Breizh, treuzoù ha linenn-dan ar mor

Aozer : Yann Lagadec / Ebrel 2019
Anat eo e oa deuet Breizh da vezañ ur rannvro a-bouez bras war linenn-dan ar mor e-doug ar brezel Bed kentañ. Ha splann eo pa weler eo e Beg Sant Vazhev ez eus bet savet ur monumant d’ar vartoloded marvet e-pad ar Brezel bras, padal eo er mor Kreizdouarel e oa bet ar bras eus ar re varv. Un tamm luzietoc’h eo ar wirionez koulskoude.

Dixmude, trec’h fuzuilherien-vor martoloded Breizh ?

Skouerius-mat eo pezh zo c’hoarvezet gant brigadenn ar fuzuilherien-vor ha gant emgann Dixmude. Un «trec’h ar Vretoned» zo bet graet eus an emgann-se e memor a-stroll an dud. E gwirionez n’eo ket bet posupl sevel brigadenn an amiral Ronarc’h en Oriant, hep ne vefe bet deuet ivez fuzuilherien eus a Vrest, met ivez re Cherbourg, Rochefort pe Toulon. Er vrigadenn-se e veze kavet en tu all da 40% a Normaned, paotred ar Vañde hag ar Charente, Euskariz, soudarded Lengadok ha Provañs, Parizianed zoken. D’an 8 a viz Here 1914 int bet enrollet e Gand, hag adalek ar 24 e krog paotred Ronarc’h d’en em gannañ e stourmoù eus ar re feulsañ tro-dro Dixmude. Niverus-tre e voe niver ar re lazhet da geñver a emgannoù-se : dindan un nebeud sizhunvezhioù, 510 den lazhet, 1 950 den gloazet, 698 prizoniad pe aet da get, pezh a ra en holl 3 158 den diwar ar 6 800, tost an hanter anezho.

Ar vartoloded o vont d’ar weladeg, un niver bras a vugale d’o heul, war vali ar Faouedig en Oriant -Dielloù an Oriant

Ret-mat eo degas da soñj memestra ez eus estreget perzh ar fuzuilherien-vor en emgann ar gêriadenn-se eus ar Flandrez. Ur 5 000 bennak a Velgiz, hag en tu all da 2 000 a dennataerien eus ar Senegal a oa bet o stourm ivez. Hag uhel-mat feur ar re a gollas o buhez eno : ne chome nemet 400 den en unan eus an daou vatailhon tennataerien, da skouer, 11 en eil. Da lâret eo war-dro 80% a dud lazhet.

Chom a ra ganeomp ar skeudenn, « mojenn » Dixmude, a-drugarez dreist-holl da oberenn ur Breizhad, Charlez ar Govig, bet embannet ken abred ha 1915…

Breizh, douar ar vartoloded ?

Met menegiñ fuzuilherien-vor Ronarc’h hepken a vefe distaoler war engouestl ar Vretoned er Verdeadurezh. Bretoned eo a rae tro-dro da 48% eus ar Frañsizien war-roll er Verdeadurezh er bloaz 1913. Moarvat e oa heñvel a-walc’h kementad ar re a zo bet enrollet er Verdeadurezh adalek 1914, tro 45-50 % moarvat. En tu all d’ar sifroù, ur wirionez all koulskoude : darn vras ar Vretoned mobilizet -moarvat etre 90 ha 95% outo - zo bet enrollet en Arme-zouar.

Ar morreder Léon Gambetta, bet savet e arsanailhoù Brest, Cherbourg hag an Oriant. Torpilhet eo bet d’ar 27 a viz Ebrel 1915 gant ul lestr-spluj Aostrian e Su pellañ an Italia  (686 den lazhet ha 135 saveteet) - Wikimedia

Daoust da-se eo anat a-walc’h e roer re a blas d’ar Vretoned er Verdeadurezh, ha dre-se ez eo miret bed ar vartoloded e Breizh, gant m’eo posupl pa vezer da vare ar brezel memestra. Gwir eo ez eo bet bevet fall an taolioù mantrus, evel koll al listri bras evel ar Bouvet pe ar Gambetta. Daoust da-se kaved er «Roaial» war-dro 15 000 den lazhet e-doug ar brezel : 4 800 outo war vor, 6 600 outo war an douar, 3 200 er verdeadurezh a genwerzh pe er peskerezh, pezh a rae war-dro 5% eus ar re bet enrollet. Pa geñverier gant niver soudarded an Arme-zouar. lec’h ma kaved darn vras ar 1 350 000 soudarded marvet, pezh a rae 16% anezho.

Evel-just n’eo ket dister niver ar vartoloded war roll a gaved an Arme-zouar, war-dro 30 % da skouer e korn-bro Kemper, hervez studiadenn J.-C. Fichou. Buan a-walc’h o deus komprenet an 2/3 a chom ar chañs o doa bet, dreist-holl ar re o doa gellet chom e Breizh, abalamour ma oant bet mobilizet en armerezh sivil.

Porzhioù Breizh e-pad ar brezel

Ur micherour o soudiñ ur voest-mir - Cartolis

Etre 1914 ha 1918 o doa ranket ar vartoloded azasaat o charre boas peurliesañ evit gellout kenderc’hel ganti. daoust ma ‘z int disteraet kalzik abalamour d’ar brezel, dreist-holl er mizioù kentañ.

Evel-se ne oa bet nemet un drederenn eus ar bigi paramantet evit peskerezh ar moru en nevezamzer 1914 e korn-bro Sant Malo evit mont d’an Douar-Nevez e 1915, abalamour da riskloù dañjerioù war vor, met ivez abalamour ma oa bet mobilizet ul lodenn eus ar vartoloded. War an douar ez eo ar friturioù a c’houzañv diouzh ar brezel, padal emañ an ezhomm boestoù-mir o vont war‑raok. Ken abred a 1915 ez eus bet mistri friturioù zo, evel hini Cassegrain e Kemper da skouer, o c’houlenn ma teufe en-dro ar vicherourien souderien ha n’helled ket dioueriñ anezho, dre ma oa re ziaes o micher evit ma c’hellfe maouezed kemer anezho e karg. Dont a reas a-benn ivez prefed Penn-ar-Bed da gaout ma vefe demobilizet evel-se daou eus renerien friturioù Douarnenez ha Konk Kerne a oa oc’h ober o amzer soudard gant an droadeien betek-henn.

 

War a seblant e ya war-gresk ar c’henwerzh e porzhioù Breizh daoust d’ar brezel. Ne baouez ket da greskiñ kementad ar marc’hadourezhioù a dremen dre borzh Sant Malo eus war-dro 10% etre 1913 ha 1916, war-bouez un digresk e 1914. Ha dre-se e teu kudennoù zo, hini an dornioù-labour e-touez re all. Lakaet ez eus bet da zont prizonidi alaman pe labourerien an trevadennoù. Ha dre m’eo gwallgaset aozadur ekonomiezh ar Frañs ez eo digempouez-mat an eskemmoù : etre 80 ha 85 % a vez kas marc’hadourezhioù o tont tre dre borzhioù ar Frañs – Dunkerque, an Havr Nevez, Bourdel, Port-de-Bouc –, met ivez, ha dreist-holl Londrez, Southampton, Liverpool pe Rotterdam.

A-hed ar brezel eo chomet Breizh digor war ar bed.

Breizh digor war ar bed

Ha gwir eo, e porzhioù Breizh e voe dilestret kalzig eus ar bagadoù soudarded deuet eus an estrenvro evit stourm e-kichen soudarded ar Frañs.

En diskaramzer 1914 ec’h erru en Naoned Arme an Indez hag ul lodenn eus soudarded an impalaeriezh ar Rouantelezh Unaned. Gant ar c’hartennoù-post bet embannet d’ar c’houlz-se evit an degouezh eo bet meulet an Emglev Kordial. E Brest e miz C’hwevrer 1917 oa dilestret rann-armeoù ar Portugal, a voe degemeret gant ur boblañs laouen, pa oa bet gwelet dija e miz Eost 1916 bagadoù soudarded Rusia.

Moarvat ez eo eus ar Sammies ez eus bet dalc’het soñj ar pellañ koulskoude. Evit gwir e oa e Sant Nazer e oa dilestret ar re gentañ eus ar soudarded amerikan er Frañs, d’ar 26 a viz Even. Hag adalek miz Du eo porzh Brest a voe implijet evit an dilestrañ soudarded. Peadra zo da vout bamet pa seller ouzh ar sifroù : tro 198 000 Doughboys zo bet dilestret e Sant Nazer. En tu all da 3 300 000 tonenn dafar o tremen dre ar porzh, pezh a ra un drederenn eus hollad ar marc’hadourezhioù bet dezouget da Europa. 800 000 soudard amerikan zo bet degemeret e Brest, betek 45 000 e-doug devezh an 3 a viz Gwengolo 1918 nemetken. 90 % eus ar Sammies deuet d’ar Frañs o doa dilestret e Brest neuze, pezh a c’houlenne e vefe bet adaozet staliadurioù ar porzh, an hentoù-houarn, ha savet kampoù bras – hini Mouster‑al‑Loc’h e-kichen Sant Nazer, hini Pontanezen e‑tal Brest, ha kement zo. Met Amerikaned a gaver ivez e Landreger, en Enez Tudi hag er Groazig, lec’h m’eo bet staliet bonioù aer‑vorel evit kemer perzh e gwareziñ an amheuliadegoù bigi diouzh gourdrouz al listri‑spluj alaman.

Bolz koad an digor war-zu kamp amerikan Pontanezen e-tal Brest – Dielloù Kêr  ha Meurgêr Vrest

Talbenn an tan e mor Breizh

Breizh a oa ur rannvro en diadreñv evit pezh a sell ouzh an emgannoù war‑zouar, pa oa pell diouzh gourdrouz an armeoù alaman, padal en em gave en arvar evit bezañ war talbenn linenn ar mor.

Evel-se, dre ma veze aon rak un dilestradeg war aodoù Breizh, diouzh tu Brest hag an Oriant peurgetket, e oa abegoù da staliañ diferadurioù a-ratozh en hañv 1914. Rejimantoù tiriadel zo bet kaset da wareziñ an daou borzh bras, 88vet RIT an Oriant e Porzh-Loeiz, Rianteg, Enez Groe, met ivez Brest, lec’h ma oa kreizennet gant strollad an ofiserien ar 86vet RIT, deuet eus Kemper. Diouzh o zu e oa staliet Brestiz ar 87vet RIT war Enez Eusa, e Konk Leon ha war ledenez Kraozon, lec’h m’int bet implijet peurliesañ evit labourat war an atantoù. Ar pikoloù staliadurioù-difenn diazezet e dibenn an XIXvet kantved, e‑kichen an Oriant pe tost a-walc’h diouzh Brest, a ranke gwareziñ an daou von arme‑vor diouzh tagadennoù diouzh tu ar mor. Distaliet ez eus bet un toullad pezhioù adalek 1915 koulskoude evit staliañ ar ganolierezh vras war an hent‑houarn, war‑zu an talbenn war‑zouar, pezh a ziskouez eo cheñchet doare ar brezel.

Rak e gwirionez e oa war‑vor an dañjer pennañ hiviziken, gant al listri‑spluj alaman a veze o redek e Mor Breizh, pe war aodoù Su Breizh. Un 250 lestr bennak a Vreizh, bigi pesketañ pe bigi aochañ a oa bet kaset d’ar strad gant al listri-spluj U-Boot a veze tost diouzh an aod a-wechoù : ar C’hleber, un teir-gwern goueletenn eus Sant-Malo, a oa deuet a-benn da ziflipañ diouzh e enebour, pa oa bet taget e-biou da Enez Groe un deiz a viz Gwengolo 1917.

Preizhet gant an Amerikaned : listri-spluj alaman paket ha kaset da borzh Brest – Dielloù Kêr ha Meurgêr Vrest

Pa zeraouas an Amerikaned gant ar brezel e voe graet eus Sant Nazer ha Brest ar porzhioù pennañ evit tremenerezh ar bagadoù soudarded amerikan, ha diwar-se e oa bet kreñvaet an diarbennoù gwareziñ adalek aodoù Breizh. Ouzhpenn ar chaluterien armet a veze oc’h ober ged tost diouzh an aodoù e veze kavet bigi drag-minoù. Savet ez eus bet aer‑bonioù gall hag amerikan war aodoù Breizh, skouadrennigoù er Groazig, e Kiberen pe e Pleur, kreizennoù baloñsoù stag pe sturius e Pembo, Sant Nazer, an Drinded, an Oriant, Brest ha Gwipavaz, kreizennoù nijerezioù an arme-vor gant o dournijerezed er Groazig, en Oriant, en Enez-Tudi, Brest, en Aber-Ac’h, Landreger pe Kameled. Gant an nijerezioù diazezet e Kameled e vo graet tost da 20% eus ar misionoù bombezadegoù adalek aodoù ar Frañs etre 1917 ha 1918, pezh a ziskouez mat pegen pouezus e oa al linenn‑dan war‑vor‑se.


N’eus douetañs ebet eo bet dibar ar plas kemeret gant martoloded Breizh e‑doug ar brezel, ur plas a‑bouez dre vras pa weler niver ar vartoloded war al listri‑brezel, e‑touez ar fuzuilherien‑vor, war al listri‑kenwerzh ha war ar bigi‑pesketa, ha dre ar perzh he doa er gwarez an oadoù. Ur plas bras, tost a-walc’h «divuzul» war a seblant, e‑giz ma vefe bet klasket talvoudekaat betek re perzh ar mor hag ar vartoloded er brezel. Ha testeniet eo ivez war monumantoù ar re varv evel re Pleuvihan pe Houad lec’h ma weler delwenn ur fuzuilher‑mor (kentoc’h eget hini ur martolod) e‑tal soudard an trancheoù. Heñvel war gwer‑livet un nebeud ilizoù evel e Menez‑Dol pe Sant-Yagu-an-Enez.

Monumant ar re varv e Pleuvihan a ro da welet ur fuzuilher e kompagnunezh ur soudard an trancheoù - Bastien Pierre, wikimédia

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozer : Yann Lagadec, « Breizh, treuzoù ha linenn-dan ar mor », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 8/04/2019.

Permalien: https://bcd.bzh/becedia/br/breizh-treuzou-ha-linenn-dan-ar-mor

Kinniget gant : BCD Sevenadurioù