Dol ur c’hreñv-lec’h droukc’hoantaet

Aozer : Michel Brand'Honneur / C’hwevrer 2017

Dol, sez un arc’heskopti etre an ixvet hag an xiivet kantved, a zo ivez un dalc’h strategel eus ar c’hentañ. Etre 962 ha 970 pe war-dro ez eo unan eus e breladed, Wicohen, mestr war Vreizh.

Goude-se, er bloaz 1014, ez eo Olaf, danvez roue Norvegia, a lak e grabanoù war Zol, moarvat a-gevret gant Richarzh II Normandi a c’helle evel-se lakaat dalc’h war Menez-Mikael ar Mor.

Daoust ma oa bet kreñvaet Dol c’hoazh en doa Riwallon lakaet sevel un tour. Moarvat an hini a weler skeudennaouet war ballenn-moger Bayeux. Lakaet en deus Konan II seziz war ar gêr e 1064 a-raok tec’hout pa dostaas Gwilherm dug Normandi.

Droukc’hoantaet Dol gant Gwilherm adarre e 1076. Tennañ a ra gounit ma vefe bet skarzhet e gamalad Juhel, arc’heskob ar gêr, aet neuze da gaout repu e Menez-Mikael, e lak Gwilerm seziz war Zol. Trouz bras a sav tro-dro d’an afer neuze pa tegemer kont Roazhon skoazell digant roue bro-C’hall, dug Akitania ha marc’heien Anjev. O welet kement a c’halloudoù strollet en e enep e kav gwelloc’h en em dennañ buan, en ur leuskel e vekanikoù-arsav war e lerc’h. Plantet e vo an tan enno.

Er bloaz 1162 en em gavo Dol hag he zour e-kreiz dalc’hoù a-bouez ur wech adarre. Herri II a vro-Saoz eo a dap krog er c’hreñvlec’h. Hag ur wech adarre e vo lakaet krog warni war-lerc’h tri devezh seziz gant soudarded an hevelep roue Herri II.

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozer : Michel Brand'Honneur, « Dol ur c’hreñv-lec’h droukc’hoantaet », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 1/02/2017.

Permalien: https://bcd.bzh/becedia/br/dol-ur-chrenv-lech-droukchoantaet

Kinniget gant : BCD Sevenadurioù