Plouvieniz hag o re varv (XVIIvet - XVIIIvet kantved)

Aozer : Victorien Leman / Mae 2022

Chapel Sant-Jaoua a zo bet savet e-kreiz ur c’hloz a vent bras, ennañ ur vered. Bevennet eo ar c’hloz gant ur voger, hag e digor pennañ homañ, war-zu bourk Plouvien, ez eus kroazioù skoret gant pevar filer. Er XVIIvet hag en XVIIIvet kantved koulskoude e seblant ar barrezianiz choaz bezañ beziet e diabarzh ar chapel kentoc’h eget er c’hloz. Hervez ar gont graet gant Ronan Abiven dre studiañ dielloù ar barrez ez eus meneget enno 501 beziadur, 70 anezho er vered ha 431 e-barzh ar chapel. Beziet e veze eno tud eus an holl renkadoù er gevredigezh, koulz an diazezerien, tudjentil hag a c’houlenne bezañ interet kentoc’h e-barzh chapelig Sant-Laorañs pe Keraliou, koulz ar beizanted a oa o chom tro-war-dro. Diwar-goust reolennoù strishoc’h-strishañ embannet gant gouarnamant ar roue, n’eus ket bet ken a sebeliadurioù e Sant-Jaoua goude 1752. Servijañ a c’helle ar c’hloz ivez da geñver plegennoù diaes ha dreistordinal eus istor ar vro. Setu penaos, gant ar vosenn o redek dre ar vro hag oc’h ober he reuz e Plouvien etre ar 14 a viz Gouere 1642 hag ar 26 a viz Du 1643, e oa marvet 67 den hag a oa bet sebeliet holl e bered Sant-Jaoua, gwitibunan ; en soñj da zizarbenn ar c’hleñved-se, moarvat, ne oa bet interet e bered ar barrez hini ebet eus an dud marvet gant ar vosenn. O welet ment bras an dachennad bevennet e diabarzh kloz ar chapel evelkent, ez eur douget da grediñ e c’hellje bezañ bet er vered-se, e-pad ar Grennamzer ha betek ar XVIvet kantved moarvat, un niver bras a-walc’h a vezioù, na gaver dave ebet dezho en testennoù nag er modoù douaridigezh a zo bet da-c’houde.  

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozer : Victorien Leman, « Plouvieniz hag o re varv (XVIIvet - XVIIIvet kantved) », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 3/05/2022.

Permalien: https://bcd.bzh/becedia/br/plouvieniz-hag-o-re-varv-xviivet-xviiivet-kantved

Kinniget gant : Bretagne Culture Diversité