Dornskrid Leiden

Aozer : Herve Ar Bihan / Ebrel 2023

Prouet zo bet nevez zo, diwar ul labour kaset da benn gant klaskerien eus meur a dachenn, e oa moarvat orin dornskrid Leiden (levraoueg skol-veur Leiden, Cod. Voss. lat. F 96 A) da vezañ kavet n’eo ket e Breizh-Vihan, met kentoc’h e Kernev-Veur. Ha pelloc’h, ne oa ket bet skrivet e dibenn ar VIIIvet kantved, evel ma oa bet soñjet betek-henn, met kentoc’h e-kerzh hanterenn gentañ an Xvet kantved (Falileyev & alii, 2005, skoazellet gant H. McKee, 88sq). Diazezet eo an arguzennoù war fedoù yezh koulz ha fedoù sevenadur. E-keñver yezh avat ez eo kentoc’h diwar ar brezhoneg e c’heller displegañ an destenn, ar pezh a ziskouez a-walc’h e oa lodek ar c’herneveureg hag ar brezhoneg met ivez ar c’hembraeg en ur yezh hepken, ar predeneg, betek ur mare diwezhat a-walc’h. Setu amañ un nebeud arroudennoù, tennet eus f° 2a en dornskrid :

l.18 cæs scau. cæs spern. cæs guærn, brezhoneg a-vremañ « skav », « spern », « gwern » & « kas » (« cæs » zo « *ces » amañ, « ceisio » e kembraeg), ur ger anavezet e brezhoneg Kreiz-Breizh (s.o. Francis Favereau, Geriadur ar brezhoneg a-vremañ, Montroulez, 1992, pp. 383b-384a & Geriadur brezhoneg an Here, 2001, p. 691b)

l.19 cæs colænn, brezhoneg a-vremañ « kelenn ». cæs aball, brezhoneg a-vremañ « aval ».

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozer : Herve Ar Bihan, « Dornskrid Leiden », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 28/04/2023.

Permalien: https://bcd.bzh/becedia/br/dornskrid-leiden

LEVRLENNADUR

https://digitalcollections.universiteitleiden.nl/view/item/3218234#page/1/mode/1up

Lambert Pierre-Yves, "Le fragment médical latin et vieux-breton du manuscrit de Leyde, Vossianus lat. fo 96A”, Bulletin de la Société archéologique du Finistère 115 (1986): 315–328.

 

Kinniget gant : BCD Sevenadurioù