouenn Ouest-France. Kuitaat a reas Roazhon e-doug an hañv 1974, e-keit ma oa paket ar gevrenn gant un enkadenn stourm dre ma oa aet kuit un dek bennak eus an izili.

Goude bezañ bet dilojet e Caen hag aet da vevañ ur pennad amzer e Brest goude-se hep bezañ bet adkroget gant ar YKD, ha mont a reas d’an Naoned e miz Gwengolo 1980. Adkregiñ a reas gant ar stourm e kreiz an aozadur troskiour kompagnunezh ar sindikalour ha paotr an hent-houarn Éric Thouzeau, ha perzh a gemeras e-pad un nebeud bloavezhioù e renerezh ar strollad en Naoned.
Feal e oa chomet ouzh ar YKD pa ne veze ken met 7 stourmer enni ken en Naoned e dibenn ar bloavezhioù 1980, betek e guitaat a-benn ar fin e 2003, war-lerc’h ar c’houlzad tro-dro da emstrivadur kentañ evit an dilennadegoù prezidant paotr-al-lizhiri yaouank, Olivier Besancenot, hep bezañ troet kein gwech ebet ouzh kredennoù e yaouankiz.

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozer : Hugo Melchior, « Eus Roazhon da Aljer : hentenn souezhus un trotskiour breizhat », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 22/02/2022.

Permalien: http://bcd.bzh/becedia/br/eus-roazhon-da-aljer-hentenn-souezhus-un-trotskiour-breizhat

Kinniget gant : Bretagne Culture Diversité