Chapel Sant-Jaoua zo bet savet diwar ur plañ e stumm ur groaz latin reteriet. Ec’hon a-walc’h eo ar groazenn e-skoaz an nev, diardoù-krenn honnezh, enni un digor hepken. Ar c’heur zo ennañ ur penn-chantele plat, a-boan war valir. Tal ar c’hreisteiz eo antal degemer, evel m’emañ ar c’hiz peurvuiañ, gant e borched a zigor war an nev ha war ar garnel. Simpl eo an nev unlestr, ul lestr dezhi ken eta, digor d’ar c’hornôg dre un nor fichet gant ur c’horbell-dizourañ damblaen-begek ha gant un delienn gaol ouzh he lein. Un digor pederdeliennek zo heverk ivez, ouzh tal ar c’hornôg, ha n’eo ket aes deiziañ resis pegoulz e oa bet graet. Nebeut a zigorioù zo er savadur a-bezh : ouzhpenn an hini a zo e-kichen harpell nord an nev ez eus div all e chapelig Keraliou pe Sant-Laorañs, e-barzh brec’h nord ar groazenn. Bez’ emañ c’hoazh gwerell-vras ar penn-chantele hag erfin ur prenestr-meur e brec’h su ar groazell, e-barzh he moger reter. Ur sakristiri zo bet savet diwezhatoc’h er XVIIvet kantved, er reter, harpet ouzh ar c’horn graet gant brec’h ar groazell hag ar penn-chantele.
Gwelet eus an diabarzh, ar wareg diafragm emañ skoret ar c’hloc’hdi warni a verk un disparti nifl a-walc’h : diouzh un tu an nev kreiz, ul lestr dezhi hepken ha kentoc’h diardoù ; diouzh an tu all ar c’heur, sklêrijennet splann, hag ec’hon-kenañ ar saverezh anezhañ. Ornamantet puilh eo ar pileroù a zo aze peogwir ez eus outo, war un diaz prismatek, kolonennigoù dezho sichennoù ha togennoù moulleüret. E-barzh ar c’heur avat ez eo kalz simploc’h ar pileroù a lak disparti etre ar groazigell ha brec’h su ar groazenn, pa n’eus dezho nemet togennoù eizhkognek o c’horbelloù noazh. Ar mod-se d’ober a veze kavet alies a-walc’h er XVIvet kantved, ha kadarnaat a c’heller ar marevezh-se o welet ar rest eus kinkladur ar c’heur, koulz ar murlivadurioù hag ar gwalc’heris-liderezh a zo ennañ.
Ur savidigezh kemmesk
O sellet ouzh ar plañ e weler un direizhder en doare ma oa bet empentet ar chapel, e korn mervent ar groazell, er poent-kejañ gant an nev. Ur sankadur eo a weler, lakaet etre ar porched ha brec’h ar groazell. Kentelius-bras eo kement-mañ rak bez’ c’heller soñjal e vije bet eno gwechall ur vrec’h kozh d’ar groazell, a vije bet klenket enni da-c’houde ar porched a-vremañ hag a vije bet skoret brec’h su ar groazell outi gant ar saverien. Da grediñ zo eta e klotfe kement-mañ gant daou vare eus savidigezh ar chapel : an nev a vefe neuze al lodenn goshañ chomet betek ennomp, tra ma vije bet adsavet ar groazell hag ar c’heur e deroù ar XVIvet kantved.
Diwar ar vartezeadenn-mañ e c’heller displegañ ivez perak ez eo savet kloc’hdi ar chapel el lec’h m’emañ, sed war-c’horre ur wareg diafragm o tispartiañ an nev diouzh ar c’heur. Diseurt a-walc’h un hevelep lec’hiadur, peadra da soñjal pelloc’h e vije bet savet an nev hag he c’hloc’hdi d’ur poent bennak kent ar XVIvet kantved. Gwelet e vez ar memes tra e chapel Itron-Varia Dreminou e Ploeur, er Vro-Vigoudenn. Krediñ a reer e oa bet savet ar chapel-se e deroù ar XVvet kantved, padal ar c’heur enni a oa bet adsavet e deroù ar XVIvet. Kement a draou heñvel a zo etre chapel Dreminou ha hini Sant-Jaoua ken ez eo techet an nen da vartezeañ ur gronologiezh heñvel etrezo. Meur a chanter a zo chomet roudoù anat war e lerc’h ouzh moger nord an nev, ma weler renk-ouzh-renk modoù saverezh disheñvel, pep hini o klotañ gant pep a stad eus chanterioù ar savidigezh.
Roudoù eus un abati savet er Grennamzer uhel ?
Hervez Loeiz ar Gwenneg, un istorour hag arkeologour eus deroù an XXvet kantved, chapel Saint-Jaoua, savet e-lec’h un abati kozh, a vije bet iliz-parrez Plouvien betek fin an hanterenn gentañ eus ar XVvet kantved, kent na vije savet unan all e-kreiz bourk Plouvien, el lec’h m’emañ an iliz-parrez a-vremañ, nevesoc’h avat. E-mesk an dielloù omp deuet a-benn da zastum n’eus hini ebet kozh a-walc’h evit gellet prouiñ hep tamm douetañs e oa bet aze un abati kozh savet gant Sant-Jaoua er VIvet kantved. Peadra a zo da soñjal e c’hellfe bezañ avat, diwar un toulladig merkoù a weler en dachennaoueg vunut. Gwelet a reer, en tu kreisteiz d’ar chapel ha d’ar feunteun, un dachennad a lodennoù douar a ya d’ober ur c’harrez, war-dro 315 metr e gostez, ha bevennet diouzh ar rest eus al lodennoù tro-dro gant parselladennoù strishoc’h ha hiroc’h o stumm.
Un hevelep tres a c’hellfe bezañ hini ur savenn gozh bet annezet gant brientinien (ar pezh a gaver er c’hadastr n’eo ket a-walc’h evit anataat kement-mañ avat) ha diwallet gant ul linennad fozioù. E c’hellfe bezañ ar roudoù chomet war-lerc’h un abati eus ar Grennamzer uhel. Ur vartezeadenn hag a zo kadarnaet gant an anv « Minic’hi », ul lec’h dindan an eskopti evit d’ar venec’h reiñ bod da nep a gar. Kavet e vez ivez korrlec’hanvioù heverk evel « Gwaremm ar Gozhker », un anv a gaver ivez e Plabenneg hag e Gwipavaz da skwer, hag a vez liammet ouzh lec’hioù-annez galian-ha-roman. Ul liamm a c’heller gwelet moarvat etre al lodenn-se hag ur c’horrlec’hanv heverk all : An ervenn gozh, a c’hellfe daveañ d’ul lec’h annezet kozh ivez. Hiziv c’hoazh e weler eno ur batis bihan e koun Jaoua, evit enoriñ ar sant, savet gant div groaz kozh hag un daol graet gant mein e-kreizig kreiz ar c’hloz bevennet gant al lodennoù parsellet direizh.