Deroù an Dispac’h
Gwelout a rae an dispac’herien kêr Roazhon evel “ Kavell ar frankiz ”. Un doare e oa da lavarout e oa kroget an Dispac’h e kember an Il hag ar Gwilen. Gwir eo avat, e oa kevezerezh etre Roazhon ha Grenoble evit kaout an titl enorus-mañ. E gwirionez, ma weler an Dispac’h evel an unaniezh tro-dro da vennozh ar vamm-vro, eo e Grenoble e krogas an Dispac’h. Met ma seller ouzh an Dispac’h evel “ deroù ar feulster hag an emgannoù er straed dre ziouer a emglev war-lerc’h tabutoù mennozhioù ha gerioù ” (Michel Denis), pa oa ar feulster un doare da enebiñ krenn ouzh an noblañs, e c’heller soñjal e krogas argerzh an Dispac’h e Roazhon. A-benn ar fin e verk darvoudoù Grenoble penn kentañ Dispac’h 1789-1790, pa verk re Roazhon hini 1793-1794.
Eus an tabutoù politikel…
Adalek nevezamzer ar bloavezh 1788 e savas Roazhon – evel Grenoble –, evit difenn he farlamant a oa lakaet en arvar gant ar roue, a felle dezhañ dinac’h galloud politikel al lezioù-barn dre ma wele anezho evel ur skoilh da adreizhañ an tailhoù. Ar boblañs a savas a-du gant an dud a lezenn ha war bouez nebeut e vefe bet ul lazhadeg gant an arme. Buan a-walc’h e kilas ar galloud, darvoudoù nevez a c’hoarvezas goude-se gant digoradur bodad Stadoù Breizh avat.
Bep daou vloaz e veze dalc’het ar Bodad e kouent ar Gordennerien, e-kichen palez Breujoù Roazhon. Eno e savas an hevelep enebiezh war an dachenn bolitikel evel e pep lec’h-all er Frañs. Divizet en doa Loeiz XVI gervel ar stadoù meur, ar pezh a oa ur c’heloù mat evit enebourien politkerezh ar gouarnamant. Met reuz a savas kenetrezo: lod a felle dezho mirout stumm hengounel ar stadoù meur, ha lod all brasaat galloud an trede-stad. Ar memes abadenn a voe e Roazhon, el lec’h ma c’houlenne groñs ar vourc’hizien kaout muioc’h a c’halloud ha digreskiñ levezon an noblañs e bodad ar proviñs.
… d’an emgannoù straed.
Tenn e teuas an traoù da vezañ, abalamour da flemmskridoù zo evel re Volney dreist-holl, a oa ken taer ken ma c’hellent lakaat mennozhioù lod da c’hroñsaat. E penn kentañ miz Genver e klozas Loeiz XVI Stadoù Breizh gant ar spi e sioulafe ar speredoù. An noblañsoù breizhat, deuet niverus, a nac’has mont kuit hag a chomas er gouent. En ur glask diskoulmañ an traoù, o deus c’hoantaet, war a seblant, tennañ o mad eus kasoni don ar boblañs, tra ma oa krog ar bleud da vankout e kêr.
Setu penaos, d’ar 26 a viz Genver, e vanifestas portezerien a-bep seurt – a anavezed dre al lêrennoù a wiskent anvet “ brikolennoù ” – dirak ar Breujoù. Eno e voent degemeret gant izili al lez-varn a justis, mignoned a-gozh noblañs ar stadoù, a brometas dezho goulenn digant galloud kêr lakaat digreskiñ priz ar bara. Lavaret e voe dezho ivez e oa kiriek ar vourc’hizien eus stad an traoù. Pal an itrik-mañ a oa diskouez ne oa ket a-du an dud vunut gant ar vourc’hizien, na zifennent ket o interestoù, hag e oa disrann en trede-stad.
Alese e tagas tud ar brikolennoù an dud yaouank a oa en un davarn war blasenn ar Palez o sellout ouzh an tabut. Studierien skol-veur ar gwir e oant, a-du krenn gant an adreizhañ. Bec’h a voe, met ne badas ket pell. E-mesk ar studierien e oa Victor Moreau, a zeuio da vezañ jeneral an armeoù dispac’hel diwezhatoc’h, hag a seblant bezañ aozer ar rebarberezh a c’hoarvezas nebeut goude.
Reuzidi gentañ an Dispac’h
Gallet o dije an traoù chom a sav, met antronoz, d’ar 27 a viz Genver, en em vodas an dud yaouank bet gwallgaset an derc’hent dirak ar Breujoù evit sevel a-enep d’ar bazhadoù ha d’an noblañs a oa kiriek hervezo. Nepell alese, e kouent ar Gordennerien, e tivizas an dudjentil mont er maez d’en em gannañ, rak santout a raent e oa en afer-se tud o klask c’hwezhañ an tan. Feuls-kenañ e voe an emgann etre an dudjentil, o sabrinier er vann, a-enep d’ar vourc’hizien yaouank armet int ivez. E-touez ar stourmerien, diouzh tu an eil renk, e oa Chateaubriand, hag eñ yaouank. Kalz diwezhatoc’h e tanevellas an devezh-se en ur skrid brudet.
Garv eo an disoc’h. Daou zen da vihanañ a varvas ha meur a hini all a voe gloazet. Diouzh kostez ar “ vrogarourien ” e voe ken bras ar from ma teuas kantadoù a dud yaouank eus Breizh a-bezh da sikour o “ breudeur ”. E-pad ma kreske ar c’henskoazell, a vo en he barr ur bloaz hanter war-lerc’h da geñver Gouel Kevread Pariz, e tivizas an noblañsoù distreiñ war o douaroù. Nac’h a rejont kas kannaded peogwir e kave dezho ne oa ket bet bodet ar stadoù meur hervez ar reolennoù. Diouzh an tu all, avat, troet kaer ma oa ar speredoù gant ar politikerezh, e voe roet lañs da gannaded Vreizh dre vras ha dreist-holl da re Roazhon da vezañ e penn a-raok ar c’hendivizoù broadel. Diazezet o deus ar pezh a zeuio da vezañ klub ar Jakobined diwezhatoc’h.
Troet gant Kuzul ar brezhoneg