Bembro

Aozer : Frédéric Morvan / Genver 2021

Hervez an danevellourien Jean le Bel ha Jehan Froissart e vije bet hennezh ur soudard alaman, Brandebourg e anv, stumm gallekaet kêr v/Brandeburg e su Berlin. Hervez Henry Raymond Brush, e vije-eñ, evel Robert Knolles ha Hugh Calveley, ur Saoz eus korn-bro Cheshire e gwalarn Bro-Saoz. Diveret e vije e anv diouzh hini kêriadenn Bromborough. Moarvat e vije bet gouvezet muioc’h war gont an den-se, ha kement all diwar Knolles ha Calveley – gwellañ marc’heien saoz lodenn gentañ brezel ar C’hant-Vloaz anezhe, sur awalc’h - ma ne vije ket bet lazhet e-doug an emgann. A-drugarez d’e varregezh war ar vrezelouriezh e oa-eñ bet lakaet e penn unan eus kreñvlec’hioù pennañ ar Vontforted hag ar Saozon.

Froissart, bet e-pad pell oc’h atersiñ Even Charruel, unan eus kadourien-bet an emgann-se, a ra eus Bembro koulz hag eus Beaumanoir, un arouez eus ar varc’hegiezh, o stourm evit an enor hag ar c‘hlod. Hervez ur werz c’hallek bet savet er c’houlz-se, La Bataille de trente Anglois et de trente Bretons, e vije bet Bembro e penn ur bagad forbaned estren a gustume preizhañ ar bobl ha Beaumanoir un haroz o wareziñ anezhi. Kement all a lenner en « Istor ar Vretoned » bet savet gant an istorour breizhat Pierre le Baud e diwezh ar XVvet kantved. Hervezañ e vije Bembro ur soudard fallakr na glaske nemet veñjiñ marv ar penn bras saoz Thomas Dagworth, eontr Nicolas Dagworth a gemeras perzh en emgann-se ivez. Hervez Arthur de la Borderie, e fin an XIXvet kantved, e oa brudet gwarnizon Ploermael evit e skloufoni, e grizded hag e ouezoni. Lazhet e voe Bembro gant Kêranreiz ha du Bois abalamour d’e rogentez rak kredet en doa lakaat Beaumanoir, noblat a zen ma oa unan, da brizoniad.

En e romant Sir Nigel e tiskouez sir Arthur Conan Doyle Bembro e stumm ur soudard kozh, ur gwaz solut eus Northumbria, spered glan ar varc’hegiezh ennañ. Lazhet e vije bet abalamour da bizachenn dibrenn e dokarn. Hervezañ e teue Bembro eus Brambourgh, war an harzoù etre Bro-Skos ha Bro-Saoz, e lec’h m’en em stalias kalzik a Vretoned da vare aloubidigezh Breizh-Veur gant an Normaned, tri c’hant vloaz oa. Eno emañ kontelezh Richmond a oa, e 1352, da Yann a Vontfort, danvez dug Breizh anezhañ.

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozer : Frédéric Morvan , « Bembro », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 13/01/2021.

Permalien: https://bcd.bzh/becedia/br/bembro

Kinniget gant : Bretagne Culture Diversité