Benvegadur an estrañjourien

Aozer : Laurence Moal / Kerzu 2022

Sellet ouzh an estrañjourien a c’houlenn ivez diganeomp teurel ur sell war pezh a veze e ijin an dud, ur sell a gaver er skridoù dreist-holl, rak dedennet e vezent dre ret gant ar pobloù hag ar broadoù e-liamm gant ar Vretoned en istor, da lâret eo ar c’hronikennoù, un doare skrid liesseurt a oa o vont war-raok da vare ar re Voñforzh. Sklaer eo e oa o fal kanañ gloar Breizh, hini ar Vretoned hag an dinastiezh. En e zediadenn, da skouer, e skrive  Pierre Le Baud e oa an holl dud bet ganet er vro a-orin « eus ar gwad ar purañ hag an noblañ eus an holl ouennoù a veneger en istor-mañ». Hervezañ e oa e bal lakaat da anavezout e veurded  « d’an estrañjourien, dre liested diniver ar ouennoù meur ha nobl a weler o kreskiñ eno abaoe kement a gantvedoù ».

N’eus ket eus istoriografourien eus kronikerien Breizh, evel m’eo skrivagnerien Kronikoù Frañs en hevelep mare, met diouzh endro nes an duged e skriv kazi an holl anezho. Anna Vreizh hec’h-unan eo just a-walc’h hag a vroud Pierre Le Baud hag Alain Bouchart da skrivañ un istor eus an dugelezh. Un testeni prizius war ar broadelezh lennegel ha sevenadurel bet stummet e trowardroioù tost dinastiezh ar re Voñforzh eo a veze degaset gant o skridoù. Breizh a oa un dalc’h etre ar Frañs ha Bro-Saoz da vare ar Brezel Kant Vloaz. E dibenn ar XVvet kantved e veze un dalc’h c’hoazh, pa oa stag Breizh ouzh Bro-C’hall, ha souezhus eo gwelet penaos e kreñvaas dastaol difenn an identelezh breizhat. Dre ar c’hronikoù a c’heller studiañ meur a zoare ma roed da welet ar sevenadurioù estren (Sarasined, Mongoled) hag estrañjourien an amzer dremenet (Romaned, Galianed...).

Pezh a gont en doare ma roed da anavezout an estrañjourien, e oa da gentañ an tu-diavaez, a c’helle merkañ orin o bro, pe get. Goude-se e anavezed o disheñvelderioù, hini o relijion, hini iskister o buhezegezh, o boazioù hag o kustumoù, o zemz-spered hag o neuz. Hag evit echuiñ, dreist-holl an dañjer en o ser evit buhez ar Vretoned. Evit-se e veze techet ar gronikerien da c’hoeñviñ tem an aloubadeg peurbadus a lakae bec’h war o c’henvroiz, ha taolennet e veze ganto ar bagadoù barbared pagan evel diaouled, ha kement-all a nerzh a lakaent evit diskuilh mennadoù ar C’hallaoued war an dugelezh. An holl glichedoù-se a zegas deomp memestra un toullad mat a ditouroù war mennadoù ideologel a veze gant an istorourien. Ret-mat e oa kaout enebourien evit kemer skiant war dibarelezh ar Vretoned o-unan, hag unvaniñ ar gumuniezh tro-dro d’he friñs. Un abeg e oa an estrañjourien, implijet evel un digarez hag evel ur spisverk a roe tro da lakaat war-wel «broad ken glorius ar Vretoned».

Unan eus kefridi a oa bet dibabet gant an istorourien a oa kadarnaat an disheñvelderioù, daoust ma c’hellent bezañ dister war veur a dachenn. Dav e oa dezho neuze implijout o ijin evit dekrial ar C’hallaoued, padal e oant tost outo a-fed sevenadur. Aesoc’h e oa neuze da gronikerien Breizh spisaat o ferzh e-skoaz « an diavaez » kentoc’h eget e-skoaz « an diabarzh ». Interest o doa neuze Alain Bouchart ha Pierre Le Baud da zifenn o sevenadur hag ar gwir ouzh an disheñvelder, d’ar poent ma oant lakaet en arvar da vont da get gant koll an emrenerezh.

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozer : Laurence Moal, « Benvegadur an estrañjourien », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 1/12/2022.

Permalien: https://bcd.bzh/becedia/br/benvegadur-an-estranjourien

Kinniget gant : Bretagne Culture Diversité