Breizh, un douar repuiñ e-pad an daou Vrezel Bed

Aozer : Erwan Le Gall / Eost 2022
E penn ar bed emañ Breizh, ha muioc’h c’hoazh an departamant anvet evel-se. Aze emañ ar pennabeg eus kemend-all a wagennadoù repuidi bet degemeret el ledenez e-kerzh an hanterenn gentañ eus an XXvet kantved.

Ur vro a zivroañ eo bet Breizh, met ur vro a repuiñ ivez, dreist-holl e-pad an daou Vrezel Bed. Koulz e 1914 hag e 1940 e oa bet degemeret e Breizh miliadoù a repuidi o tec’hout kuit dirak an armeoù alaman. Meur a santimant disheñvel a zo bet e-mesk Breizhiz avat, gant kemend-all a dud o tont d’o bro.

Ar Brezel Bras

Kerkent ha miz Eost 1914 e tegemerer e Breizh miliadoù a dud deuet eus Belgia met ivez eus departamantoù norzh ha reter Bro-C’hall, o tec’hout dirak ar soudarded alaman o tostaat. Dre heg eo aet an dud-se en harlu, ha dindan an divroañ ez eus kuzhet nouspet gwalleur familh ha nouspet poan goude rankout dispartiañ. Da skouer, d’ar 7 a viz Gwengolo 1914, da lavaret eo e-kreiz emgann ar Marne, e embann La Dépêche de Brest ur galv fromus gant Raymond Bernard, ur paotr yaouank a 18 vloaz « harluet kuit eus Vervins (departamant an Aisne) » ha n’en deus tamm keloù nag eus tad nag eus mamm, ken nebeut eus e zaou vreur nag eus e ziv c’hoar.

Repuidi o tec’hout dirak an Alamaned o tostaat, 6 a viz Gwengolo 1914. La Contemporaine : VAL 214/074.

N’eo ket aes lavaret pegement a dud zo bet harluet, rak toulloù zo en dielloù, padal e c’heller bezañ sur e oa bet dekmiliadoù anezho. Gwazed, maouezed ha bugale, ya sur, met e gwirionez ez eo melloù tammoù bras eus ar gevredigezh a zo deuet da Vreizh da repuiñ. Kuit na gouezhfe o mekanikoù-ostilhoù etre krabanoù an Alamaned, setu da skouer ar vreudeur Chaffoteaux o tont kuit eus o bro Ardennes da gas an teuzerezh a oa en o dalc’h eno betek Sant-Brieg, war kaeoù porzh al Lege. Kement-mañ a vo un deroù nevez evit ur wir saga eus istor an industriezh, unan ha ne echuo nemet e penn-kentañ an XXIe kantved.

Geografiezh an dachenn emgann eo a zo kaoz da gemend-all a dud deuet da Vreizh da repuiñ : pell emañ Breizh eus fozelloù ar brezel, na pa vefe anezhi a-hend-dall ur wir talbenn war vor, setu e vez gwelet evel ur repu evit tud kaset kuit eus o bro gant an armeoù alaman o tostaat. En nevez-amzer 1918 pelloc’h, p’emañ soudarded Gwilhom II o toullañ an talbenn ur wech c’hoazh, e tegemerer e Breizh ur wagennad all a repuidi. D'an 8 a viz Ebrel 1918, da skouer, maer Bédée, ur gumun vihan eus Il-ha-Gwilen en norzh da Montfort-sur-Meu, zo barrek da zegemer 8 repuad.

E 1914 ez eo kentoc’h deuet mat gant Breizhiz an dud-se bet taolet war an hentoù gant ar Brezel. E Roazhon, e-touez an niver bras a gevredigezhioù a galon vat o sikour ar repuidi, ez eus unan anvet « Œuvre du Poupon belge » hag a ra ent-ispisial war-dro ar vugale. Koulskoude, a vuzul ma weler ar brezel o padout er fozelloù, e teu da vezañ diaesoc’h-diaesañ d’an div boblañs bevañ an eil gant eben. E Breizh koulz hag e lec’h all e teuer da damall kement tra a ya a-dreuz d’an dud-se a vez graet anezho « Boched an norzh ».

Breizh, ur vro e darempred gant ar broioù all

Diskouez a ra istor ar repuidi e Breizh e-pad an hanterenn gentañ eus an XXe kantved e oa ar vro-mañ e darempred gant ar rest eus Frañs hag ivez gant broioù all en Europa. D’ar 1 a viz Here 1937, un tartana eus Bro-Spagn, ur vagig a-boan dek metr bennak dezhi aet kuit eus A Coruña, a zo sikouret er-maez da Eusa. En he bourzh ez eus 27 den – 22 waz, 1 vaouez ha 4 c’hrouadur – o tec’hout dirak ar Brezel diabarzh oc’h ober e reuz, ha resisoc’h c’hoazh pa vo lavaret : dirak soudarded Franco o tostaat. War an Dépêche de Brest o rentañ kont eus an darvoud-se, e teskriver ar fedoù hepmuiken, evel pa glaskje ar gazetenn chom hep ober ur choaz sklaer etre div gostezenn.

Réfugiés espagnols effectuant le salut républicain (détail), sans lieu ni date. Wikicommons.

 

Rak kemm bras zo e Breizh etre santimantoù an dud e-keñver kemend-all a repuidi o tont, evel ma oa bet kont da vare ar Brezel Pevarzek. E-keit ma c’halv lod d’o sikour ha d’o skoazellañ, o deus aon lod all rak militanted komunour hag a zeufe d’en em silañ er vro. Evel un doare steuñv eo bet Brezel Spagn, lakaet gantañ war wel ar frailhoù er c’hedveno, seul disrannetoc’h ma ’z eus deuet dipit prestik goude an Talbenn Poblek, pa oa bet savet kemend-all a esperañs diwarnañ. En holl e konter tremen 20 000 a repuidi spagnol hag a vije bet e Breizh e poent pe boent adalek an nevez-amzer 1937. Deuet ar pep muiañ anezho eus Asturias hag Euskal-Herria. O harlu n’eo ket unan da vat ha da viken avat : d'an 2 a viz Here 1937, La Dépêche de Brest a ziskouez bezañ laouenaet o welet « 50 000 repuad spagnol » kaset en-dro d’o fenn eus ar bed, pa oa bet repuet lod anezho e Penn-ar-Bed Breizh.

Ur repu e droukziwezh 1940 ?

Ar re ne vijent ket bet akord n’o doe ket amzer d’en embann e 1940, ken prim ma voe diskaret an armeoù gall. Evel e 1914-1918, n’eo ket aes niveriñ resis un hevelep harluadeg, met dre gantmiliadoù eo e teu repuidi, tec’het kuit dirak ar soudarded alaman hag erruet e Breizh adalek miz Mae. Tennet ez eus bet kentel eus ar Brezel Bras hag eus Brezel Spagn avat, setu ne weler ket adarre e 1940 un degemer aozet prim-ha-prim evel ma oa bet e 1914. Da skouer, Kuzul-Meur Il-ha-Gwilen, da geñver e zalc’h eus an 8 a viz Mae 1940, a c’houlenn arc’hant digant ar gouarnamant evit gwellaat ar rouedad dour « en diawel eus ar repuidi a zo war-nes erruiñ ».

Affiche datant du mois de juin 1940 (détail). Musée de Bretagne: 997.0018.28.

 

Re ziwezhat eo an divizoù-mañ evelkent. D’ar 17 a viz Mezheven 1940 emañ erru ar soudarded alaman e Breizh. Kollet o lañs eta gant ar repuidi, tapet en-dro gant ar re a oa war o seulioù, ha setu Breizh deuet da vezañ un hent-dall evit kantmiliadoù a dud : familhoù deuet ar braz anezho eus an Norzh, ar Pas-de-Calais, ar Pikardi ha bro Pariz, ha c’hoazh soudarded oc’h ober o seizh posubl evit chom hep bezañ paket ha kaset d’ur Stalag d’an Alamagn. E-touez ar soudarded-se ez eus miliadoù a Vreizhveuriz repuet en aber ar stêr Liger e-bourzh ur mordreizher eus ar gompagnunezh Cunard aet da vatimant da gas soudarded. Evel un arouez eus droukziwezh ar bloaz 1940 avat, setu al Lancastria taget gant ar c'hirri-nij alaman er-maez da Sant-Nazer hag a-raok pell emañ kaset he holl basajouriend'ar strad.

 

 

 

 

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozer : Erwan Le Gall, « Breizh, un douar repuiñ e-pad an daou Vrezel Bed », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 19/08/2022.

Permalien: https://bcd.bzh/becedia/br/breizh-un-douar-repuin-e-pad-an-daou-vrezel-bed

LEVRLENNADUR :

  • Popelier Jean-Pierre, Le premier exode. La Grande Guerre des réfugiés belges en France, Paris, Vendémiaire, 2014.
  • Le Boulanger Isabelle, L’exil espagnol en Bretagne (1937-1940), Spézet, Coop Breizh, 2016.
  • Guyvarch, Didier et Lagadec, Yann, Les Bretons et la Grande Guerre. Images et histoire, Rennes, Presses universitaires de Rennes, 2013.
  • Bougeard Christian, La Bretagne de l’Occupation à la Libération (1940-1945), Rennes, Presses universitaires de Rennes, 2014.

Kinniget gant : Bretagne Culture Diversité